Keleier e brezhoneg abaoe 2005

C’hwezh ar stourm e Landunvez

Digoret ez eus bet ur ragenklask diwar-benn ar raktres brasaat kraou-moc’h Avel-Vor gant lez-varn gastizel Brest abalamour ma’z eus bet savet klemm a-enep X d’an 9 a viz Du 2022 gant ar strollad “Stoppons l’extension d’Avel-Vor”. 12 000 pemoc’h zo er vagerezh-se staliet e Landunvez, e Penn-ar-bed, unan eus brasañ krevier-moc’h Frañs.

D’an 28 a viz Kerzu 2022 e voe aozet ur c’hermes war traezhenn ar C’hastell e Landunvez e-lec’h m’eo arabat mont da neuñv rak saotret eo ar mor. © N. Gourvenneg

Lakaet eo buhez ha yec’hed tud Bro-Leon, e Penn-ar-bed, e dañjer hervez ar c’hevredigezhioù Dour ha Stêrioù Breizh, Avenir et Environnement en Pays d’Iroise (AEPI), Association pour la Protection et la promotion de la côte des Légendes (APPCL) hag hiniennoù zo er strollad-se. “Diskouez a ra n’eo ket bet ijinet an traoù gant ar c’hevredigezhioù diwar-benn orin ar saotradurioù”, eme Kristen Falc’hon, ur c’hazetenner hag en deus skrivet un enklask diwar-benn Avel-Vor embannet e Miz Gouere 2022 er media Splann ! gant ar gazetennerez Inès Léraud a labour kalz diwar-benn agro-industriezh Breizh.

“Un ‘omerta’ aozet”

Abaoe 2016 e stourm an teir c’hevredigezh a-enep brasaat ar c’hraou-moc’h-se staliet e kumun Landunvez, 1500 annezad enni, a zo war beg hanternoz Penn-ar-bed. E miz Du 2022 e oa bet aprouet brasaat gant prefeti Penn-ar-bed. 12 000 pemoc’h zo er vagerezh. Saotret e vez stêrioù hag aer ar vro ha mor an Hirwazh abalamour d’an embregerezh-se ha da grevier-moc’h all er vro. “Saotret eo an traezhennoù, eme Laurent ar Berr, ezel eus Stoppons l’extension d’Avel-Vor. Pa vez teuliadoù diwar-benn louzoù amprevaned e vez tavet warno. Un “omerta” aozet an hini eo.”

27 000 pemoc’h bep bloaz

Tamm-ha-tamm eo deuet Philippe Bizien, patrom Avel-Vor, da vezañ unan eus penntudennoù an industriezh-se e Frañs. Dibaoe 2008 e c’houlenn brasaat e embregerezh hag e 2016 en doa goulennet e vefe produet 27 000 pemoc’h bep bloaz. Aotreet e vez bewech gant ar prefeti daoust d’ar c’hevredigezhioù a oa deuet a-benn da lakaat nullañ an diferad diwezhañ dirak al lez-varn velestradurel e 2019 hag e 2021.

Kensinadurioù ar c’hlemm a-enep X

800 den o deus kensinet ar c’hlemm a-enep X savet gant ar strollad “Stoppons l’extension d’Avel-Vor” e miz Du 2022. E miz C’hwevrer e vo roet da brokulor ar Republik e Brest, Camille Miansoni, evit pouezañ — n’en deus ket respontet d’hor goulennoù evit poent.

Afer Avel-Vor a vo studiet gant ar pol-rannvro arbennikaet war an endro — pôle régional spécialisé en matière d’atteintes à l’environnement —, ur pol nevez-krouet e 2021 ennañ ur varnerez hag un ijinour hervez Le Télégramme. “Kendalc’het e vo da lakaat gwask warno evit ma vo cheñchet an traoù”, eme Laurent ar Berr. Pal ar strollad eo nullañ an diferad nevez ha kenderc’hel da stourm war an dachenn e Landunvez.

Manon Deniau

Evit souten an teir c’hevredigezh hag o c’hlemm a-enep X : amañ


Ur pennad embannet en niverenn 920, d’ar 24 a viz Genver 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez