Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ar svedeg dindan gourdrouz ar saozneg en he bro ?

Gwall nec’het eo Svediz zo o klevet eh eus muioc’h-mui a amprestadennoù saoznek en o yezh. Evel en holl vroioù norzh Europa, emañ ar saozneg o c’hounit tachenn er gevredigezh svedat hag o poueziñ muioc’h-mui àr ar yezh.


Dibaoe an Eil Brezel-bed e vez desket saozneg en holl skolioù a Sveden ha n’eo ket live saozneg Svediz re-bar da hini ar Frañsizion ! Divyezhek eo an holl vugale pe dost ! E 2013, 93 % ag ar rummad 15-40 vloaz a oa divyezhek svedeg-saozneg. Àr un dro eh eus bet degemeret forzh gerioù saozneg er svedeg. Àr-se, eh eus Svediz gwallnec’het evit o yezh. Hervez ur studiadenn bet graet gant an institut Novus 33 % a Svediz a soñje e oa ar saozneg ur gourdrouz evit ar svedeg tra ma soñje 63 % ar c’hontrel.
Hag evel e Frañs, ne vez ket gwelet an amprestadennoù ag ar saozneg er memes mod mard eur kozh pe yaouank. 51 % ag ar re en tu all da 65 bloaz a zo kendrec’het eo ar saozneg ur “gourdrouz” hag e-touesk ar rummad 30-49 bloaz n’eus ken ‘met 23 % o soñjal evel-henn.

Un nebeud yezhoù rannvro komzet gant un nebeud a dud
E 2009 eh eus bet embannet ur lezenn evit gwareziñ ar yezh vroadel, pezh ne oa ket bet soñjet a-raok rak svedeg a oa kenyezh ar rouantelezh. Yezhoù rannvro a vez komzet e Sveden met gant nebeut a dud : ar sami, evel-just, yezh ar bobl sami e norzh ar vro anezhi. Ar finneg ivez, gant 5 % ag an dud hag ur yezh finno-ougrian all : ar meänkieli, a-hed ar stêr Torne. Yiddih ha Rromani a vez komzet hag anavezet ent ofisiel ivez.

Saozneg, yezh an “tek”
E gwirionez emañ kalz avañsetoc’h ar saozneg e Sveden evit m’emañ e Frañs. Skolioù saoznek a zo un tamm e pep lec’h ha n’eo ket ur ral e vehe komzet saozneg nemetken e embregerezhioù zo, dreist-holl e-barzh reoù an “tek”. Hag e svedeg e klever muioc’h-mui a c’herioù saozneg. Kalz muioc’h evit ar pezh a zo e galleg da skouer. Lod a zo bet amprestet just goude an Eil Brezel-bed ha “svedekaet” tamm-ha-tamm met lod all a vez distaget mod saozneg.

Saozneg er stalioù
Met n’eo ket Sveden ar vro ar muiañ dindan levezon ar saozneg. En Izelvroioù lakomp e kemer ar saozneg muioc’h a blas c’hoazh. E straedoù zo ag Amsterdam da skouer, e-barzh ur c’hard ag ar stalioù e vez komzet saozneg nemetken ha n’eo ket izelvroeg. Hag o selaou an izelvroegerion e klever muioc’h-mui a c’herioù saozneg hag a droioù-lavar saoznek zoken. Evel “What the fuck” (WTF er rouedadoù sokial) peotramant “Oh my god” hag a glever muioc’hmui àr beg Breizhiz yaouank ! En Izelvroioù troioù-lavar saoznek evel “It’s not my cup of tea” a zo nevez arruet er yezh ha troet ger-ha-ger : “niet mijn kopje thee” tra m’emañ dibaoe pell e galleg : “ce n’est pas ma tasse de thé”.
E Breizh e vez komzet gwech pe gwech all a blas ar gerioù gallek e brezhoneg pe gallaoueg. Hag un dra naturel eo ? Ha diskouez a ra eo bev ha “degemerus” ar yezh ? Pa glever pegen saoznekaet eo daet da vout yezhoù Europa zo (galleg ar re yaouank en o zouesk) ha pegen “amerikanaet” eo daet da vout kevredigezhioù zo eh eus peadra da brederiiñ…


Fabien Lecuyer


Ur pennad embannet en niverenn 929, d’an 28 viz Meurzh 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez