Keleier e brezhoneg abaoe 2005

C’hoariet e vo e Naoned

E-pad 10 devezh, e derou miz Gouere, e vo graet ton da Vreizh e Naoned, dre aozañ kampionadoù c’hoarioù breizhek hengounel.

Douget eo ar raktres « Comité d’Organisation des Jeux de Bretagne » gant Florian Le Teuff, dileuriad ekologel e ti-kêr Naoned, skoazellet gant kevredigezhioù ha tud nevez deuet d’ar mennozhioù-se, liammañ adunvaniezh gant kenstrivadegoù, sevenadur gant sport. Arc’hantaouet eo an darvoud(où) gant Rannvro Breizh, ar pemp departamant ha ti-kêr an Naoned. « Ar wech kentañ eo deomp sevel seurt gouel. Savet eo gant ar soñj gwellaat anezhañ a vloaz da vloaz. » emezañ.

Skoazell ha troioù-dibab

Kenlabourat a vo graet gant daou geveler a-bouez. Ar CRSMR1 a zo arbennikaet war sportoù evel paledoù war blankenn, bouloù Breizh, sachañ war ar fun. Ar FNSAB2 a ra war-dro 7 sport breizhat evel ar vazh-yod, ar sevel ahel-karr, ar stlepel boutell blouz… Kroget o deus ar re-mañ da aozañ troiadoù-dibab, 10 a zo anezho, un tamm e pep lec’h e Breizh, evel zo bet dija e Plougonveur hag e Monfort/Meu d’ar 14/5, e Karaez d’an 21/5. Bez’ e vo ivez e Casson (44), Ploubezre ha Prad (22), Reze (44) Trabrivan (22) Pondi (56) ha Pont-Aven(29). Ar re ziwezhañ-mañ o vezañ dalc’het e derou tout miz Gouere.

Gourfenn e Naoned

« Abaoe 2 vloaz emaomp o prientiñ an darvoud. » a resisa Florian Le Teuff, c’hoant gant an aozerien ober eus se ur mare pouezus evit sevenadur Breizh. Meur a lec’h a vo dalc’het evit se. War ar « Cours St Andre », nepell eus ar c’hastell, e vo tournamantoù ha diskouezadegoù a bep seurt, evel unan war ar « Boule Nantaise ». Ar « Maquis de Saffre » a vo gouestlet d’ar paledoù war plankenn. E porzh dibarzh Kastell an Duged e vo dalc’het ar gouren ha war tachenn sportva Michel Lecointre e vo kinniget mell-droad gouezelek. « Pep departamant, 5 anezho, evel-just, a ginnigo o skipailh. Unan diwezhañ a vo savet gant mignoned Breizh. » emezañ.

Foulées de Bretagne

D’ar sul 3 a viz Gouere e vo roet lañs d’ur redadeg trail a 13,5 km, etre kreiz-kêr Naoned ha Chantenay, brudet evit ar sevel bigi hag evit ar Vretoned niverus aet di da labourat. A-drugarez d’ur c’henlabour gant Sonerion ha Kenleur e vo roet lañs d’ar redadeg gant 6 bagad – unan dre zepartamant ha daou evit al Liger-Atlantel : Sant-Malo, Pondi, Peumerit, Cap Caval, Naoned ha Sant-Nazer. Kelc’hioù keltiek a vo eno ivez, o tont eus ar memes kêrioù war-bouez Pont ‘n Abad evit ar 29 ha La Turballe ha Klisson evit ar 44. « En holl e vo un 350 arzour bennak o seniñ dre Naoned a-bezh, a-hed an deiz, er Jardin des Plantes, war blasenn Grallin, war marc’had Talensac… » eme ar c’huzulier-kêr. Gortoz a reont ur 100 000 den bennak.

Kenstrivadegoù a vo. Loreet e vo tud zo. Met fellout a ra d’an aozerien e vefe gant an holl spered ur gouel. Ne vo ket medalennoù, da skouer, met bolennoù breizhat skrivet warno, e brezhoneg, aour, arc’hant pe c’hoazh arem.

Yann-Fañch Jacq

1Comité Régional du Sport en Milieu Rural

2Fédération Nationale des Sports Atlhetiques Bretons


Ur pennad embannet en niverenn 886, d’an 3 a viz Even 2022. 

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez