Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Bretagne, L’essentiel

dindan renerezh Patrick Malrieu ha Jean-Jacques Monnier, 200 p., embannet gant Skol Vreizh, 14€

Dindan 200 pajennad e vez graet un dro eus ar pezh eo Breizh. Re verr eo levr Patrick Malrieu ha Jean-Jacques Monnier, a lâro lod. Met deus ur mod all, eo mat mont war-eeun d’ar gudenn ha displegañ perak emaer er poent-mañ er mare-mañ. Kalz a draoù a vo troet war-zu an amzer a zo bet, gant ar c’hoant reiñ da gompren. Tro-dro d’ar sevenadur e vo savet ar skridoù : an istor, ar yezhoù, ar geografiezh, al lennegezh, ar sonerezh hag an dañsoù, ha zoken betek ar sevel ti. Reiñ da gompren petra a ra identelezh ar vro-mañ eo pal an oberenn en deus roet ar gaoz d’un 19 arbennigour bennak, pep hini war e zanvez. Reiñ a ra mennozhioù. D’an dud, goude, da vont donoc’h war hent pe hent.

Da brenañ amañ : Skol Vreizh

Da lenn

Da lenn ivez