Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Barzaz

En 1989 e teuas BARZAZ da vezañ brudet e Breizh, embannet gante ur bladenn mod nevez hag a oa tonket da vezañ ur seurt arouez eus sonerezh Breizh er bloavezhioù 1980/1990. Ar bladenn CD-se – Ec’honder – a oa he mennad reiñ ur seurt heklev eus hollved an denelezh, divent ha diharz an ec’honder anezhi, ha pa ve e-skeud an danvez (en ur reiñ kalz a bouez d’al lennegezh, d’ar varzhoniezh, ha da nerzh ar pozioù), e-skeud ar sonerezh (en ur zegemer levezon a bep seurt diwar sonerezh ar broioù pell, europat ha nann-europat ken-ha-ken), pe e-skeud teknik ar sonioù hag an enrollañ. Ar c’hevrin hud a zeue diwar gan Yann-Fañch Kemener a veze roet lañs dezhañ gant un aergelc’h sonerezh ispisial. Meulet e voe gant an holl, e Breizh ha pelloc’h c’hoazh, seurt mod da genweañ kanerezh ha sonerezh.

An eil pladenn – An Den Kozh Dall –, deuet er-maez en 1992, a voe roet dezhi kemend-all a veuleudi : o vleuniañ e oa bet personelezh ar strollad ha pelloc’h c’hoazh e oa aet war-raok mennad ar bladenn gentañ, displeget ma oa ar wech-mañ an amzer o tremen, chadenn aour ar rummadoù hag istor hon bro. Meur a droiad sonadegoù a voe graet neuze gant ar strollad, betek ar bloavezh 1997, e Breizh, e Frañs hag e broioù pelloc’h (Alamagn, Spagn, Portugal …).

Adsavet e oa bet ar strollad en 2013 hag int da vont en-dro war hent ar salioù da geñver un toullad sonadegoù, ken betek 2019, pa ’c’h eas Yann-Fañch Kemener da anaon. Gant Youenn Lange, kaner hep e bar anezhañ, sonerien BARZAZ (Gilles Le Bigot, Jean-Michel Veillon, Alain Genty ha David « Hopi » Hopkins) o deus bet c’hoant dougen bri da eñvor ha spered bev Yann-Fañch ha reiñ enta da glevet un dibab tonioù dañs, gwerzioù ha sonioù a-ziwar an teñzor dihesk en deus bet tro da zastum, da ganañ ha da genlodañ a-hed e vuhez.

Div sonadeg a vo aozet : D’ar Gwener 10 ha d’ar Sadorn 11 a viz Mezheven 2022 ’barzh Sal ar Gouelioù bourk Kawan.
Niver strizh a blasoù ’vo ’barzh ar sal – Prenañ bilhiji : 
fest@tiarvro22.bzh

Da lenn

Da lenn ivez