Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Boulouigoù startijenn

© Timothée Messager

An traoù mat-se a zo brudet mat an deiz a hiziv e-barzh bed ar boued bio ha yac’h. “Energy balls” a vez graet anezho e saozneg, peotramant “truffas energeticas” e spagnoleg. E pep bro eo bet degemeret ar bouloùigoù-se, azasaet hervez an aozennoù a gaver el lec’h-mañ-lec’h evel-just. Met abalamour da betra en em laka an dud d’ober ar boulouigoù startijenn-se ? En askont m’int mat evit ar yec’hed, peurvuiañ ne vez ket ouzhpennet sukr rafinet e-barzh na traoù all noazus1 evit ar yec’hed. Ouzhpenn-se e klasker lakaat enno frouezh sec’h leun a halioù meinel2 evel ar fiez, an abrikez, an datez pe c’hoazh ar prunaoz asambles gant frouezh sec’h eoulek3 evel an alamandez, ar c’hraoñ-gall pe graoñ-kelvez, leun a broteinoù hag a drenkennoù druz4 enno. Ha neuze, e-skeud meskañ an traoù lipous-se asambles, e ra ur gombinadur dispar evit degas d’hor c’horf an holl elfennoù o deus ezhomm. Lavaret gant gerioù simploc’h, berr-ha-berr : gwelloc’h eo evit ar yec’hed eget gwastilli sec’h industriel, rak maguzennoù5 prizius a zo e-barzh hag ouzhpenn-se eo ur gwir lip-e-bav ! Ha d’ar c’houlz ma klask industriezh ar boued lakaat war ar marc’had produioù douetus, gant n’ouzon ket pet tra war listenn an aozennoù evel : gom xantane, trenkenn askorbik, E 4… pe me oar-me petra c’hoazh, me ‘gav ez eo kant gwech gwelloc’h ha plijusoc’h fardañ seurt boulouigoù lipous, enno nemet traoù ho peus choazet da lakaat, ha netra ken. Ha bez’ e c’heller ivez cheñch an doare d’ober anezho d’un eil gwech d’eben hag implijout frouezh sec’h pe greun disheñvel pep tro. Kaeroc’h zo, bez’ e c’hellit kas anezho ganeoc’h aeset a-walc’h a-gleiz hag a-zehou, ne gemeront ket kalz a blas ha n’int ket pounner. Me a zo kustum da lakaat anezho e-barzh ur voest pe ur pod bihan pa ‘z an da bourmen. Sed amañ sekred-kegin ar boulouigoù startijenn displeget dre ar munud. Spi am eus e roint deoc’h kement a zudi hag e roont din.

Aozennoù evit 30 boulouig bennaket :

* 300 g fiez sec’h (ar rummad « calabacita » eus Bro-Spagn a zo mat evit fardañ anezho)

* 250 g alamandez digloset6

* 50 g kraoñ koko rasklet

* 1 loaiad vras a bluskenn sitroñs

* Ur meudad holen (holen mat eus Gwenrann)

* Ur bannac’h dour

* Evit goloiñ7 anezho : greun kanap, greun sezam krazet, poultr kakao, poultr karoub, kraoñ koko rasklet pe ar pezh a fell deoc’h

Pazennoù :

1 – Gwalc’hit ar fiez sec’h buan-buan ha lemit o lost, re galet da vezañ debret. Grit un troc’h e-barzh pep hini anezho evit ma c’hallo an dour mont fonnusoc’h enno, a-raok o lakaat e-barzh ur besel gant dour (tra-walc’h a zour da c’holoiñ anezho). Gortozit ken ma vo koeñvet ar fiez gant an dour. Teir eurvezh a vo ezhomm tamm-pe-damm.

2 – E-keit-se, malit an alamandez gant ur robot-kegin. Ret e vo deoc’h ober ur poultr gros a-walc’h. N’eo ket bleud a zo d’ober.

3 – Tapit ur sitroñs bio ha rasklit e bluskenn (nemet al lodenn velen war c’horre, pas donoc’h), troc’hit anezhi munut, lezit a-gostez.

4 – Pa vez koeñvet ar fiez, dizourit anezho (mirit an dour fiez-se, mat-kaer eo da evañ !), a-raok o malañ gant ar robot-kegin d’ober yod ganto. Lakait ar yod fiez-se e-barzh ur besel.

5 – Lakait e-barzh ur besel ar yod fiez, ar poultr alamandez, ar c’hraoñ koko rasklet, pluskenn ar sitroñs troc’het munut, ur meudad holen ha meskit mat gant ul loa e-pad ur pennadig.

6 – Gant an toaz-se, na re galet na re vlot, sañset, e vo graet ar boulouigoù startijenn. Kemerit ar beselad toaz, ur volennad dour hag un asied da lakaat anezho pa vezint stummet. Choazit ivez ar greun ho peus c’hoant evit goloiñ anezho : greun sezam, kanap pe c’hoazh poultr kakao ha lakait anezho e-barzh ur volenn.

7 – Glebiit ho taouarn e-barzh an dour a-raok tapout an toaz. Evel-se ne chomo ket peget outo. Tapit un tamm toaz gant ul loa vras ha stummit ur voulouig. Ur wech m’eo stummet ar voulouig, lakait anezho tro-ha-tro e-barzh ar volennad greun pe boultr. Tapit ar volennad-se gant ho torn hag hejit anezhañ evit ma vo goloet gorread diavaez ar boulouig gant ar greun pe ar poultr. Mirit ar boulouigoù peurechu e-barzh un asied pe ur voest. Grit al labour-se ken ma vo echu an toaz ha stummet an holl voulouigoù. Gwalc’hit ho taouarn gwech-ha-gwech all e-barzh ar volennad dour, kuit d’an toaz da chom peget ouzh ho taouarn ha d’ober stlabez da heul.

8 – Ar boulouigoù startijenn-se a c’hell bezañ miret er yenerez e-pad eizhtez da vihanañ, pe ouzhpenn. Lakait ho pugale da fardañ ha da dañva anezho, an holl o devo plijadur o tebriñ anezho da adverenn (pe merenn-vihan) sur, ar re vras evel ar re vunut…

1noazus : nocif

2halioù meinel : sels minéreaux

3frouezh sec’h eoulek : fruits secs oléagineux

4trenkennoù druz : acides gras

5maguzennoù : nutriments

6alamandez digloset : amandes décortiquées

7goloiñ : recouvrir, enrober


Ur rekipe gant Timothée Messager embannet en niverenn 884, d’an 20 a viz Mae 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez