Ar geriadur-bev pe « Living dictionnary » a zo bet lañset gant an aozadur e-maez-gouarnamant (AMG) « Living Tongues institute for endangered languages », un ensavadur Stadunanat evit ar yezhoù en arvar. A-benn fin ar bloaz e vo tu kavout ha selaou un dibab gerioù e brezhoneg el lec’hienn-se, a-drugarez d’ar gevredigezh Breizh-Amerika.
Reiñ da anavezout ar yezhoù en arvar dre ar bed ha kinnig un tañva oute a zo pal ar geriadur-bev, enlinenn ha digoust. El lec’hienn www.livindictionaries.app e c’haller kavout un toullad geriaouegoù dija evel an tsesunguneg (yezh araokanaek komzet e Chile), an dompoeg (komzet e Ghana), an nokuoroeg (komzet e atoll Nokuoro e Mikronezia) pe c’hoazh an iwerzhoneg evit ar yezhoù keltiek. Skeudennoù pe enrolladennoù a c’hell bezañ ouzhpennet evit pep yezh.
« Fellout a ra da Living Tongues lakaat an dud da gompren ez afe 3000 yezh da get a-benn un nebeud bloavezhioù. Reiñ ur blaz deus ar yezhoù-se ha diskouez liesseurtegezh ar yezhoù a fell dezho ober, met n’eo ket un hentenn evit deskiñ yezhoù » a zispleg Bernez Rouz, ezel deus Breizh Amerika ha prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh. « Charles Kergaravat, eus Breizh Amerika, a oa e darempred gant Living Tongues abaoe pell. Soñjet hor boa, daou pe tri bloaz zo, mont d’ar Stadoù-Unanet evit enrollañ hag ober un darvoud evit Gouel Breizh eno, kement hag ober. Met n’hon eus ket gallet mont abalamour d’ar C’hovid, setu em eus soñjet ne oamp ket o vont da c’hortoz ken pa oa posupl enrollañ amañ ! », emezañ.
Gerioù ar vuhez pemdez
D’an 3 a viz Here 2022 neuze e oa bet enrollet 500 ger gant Bernez Rouz gant sikour Jean-Marie Ollivier deus studio Dizale evit ma vefe ouzhpennet ar brezhoneg e-touesk geriaouegoù-bev al lec’hienn. « Ne oa ket diaes treiñ ar gerioù, lavaret « ki » evit « dog » da skouer. Met unan eus perzhioù ar gerioù keltiek a zo ar c’hemmadurioù. Setu hon eus enrollet bep a c’her teir gwech, gant al liester ouzhpenn : ki/ar c’hi/chas ».
Gerioù boutin deus ar vuhez pemdez a oa el listenn 500 ger, met souezhet eo bet ar skipailh gant un nebeud anezho : « a-wechoù e oa kaoz deus biroù, gwaregoù… ar gerioù-se a oa evel-just evit tud a vev tost deus an natur, met evidomp e oa un tamm dic’hortoz ! ». « Lakaet e vo ivez un nebeud referañsoù evit ar re a fellfe dezho deskiñ ar yezh », a ouzhpenn Bernez Rouz.
Metig Jakez-Vargas
Ur pennad embannet en niverenn 907, d’ar 25 a viz Here 2022.