Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Davit, davet

Davit ha davet zo div araogenn diaes da implijout evit ur galleger, dreist-holl peogwir ne c’heller ket treiñ anezhe gant araogenn c’halleg resis ebet, er c’hontrol eus dindan=sous, war=sur, hag all, hag all.

1) Davit. Fazioù a vez graet a-gaozenn d’ar poz-se, ha souezhet e oan bet gant ur frazenn :

*2 skourr a voe savet davit porzh Sant-Nazer.

Davit a vez implijet ar peurliesañ gant ar verboù mont ha dont, ha mont davit, da skwer, a sinifi aller chercher, aller quérir, rapporter.

– Ha ma rod, prest eo ?

– Amañ, sell, deus daviti. (Bulad, ca 1990)

– Gortozit, ma ‘z in davit limonad. (ma zad, ca 1980)


Mes ne c’heller ket mont *davit un ti, *davit ur porzh, *davit ur vro, hag ar frazenn gentañ a vefe da vezañ difaziet evel-henn :

*2 skourr a voe savet betek porzh Sant-Nazer.

Davit zo un araogenn displeget evel evit, mes alies e vez klevet : deus davit ! (taol-mouezh war – vit) e-lec’h deus davitañ pe deus daviti.

2) Davet a vez implijet atav dirak un anv tud, a-wechoù un anv loen, mes ne vez ket morse dirak un dra : mont davet unan bennak zo mont etrezek/betek ennañ, gant ar soñj kaout darempredoù gantañ (kaoz, labour, sikour, frealz, etc.). Ne vez ket klevet er Gornaoueg ; en e lec’h ez eo da gaout a vez implijet :

– Deus amañ da’m c’haout (a vez lavaret d’ur c’hrouadur en deus ezhomm da vezañ frealzet)

– Aet e oa davet he moereb peogwir e c’helle lojañ anezhi.

– Pa oa deuet en-dro d’ar gêr e oa aet da gaout e gazeg da gentañ.

Davet zo un araogenn displeget evel eget.
Ur fazi war implij davet a c’hellit lenn war bajenn gentañ ar romant War un ton laou : *ha mont davet ar stal levrioù ha journalioù. Da gentañ em boa skrivet davet plac’h ar stal…, ha goude em boa tennet ar ger plac’h hep kaout soñj da cheñch an araogenn. Mea culpa.


Levr Yann Gerven – Yezhadur ! Alioù fur evit ar vrezhonegerien diasur – a c’heller prenañ war lec’hienn Keit Vimp Bev.

Da lenn

Da lenn ivez