Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Breizh, bro ar seurf

Muioc’h-mui a dud a seurf. Ne soñjer ket ez eo ar seurfiñ un ekonomiezh gant postoù labour, rak gwelet e vez kentoc’h evel un diduamant hag ur sport. Koulskoude e vev tud diwarnañ e Breizh.

Ur gentel seurf evit an dud deuet, kaset da benn gant an ESB war traezhenn ar Minou © Florence Drévès

Eil rannvro ar seurfiñ e Frañs eo Breizh. N’eo ket souezhus tamm ebet rak ul ledenez eo, gant 2700 km a aodoù. Lec’h sakr ar seurfiñ e Breizh eo Beg an Dorchenn evel-just, e-kichen Penmarc’h. Eno eo e vez graet meur a genstrivadeg, da skouer. Muioc’h-mui a dud a zo en em lakaet da seurfiñ e Breizh. Diwar ar milion a dud a seurf e Frañs e kaver 300 000 — un drederenn eta — e Breizh. En o zouesk 1800 zo izili eus kevre Breizh ar seurfiñ.

Tost hanter-kant vloaz zo o deus kroget tud zo da seurfiñ dre amañ met nevez a-walc’h eo an entan evit ar sport-se. “En em ziorroet eo dreist-holl abaoe 10 vloaz. Ha gant ar c’henfinadur da vare ar C’hovid eo gwellaet c’hoazh skeudenn ar seurfiñ.” Setu ar pezh a lavar Didier Tirilly, prezidant kevre Breizh. Lod eus ar seurferien a ra ar sport-se peogwir e kav dezho e vezont tostoc’h d’an natur. E-pad pell e veze kavet plankennoù produet en Azia met kreskiñ a ra priz an treuzdougen, ar pezh a ro tro da embregerezhioù Europa da dalañ aesoc’h ouzh re ar reter pellañ. Bez e ranker dispign 900 € evit prenañ ur plankenn hag ur sae nevez ha 300 € ma prener a eil-dorn.


A-hed ar bloaz
Abeg pennañ kresk ar seurfiñ a zo teknikel. Arabat soñjal ez aer war an dour gant ar memes plankennoù hag er penn kentañ. Gwellaennoù a zo bet degaset dezho.“Plankennoù aesoc’h ober ganto a vez kavet bremañ” eme Cedric Briand, merour ur stal saeoù ha plankennoù. “Ar saeoù a ro digarez d’ar sportourien da bleustriñ a-hed ar bloaz ha n’eo ket hepken pa vez brav ha klouar an amzer” emezañ. Dont a ra seurferien da brenañ saeoù digantañ e forzh peseurt mare eus ar bloaz. Kresket eo niver ar skolioù seurfiñ a hanter-kant dre gant abaoe pemp bloaz war aodoù kreisteiz Breizh kenkoulz ha war aodoù an hanternoz. Kluboù a zo ivez. Un dek lec’h pleustriñ he deus an ESB, Skol Seurfiñ Breizh. Ha n’eo ket hepken en dibenn-sizhun e vez roet kentelioù. Skolidi o deus digarez da seurfiñ ivez.

Spletus eo ar seurfiñ war an dachenn ekonomikel. Pa zeu tud da Vreizh da seurfiñ e rankont kousket ha debriñ en ul lec’h bennak. Tost 18 milion a euroioù a gengreadur fakturennet a zegas ar seurfiñ da Vreizh bep bloaz. 167 post labour leunamzer a zo war-eeun en-dro d’ar seurfiñ. Met micherioù all a denn gounid ivez, kelennerien yoga, bevfiñvourien (kineoù) hag artizaned hag a brodu plankennoù.

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 904, d’ar 7a viz Here 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez