Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Brezhoneg e-leizh e kornôg Kreiz Breizh

Kwizoù, filmoù, c’hoarioù, kaozeadennoù, atalieroù krampouezh ha kenstrivadeg boued… Dibaoe an 13 a viz Mae 2023 ez eus kalz darvoudoù e Kreiz Breizh tro-dro d’ar brezhoneg. Raok an hañv, kentañ gouel ar gengevredigezh Raok, a vo betek ar 17 a viz Even.

Abaoe 2019 e kas Padrig Ferog — an den gopret nemetañ — labour Raok war-raok gant skoazell an dud a-youl vat. © Manon Deniau


Bep bloaz e vez aozet Tan Miz Du e miz Du gant ar gevredigezh KLT e Bro Montroulez. En Oriant e vez An Deizioù da vare ar goañv. Awenet eo bet ar gengevredigezh Raok evit ober ar memes tra e Kreiz Breizh. Etre an 13 a viz Mae hag ar 17 a viz Even emañ kentañ gouel Raok, « Raok an hañv ».
E 2018 e oa bet krouet e Karaez evit bodañ kevredigezhioù hag izili Bro Kornôg Kreiz Breizh. Labourat a ra e 3 departamant, Penn-ar-bed, Aodoù-an-Arvor ha Mor-Bihan. E 2023 ez eus 30 ezel ha 18 framm disheñvel. « Anavezet eo Raok gant an dud evel ur framm hag a sikour un tammig, koulskoude e vez kaset a-wezhioù an darn vrasañ eus al labour ganeomp », eme Badrig Ferog. « Mat e oa sevel un darvoud e anv Raok. »


Roll ar gouel
Festoù-noz, kwizoù, filmoù, c’hoarioù, kaozeadennoù, atalieroù krampouezh, baleadennoù ha kenstrivadeg keginañ… Setu peadra d’ober asambles gant brezhonegerien ha nann-vrezhonegerien. D’an 8 a viz Even e vo un nozvezh c’hoarioù a-stroll e Ti Menez Are e Brasparzh hag ur gaozeadenn e Karaez. Un « escape game » a vo d’an 11. « Ur c’hoari achap an hini eo », eme kenurzhier ar gengevredigezh. « An dud a vo bac’het en ur sal e-pad un eurvezh. Ret e vo kas un
enklask evit gellout mont er-maez. »

D’ar 17 a viz Even e vo ur weladenn e brezhoneg e-pad gouel ar gevredigezh La Fourmi-e e Rostrenn, « In Cité ». Arzoù-kaer war ar maez a vez kinniget ganti. Er memes koulz e vo klozet Raok an hañv e Koloreg gant ur genstrivadeg keginañ : « Ar pezh a vo goulennet digant an dud eo sevel ur sekred kegin e brezhoneg gant ur produ eus ar vro. Ar bloaz-mañ eo toazennoù
Bro Fisel. Ur brezhoneger pe ur vrezhonegerez a vo er skipailh d’an nebeutañ. »
Ur banne klozañ a vo evit echuiñ.


Manon Deniau


Ur pennad embannet en niverenn 939, d’ar 6 viz Even 2023.

  • Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez