Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ar bloavezh burzhudus

War an diwezhad e voe kroget ar bugel Albert Einstein da gomz… ha diaes e voe e yaouankiz hag ar vuhez-skol e Bro-Alamagn. Poan en doa da c’houzañv reolennoù strizh skol ar vro. Gwelet e oa evel ur skoliad speredek met disentus ha divergont, ur skoliad bec’h warnañ, a-benn ar fin. Marteze, ken displijus e kave Einstein mont en-dro skolioù e vro ma tivizas, e 1896, bezañ divro1, gant asant e dad, ha mont a reas da studiañ e Zurich e Bro-Suis. Ret e voe dezhañ klask tremen div wech an arnodenn evit boud degemeret e skol politeknik ar vro. Souezhus eo gwelout ne oa ket Einstein e-touesk ar re wellañ, ha justik e voe tapet e ziplom skol. Diwezhatoc’h e tisplegas Einstein ne oa ket plijet gant doareoù da labourat er skol. Ha war-lerc’h e studioù ne zeuas ket a-benn da gavout ul labour war ar fizik er skolioù-meur, ken fall e oa e vrud e metoù kelennerien vras war ar fizik. Dont a reas da labourat er servijoù melestradurel war ar c’havadennoù, e Berne. Er burev-se e lennas, e-pad tri bloavezh, kavadennoù2 a bep seurt war an tredan hag ar gwagennoù elektromagnetek.

E 1905 e oa Albert Einstein 26 vloaz. Graet e vez eus ar bloavezh 1905, bloavezh burzhudus ar fizik gant istorourien ar skiantoù. Einstein a embannas er bloaz-mañ pemp follenn skiantel, pep hini anezho oa trawalc’h evit brudañ anezhañ da viken !

Ar follenn gentañ a zisplege un doare nevez da jediñ ment ar molekuloù, ha liammet e oa kentoc’h gant ar gimiezh. An eil follenn, embannet e miz Meurzh, a ginnige un doare dreistordinal da welout ar gouloù gant perzhioù rannigel3 enni daoust ma oa asantet er mare-mañ e oa ar gouloù ur wagenn hepken. Einstein a skrive e oa ar gouloù ur wagenn hag un elfenn war un dro. Digoret e oa gantañ hent ar fizik kantik. E 1920 e voe asuret an traoù ha lesanvet an elfennoù-se fotonoù ! An trede follenn a ginnige un doare da brouiñ, evit gwir, e oa an danvez dre vras diazezet war atomoù. An taol-arnod ijinet gant Einstein a voe savet e 1920 gant Jean Perrin. Prouadenn eeunek kentañ an atomoù oa anezhi. Ar pedervet follenn a zigore hent ar fizik war un damkaniezh dreistordinal hag hollvrudet bremañ e lec’h ma cheñche perzhioù an amzer hervez fiñvadennoù an traoù, an damkaniezh geñverelezh arbennik4. Evit echuiñ, e miz Gwengolo 1905, e embannas Albert Einstein e bempvet pennad diwar formulenn ar gevatalenn etre ar mas hag ar gremm5, E=Mc2, hag a zo hollvrudet bremañ.

Pemp pennad embannet er bloaz, ha pep hini anezhañ a gase bed ar fizik kalz war-raok ! N’eo ket ken fall evit ur skoliad bec’h warnañ !

Jean-Michel Sanner

1Divro : apatride

2Kavedenn : invention.

3Rannigel : corpusculaire

4Keñverelezh arbennik : Relativité restreinte

5Gremm : Energie

  • Ur pennad embannet en niverenn 482 – d’ar 5 a viz Gwengolo 2014.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez