Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Aozet e vo festoù-noz a-nevez gant Sked

Festoù-noz a vo aozet en-dro gant Sked, ar c’hevread a gas war-raok sevenadur Breizh e bro Brest. D’ar 24 a viz C’hwevrer e vo hini 2024 e sal patronaj laik Rekourañs gant ar strolladoù amatour Iskis, Gwagenn, Breizh Storming, an daouad Kere/ar Pab hag an triad a-vicher O’Tridal.

Hoel Mevel, e servij keodedel, Trifina Baudu, kenurzhierez Sked, ha Yannick Jaouen, ezel eus ar c’huzul-merañ. © Manon Deniau

Er bloavezhioù 2000 e veze aozet ur fest-noz bep bloaz gant Sked e Brest met chomet e oa a-sav war-dro “15 vloaz zo”, eme Yannig Jaouen, an ezel eus kuzul-merañ ar gevredigezh a zo e karg eus an darvoudoù. Adlañset eo er bloaz-mañ rak “berzh en doa graet fest-noz 30 vloaz Sked, a oa bet aozet er sal Vauban warlene”, emezañ. “Kendalc’het e vo e-giz-se rak ur goulenn zo digant izili Sked.”
Kaout muioc’h a festoù-noz e Brest a fell da strolladoù muzik ha dañserien ar vro ivez. “Bep miz e c’hellfe bezañ aozet unan gant ar skolioù Diwan, an hentennoù Div Yezh… met n’eus ket kalz a salioù marc’had-mat hag aes da verañ”, eme Hoel Mevel, e karg eus ar c’hehentiñ hag eus aozañ an darvoudoù e-pad e servij keodedel e Sked. Abaoe ar prantadoù kenfinañ e 2020 ne vez ket aozet kement a festoù-noz gant kevredigezhioù ar vro evel SETU, Div Yezh… : “Moaien zo da aozañ festoù-noz en-dro ! Dav eo kregiñ e-barzh !”


Reiñ lañs d’an amatourien
D’ar 24 a viz C’hwevrer e vo fest-noz 2024 e sal patronaj laik Rekourañs gant strolladoù amatour dreist-holl abalamour ma n’eus ket kalz a zeiziadoù evito. “Ezhomm o deus da vezañ gwelet hag anavezet gant an dud”, eme Yannig Jaouen.
War al leurenn e vo gwelet Iskis, ur strollad a-orin eus Roazhon e Breizh-Uhel, Gwagenn “a glask cheñch testennoù kanaouennoù hengounel Breizh”, Breizh Storming, “ur strollad kozh gant 7 muzisian ha kaner kustum da seniñ tonioù eus teroer Bro-Leon betek hini Loudieg”, an daouad Kere/ar Pab gant ur ganerez hag ur sonerez akordeoñs, hag an triad a-vicher O’Tridal. E 2023 e oa deuet er-maez eil pladenn ar strollad eus Kemper, “Triumvirat”. Mesket e vez muzik hengounel Breizh gant tonioù kevandirioù all. Kavet e vo kement a vuzik hengounel hag a donioù mod nevez war leurenn fest-noz Sked.

Manon Deniau

Da 7e30 noz e sal patronaj laik Rekourañs, 2 straed Laurent Legendre e Brest.

9 € / 7 € el lec’hienn Helloasso : https://www.helloasso.com/associations/sked/evenements/fest-noz-sked


Ur pennad embannet en niverenn 975, d’an 13 viz C’hwevrer 2024.

Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez