Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Bachi-bouzouk ! Anacoluthe !

Kregiñ a rin ar wech-mañ gant ur frazenn c’halleg, hag un droidigezh anezhi, reizh e-keñver yezhadur :

En raison des intempéries dans le canton de Callac, je n’ai pas pu aller à Rome voir le pape François.

  • Gant ar frim hag an erc’h a oa e kanton Kallag, ne ‘m boa ket gallet mont da Rom da welet ar pab Frañsez.

Ar pezh a zo, en div frazenn-se e rankit gortoz ugent poz bennak a-raok gouzout piv e oan aet da welet e Rom. Ar brezhoneg komzet ne laosko ket ac’hanoc’h da c’hlaouariñ e-pad keit-se, hag a lavaro un dra bennak evel :

  • Ar pab Frañsez ne ‘m boa ket gallet mont da Rom da welet anezhañ gant ar frim hag an erc’h a oa e Kallag.

Er frazenn-se ez eo “ar pab Frañsez” an elfenn nevez, ha mard eo posupl e vo lakaet e penn ar frazenn ; goude-se e vo implijet un anakolut (notet //) : ar pab Frañsez // ne ‘m boa ket gallet… Ez-yezhadurel n’eus liamm ebet etre “ar pab Frañsez” ha “ne ‘m boa ket gallet”, hag un troc’h a seurt-se eo a reer anakolut anezhañ (diwar ar gregach : “na ya ket da heul”) ; da c’houde c’hoazh e veneger ar pab en-dro gant “anezhañ”, ar pezh a zo un anaforenn (e druz) :

  • Ar pab Frañsez // ne ‘m boa ket gallet mont da Rom da welet anezhañ, gant ar frim hag an erc’h a oa e Kallag.

Ar framm-se a vez implijet alies pa vez kaoz eus un dra vev pe un den evel elfenn nevez en ur frazenn, ha ma vez klevet ar peurliesañ :

  • N’eo ket gwall vrav an amzer hiziv (an amzer, ha pa vefe elfenn nevez amañ, n’eo ket bev),

e-lec’h

  • N’eo ket gwall vrav anorak nevez Kevin

e vo lavaret ken alies all :

  • Kevin n’eo ket gwall vrav e anorak nevez.

Hag evit ur frazenn hir evel an hini gentañ, e vo klevet an anakolut bep taol kazimant.


Levr Yann Gerven – Yezhadur ! Alioù fur evit ar vrezhonegerien diasur – a c’heller prenañ war lec’hienn Keit Vimp Bev.

Da lenn

Da lenn ivez