Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ar peb ; Pep a

Fazioù a vez kavet pa vez kel a implijout an daou stumm-se.


A) Ar peb.
1) Lennet am eus bet “ar pep desket”, “ar pep anavezet”, a zo direizh, rak “desket” hag “anavezet” zo anvioù-gwan en derez plaen. An anv-gwan goude “ar peb” a rank bezañ en derez uhelañ (=superlatif), ha klevet e vez stank “ar peb aesañ”, “ar peb hirañ”, “ar peb pouezusañ”, etc. Da skwer : Ha c’hoazh, ‘poa ket gwelet ar peb gwashañ !


2) Klevet e vez ivez “ar peb all”, gant ar ster “ar peurrest”, “an nemorant”, enebet alies ouzh ar stumm “ar peb” a gaver en 1) : Ar peb diaesañ zo bet graet ; evit ar peb all e vo gwelet diwezhatoc’h.


B) Pep a
“Pep a” a vez implijet gant ar ster “da bep hini” :
Pep a oto o deus evit mont d’o labour !
Pep a vanne all a yelo ganeomp ?
Ret eo diwall mad, goude “pep a” e vo un niver resis :
Kinnig pep a zaou damm kig d’an dud, n’int ket gwall vras = daou damm da bep hini.
Pep a zek lur eo ret paeañ evit mont e-barzh = dek lur pep hini.


Pa vez unan an niver, ne vez ket lavaret, evel en div frazenn gentañ : “pep a oto” = “un oto pep hini”, “pep a vanne” = “ur banne da bep hini”.
Ur fazi eo lavaret “Pep a nebeud pezhioù moneiz a resevemp”, “Pep a galz gounidegezh a c’hortozent”, etc, ha ret eo lavaret : “Pep hini ac’hanomp a reseve un nebeud pezhioù moneiz”, “Gortoz a raent kalz gounidegezh evit pep hini”.

Da lenn : F. Kervella, Yezhadur Bras, § 484 ha 485


Levr Yann Gerven – Yezhadur ! Alioù fur evit ar vrezhonegerien diasur – a c’heller prenañ war lec’hienn Keit Vimp Bev.

Da lenn

Da lenn ivez