Claire Cariou


Kelennerez e oa ha kuitaet he deus an deskadurezh-stad evit krouiñ ur vicher nevez, gant ar pal stourm a-enep al lastez.

Claire, peseurt labourioù ho peus graet betek-henn ?

Graet ‘m eus labourioù disheñvel-tre : labouret ‘m eus en un embregerezh en aerlestrerezh hag ur start-up en domani mezegel eget skoazelerez gwerzhañ e bro Naoned, en ur greizenn sokiosevenadurel e Berlin, e skolioù e Aostria evel skoazellerez ha kelennerez galleg, e pretioù, ur stal-perlez ha war ar marc’hadoù e Zeland-Nevez, en un ti-bank e Penn-ar-Bed, e tavarn ma zud ivez. Bet on bet kenurzhierezh e Kentelioù an Noz ‘ba’ Naoned, hag abaoe 5 bloaz on kelennerez war an alamaneg.

Petra en deus lakaet ac’hanoc’h da zeskiñ alamaneg ? Pell eo Bro Alamagn?

Er skolaj e oa ret din choaz etre deskiñ alamaneg pe spagnoleg. N’em eus ket soñj perak ‘m eus dibabet an alamaneg. Kalz plijadur ‘m eus bet o teskiñ ar yezh. Goude ar vachelouriezh em boa c’hoant da studiañ. Notennoù mat em boa e yezhoù, neuze ‘m eus studiet alamaneg ha saozneg. Posupl e oa din mont da studiañ un hanter bloavezh e Bro-Alamagn, e Kiel, gant Erasmus. Dreist e oa, neuze on distroet da Alamagn pa oa posupl din. Ur c’hoant spontus em boa da gomz alamaneg mat. Met plijadur ‘m eus o teskiñ ha komz yezhoù all ivez, n’on ket stanket war an alamaneg.

Ha perak cheñch ?

Plijout a ra din kalz kelenn ha bezañ gant ar skolajidi ha liseidi. Met n’en em santan ket mat en deskadurezh-stad. Ur bloaz zo ‘m eus divizet da zigreskiñ ma lastez, ha sklaer eo bet din war un taol ‘m eus c’hoant da lakaat ma nerzh ha ma amzer war ar gaoz-se. Ken pouezus eo din bremañ ! N’hallan ket chom hep klask labourat evit se.

Kaout ul labour tro-dro d’ar zero lastez a zle bezañ diaes. Penaos emaoc’h e soñj ober ?

N’eus labour ebet, pe tost, evit poent e domani ar zero lastez. Dont a ra tamm- ha-tamm, peogwir e vez sklaeroc’h-sklaerañ eo ret deomp ober un dra bennak. N’eo ket posupl kenderc’hel er mod-se, gant lastez e-leizh ! Penaos emaon o soñj d’ober ? Krouiñ ma labour, hep gortoz e vefe kinniget din. N’ouzon ket hag-eñ e teuin a-benn, met ret eo din klask…

Petra a zo diaes kas da benn evit ober videoioù war an tem-se ?

Filmañ ha frammañ mat a-walc’h evit krouiñ videoioù plijus da sellout evit ar re all.

Petra a zo da lâret/da ziskouez ha n’eo ket bet graet c’hoazh ?

Diskouez eo aes cheñch, hag eo posupl cheñch tamm-ha-tamm, hep bezañ barrek pe bezañ un dispac’hour. Diskouez ivez ez eus meur a zoare da cheñch. Ar pep pouezusañ d’ober eo kregiñ e-barzh ! Ar pal n’eo ket lakaat gwask war an dud ha lakaat anezho d’en em santañ kablus.

Peseurt lec’h ho pije c’hoant reiñ da anavezout d’ar re all

Bro ar c’hab, peogwir eo brav- spontus ! Hag ivez lec’hioù leun a lastez, evit diskouez n’eo ket ur vojenn…

Peseurt bro ‘pije c’hoant gweladenniñ ?

Plijout a rafe din ober tro Europa, evit gwelout penaos e vez graet e lec’hioù all gant al lastez. Dreist-holl en norzh !

Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?

Ar sklaerded, an eeunded.

Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?

Mont da bourmen, pe selaou sonerezh en ur geginañ.

Dirak petra e vezit bamet ?

Dirak Mab-den : ken speredek ha ken sot eo war un dro.

Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d’ar vugale yaouank, hiziv an deiz ?

Bevañ e karantez hag e peoc’h ganto o-unan, gant ar re all, ha gant Mamm-Douar.

Gant petra oc’h hegaset alies, er vuhez pemdeziek ?

Ar plastik.

Ha ma c’hounezfec’h kalz arc’hant goude bezañ c’hoariet d’al Loto ?

Prenañ a rafen tiez evit lakaat kenlojerien e-barzh gant ur feurm izel a-walc’h. Krouiñ a rafen ul lec’h ekologel evit bevañ gant ar re a garan. Labourat a rafen war raktresoù zero lastez hep kaout gwask an arc’hant. Ha sikour a rafen Radio Kerne, ha raktresoù a blij din !

Da beseurt goulenn ‘ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?

“C’hoant ‘peus sikour ac’hanon da zigreskiñ ma lastez ?” Pe “Naon ‘peus ?”

_________

Un atersadenn embannet en niverenn 712, e miz C’hwevrer 2019.

  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez