Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ar seizh avel

Mont ma-unan, war-droad, a-hed ar ruioù pe an hentoù, ne blije ket kaer din pa oan bugel, ha dre eurvad, ne zegouezhe ket re alies ganin. Hent ar skol a oa ur wenodenn a-hed ur waremm hir, oc’h en em silañ etre ar gwez, ne oa tamm amzer ebet da goll ganeomp diouzh ar mintin. An holl re ar c’harter en em gave, eveldon, o hastañ buan a-raok klevout kloc’h ar skol. Diouzh an abardaez, e kemeremp muioc’h a amzer, o stlejañ hon treid e-touez delioù an diskar-amzer, oc’h en em deurel, ‘vel konfetioù, delioù krampouezh-mouzik, o strakal brulu pa zeue miz Even.

Evit en em ziduiñ, pa vezen ma-unan, ec’h ijinen c’hoarioù. Tennañ a rae al lidoù-se d’an oberoù-hud ha d’ar faltazi. An hini simplañ, an hini stankañ, a oa dibab ur maen ha degas anezhañ ganin d’ar gêr. Aes, emezoc’h ? N’eo ket daonet ! Mont war-raok e oa ret d’ar maen, ha n’eo ket en em goll dreist-holl. Diwall ouzh ar c’hanioù dour, tu-dindan an otoioù, an tachennoù goloet a c’heot lous. Ar reolenn-zizaez a oa eeun : kas war-raok ar maen a-daolioù troad bihan, war-eeun dirazoc’h. Hervez imor ar mare, e veze tu da washaat ar reolenn : ober gant an troad dehou nemeteken, pe gant an hini kleiz, termeniñ an taolioù-troad, merkañ un hed izek. Kement mank d’ar reolenn a veze empennet ganin goude jedadennoù luziet.

Soñj ‘m eus bezañ bet distroet diouzh ar gar betek Bellevue. O vont dre ur vali hir ne oan ket kustum outi, rak hor c’harter, pintet war e dorgenn, a oa evidomp ur bed disparti, pell mat ouzh kreiz-kêr dindan lagad Sant-Kaorintin. Ne oa diaezamant ebet e penn kentañ an hent ‘met chom war ar riblenn-straed. Plaen e oa ‘vel palv an dorn. Dont a raen da vezañ hardishoc’h dre ma ne oa skoilh ebet, ha diwar ma c’houst alies. Un taol re greñv gant beg ma zroad, ha lonket ar maen er c’han-dour. Re a-gleiz, e kouezhe war ar ru, ret neuze degas anezhañ war-c’horre en ur ziwall ouzh an otoioù. Ne vezer ket evezhiek da eizh vloaz.

Startoc’h a oa ober eil lodenn an hent : sevel a raer ouzh an Dour-Gwenn betek Bellevue dre hentoù sonn. Dianalañ a raen en ur vont, kamm-digamm, o koll poentoù peogwir ne sente ket ma c’henveajour ouzhin. Huchal a raen a-wechoù dezhañ ma displijadur, gerioù gros em genou neuze.

Evel-just, trec’h pe c’hwitadenn, an embregadenn-se a dalveze da ziougan sevenidigezh ur mennad bennak : un notenn vat am befe e math, Denise, ma mignonez ne vefe ket mouzhet ken, Mamm a brenfe din ar sae fleurennet-se …

C’hoariet ‘m eus e-giz-se ‘pad meur a vloavezh. Sikour a rae ac’hanon da lonkañ kilometroù, ‘vel pa oa bet ret din, ha noz anezhi, distreiñ d’ar gêr ouzh ar skolaj. Bet ‘oan kastizet gant ur gelennerez istor-douaroniezh, div eur ouzhpenn da chom, evit bezañ faziet en ur gopiañ hirder ar stêr-veur Nil. War al Larousse, al levr nemetañ er gêr du-mañ, e oa bihan mat al lizherennoù , un 0-gwan ouzhpenn ne oa ket bet merzet gant ma daoulagad berrwel. “650 kilometr ! Oc’h ober goap emaout ?!”, he doa huchet an dimezell, ruz gant an taeroni, “650 kilometr evit ur stêr-veur e-touez ar re hirañ er bed !” A-drugarez d’ar maen, on bet aet dreist an aon da vezañ chikanet, a-dra-sur, er gêr. Bloavezhioù goude-se en deus sikouret ac’hanon da vont ouzh lojeiz ar studierien betek ma c’hambr, o krenañ a-wechoù gant ar spont diouzh gwelout skeudoù er pellder, gourdrouzus e kave din, dreist-holl goude bezañ graet gant ma mignonezed renabl an holl istorioù teuzed ha tasmantoù.

Digeriñ a rae, ivez, dirazon dorioù ar bed rak ma mein o doa furmoù dezho o-unan. Hemañ a oa Bro-Aostrali, a rafen an dro anezhi ur wech bennak. Hemañ all, an Amerik. Ha hennezh ? Furm petra en doa ? Ur marc’h-mor ? Ur vaot ? Gris evel ar glav, pe leun a bikoù evel un oabl stergannek, pep hini a zigore pellweladoù evidon. Avelioù nevez en em sile em fenn. Da belec’h e kasfent ac’hanon deiz-pe-zeiz ‘vel ma kasen-me ma mignoned bihan a vaen ? Ha ma lidoù, ma rimodelloù ha ma frezegennoù zoken, na penn na lost ebet dezho, mouskanet d’ar vein, a c’hweze war ma spered ‘vel an avel en ur ouel. Mont a raen war-raok.

E penn-traon pellañ an Amerik, o tistreiñ ouzh strizh-mor Magellan, on bet chomet, gant ma den, war un hent e lec’h ma ne dremene a-wechoù ‘met ur c’harr-samm bemdez. O c’hortoz e oamp, ‘pad eurvezhioù diziwezh, o c’hoari biz-meud, gant ar spi e tremenfe ur blenier truezek. An hent, plaen, gris, hep fin ebet, ‘oa astennet war dachennoù goloet gant ur c’heotenn verr, melen kazimant. Ar pampa. Ma maen, an deiz-se, a rae troioù tro-dro d’am sac’h-kein, o hegasiñ ma mignon a gave diot ar c’hoari-se. Dont a raemp da vezañ kintus dre forzh gortoz. Bez’ e oa, bep an amzer, taoladoù enoe, desped ha kounnar, betek tagañ egile a-wechoù. Ha petra ober evit diverrañ hon amzer ? Azezañ ha gortoz en ur varbilhat ‘vel en hor saloñs ? Dispakañ ar gaz-kampiñ hag aozañ un dasad te, kuit da zastum an traoù a-daol trumm (huñvreomp bepred !). Pasianted a zegase ar maen din. Kontañ hor pazioù, bizañ ur pal etre div vriñsenn, ober pariadennoù.

N’em boa ket soñj ken er c’hoarioù bugel-se abaoe bloavezhioù. Ha fenoz, en ur dreuziñ bered Sant Varzhin, goude un ehan war bez ar sant Jezuist em boa un dra bennak da c’houlenn digantañ moarvat, e-kreiz-kaer an alez a-gostez a ziskenn etrezek kav-bez an ofiserien rus, e oa o c’hortoz ac’hanon : un tamm maen-greun gris, lemm e vegoù. Lugerniñ a rae e strinkadennoù kouarz dindan heol ar mintin.

Paket on bet gant ur santadur iskis. Ne c’hellan ket lârout ‘m eus anavezet anezhañ, rak mein ma bugaleaj ‘zo bet, tro-ha-tro, bili, tammoù betoñs, begoù kailhastr, a-wechoù zoken koad kalet-mat, met aet eo ma zroad davetañ, ha dao ! hon-daou omp deuet d’ar gêr !

Petra o deus soñjet an holl re on tremenet e-biou dezho er mintin-mañ ? N’ouzon dare. Met evidon-me, em em santen skañv, deuet en-dro d’am eizh vloaz.

Ar reolenn ganin, a oa hini a-wechall : degas ar maen ganin hep sikour an daouarn. Darbet eo bet din koll anezhañ e puñs-diskarg ar vered, dindan an dourerioù gwer. Pelloc’h ‘m eus bet bec’h adsevel anezhañ war ar riblenn-straed. Ne oan ket o vont da gerzhet war greiz ar ru memestra, an otoioù ne vefent ket gwall gontant. Skeiñ mat gant beg ar votez ha kas ar maen, n’eo ket rez an douar, met a-viziez, dezhañ da vont e-biou ar skoilh, barrek on c’hoazh d’en ober.

Arruet omp, ar maen ha me, betek an ti. Kemeret ‘m eus anezhañ, aketus, ha lakaet er bleuñveg, ouzh troad ar bod-roz. Sevenet e vo ar gouestl ‘m eus fiziet ennañ ? Ha daoust ha beajoù all a raimp c’hoazh ? En em lezel a rin c’hoazh da vezañ douget davet seizh avel ma yaouankiz ?

Sonet ‘n deus an telefon. O vorediñ e oan dirak un heuliad filmoù war an tele.

Mamm ? a lâras ur vouezh vihan. Prometet ‘m boa gervel ac’hanout evit Gouel ar Mammoù.

Nozvezh vat, ma labousig. Penaos ‘mañ kont ?

Ur pennad didrouz, hag e lâr :

Soñj az peus, pa gomzes deomp ouzh ar vein war an hent ? Ar re a vountes evit abuziñ da amzer ?

Evel-just ! Hag e ran c’hoazh a-wechoù, d’am oad !

Ba, me ivez, a eilgeras. Heritet ‘m eus ouzhit ar c’hoari-se ouzhit. Nemet, ar wech-mañ…

Terriñ a reas he c’haoz. Santout a raen ar from o c’holoiñ he mouezh.

Nemet petra, ma c’hwenenn ?

Nemet ar wech-mañ, ma maen a rae dek santimetr d’an nebeutañ.

Stardañ a reas ma c’halon en un taol. Ma c’houzoug ivez a oa stanket. Ur maen plat etre daouarn ur studierez yaouank a ya bemdez da vanifestiñ, ha ne vez kaoz ganti ‘met eus reveulzi, frankiz ha stourm a-enep ar boliserien, petra a ra hervezoc ‘h ?

Laurence Lavrand

Ur pennad embannet en niverenn 590, d’an 30 a viz Gwengolo 2016

_________

  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez