Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Denez Abernot

Meur a vicher en deus bet ar paotr… Skolaer kentañ ar skol Diwan gentañ, 40 vloaz ‘zo ! Met ivez kaner, martolod, livour…

Denez, soñj ho peus dalc’het eus ar mare ma oac’h skolaer kentañ Diwan ?

Amzer ar yaouankiz, un amzer laouen ha sirius ivez war un dro. An heol o parañ war Lambaol, ar vugale o c’hoari e porzh ar skol, o zud o tont da gerc’hat anezho… Un dra dic’hortoz krenn e oa, d’ar poent-se, digeriñ ur skol vrezhonek. An dud ne oant ket o c’hedal an dra-se, tamm ebet. Kerent Lambaol (ha re Gemper ivez d’ar memes poent) a zo bet tud kalonek evit sevel ar skolioù kentañ. Ur wech echu ar skol, diouzh an noz e veze emvodoù stank dre ar vro a-bezh evit ober skolioù all, ur gwir labour e oa ivez… Gant leun a blijadur memestra… Buan a-walac’h ez eus bet digoret skolioù all : Kommanna, Kastell-Paol, Lannuon, Gwened, Gwengamp, Roazhon….

Petra ho peus graet goude ?

Meur a dra ‘m eus graet da c’houde. Aet on da c’hounit va bara war ar mor. Me ‘m ‘oa bet c’hoant ober ar vicher-se abaoe ma oan yaouank. Ha ‘benn ar fin em eus graet : mont war an dour, beajiñ… Gwelet broioù all… Bet on bet a-zehoù hag a-gleiz evit kas marc’hadourezh e-bourzh listri bras. Bet on bet ivez o pesketa, o kas tud d’an enezeier, oc’h ober war-dro an tourioù-tan… Plijout a rae din ober traoù nevez…

Ha dont en-dro d’ar gêr, kaout ur vaouez, bugale… Div vuhez ‘benn ar fin, redet dre ar bed ha dont en-dro amañ… Ha pa vezen er gêr em ‘oa amzer d’ober leun a draoù. E-giz-se eo on bet kroget da livañ taolennoù.

Kaner, skolaer, martolod… Petra a glot gwelloc’h gant ar pezh oc’h ?

Moraer, me ‘gav din. Kalz amzer em eus tremenet e-bourzh al listri o vont hag o tont… E-skoaz n’on ket chomet pell war al leurennoù o kanañ nag oc’h ober skol… Ha n’eo ket echu, un tamm kanod ‘m eus c’hoazh ha div roeñv. A-walac’h eo evit mont d’ober un dro war ar mor da bourmen….

Peseurt sell a daolit bremañ war Diwan ?

Doujañs ‘m eus ouzh ar re o deus kendalc’het hag a gendalc’h c’hoazh hirio da labourat evit ar brezhoneg…. Ha Diwan evel-just da gentañ. Hep Diwan ne vije ket bet chomet bev kalz a dra eus hor yezh moarvat. Nemet el levrioù… pe e penn hag e kalon unan bennak en e gorn, eveldon-me… Bremañ, memestra, ez ‘z eus leun a vugale hag a zesk brezhoneg er skol dre ar vro.

Den ebet ne oar peseurt dazont a vezo gant ar brezhoneg… Marteze e vezo traoù souezhus oc’h en em gaout…

Klotañ a ra gant ar pezh ‘poa ijinet, 40 vloaz zo ?

40 vloaz ’zo ne gav ket din e ouiemp re vat da belec’h ez aemp… Un tamm brav a hent a zo bet graet memestra abaoe… Hag e chom c’hoazh d’ober.

Peseurt ali ho pije bremañ da reiñ d’ an Denez yaouank-se a oa oc’h ober war-dro ar 5 mous kentañ ?

Ne ouezan ket. Marteze “taol evezh outo !! Sell ’ta pegen bihan int…” Pa oan aet da Lambaol ne anavezen ket ar vicher ober skol nag ober war-dro ar vugale, mez leun a dud a zo deuet da reiñ an dorn din. Ra vezint trugarekaet amañ…

Penaos e welit dazont ar skolioù Diwan ha divyezhek ?

Ret eo kenderc’hel da vont war-raok. A-wechoù ‘z eus avel, a-wechoù ne ‘z eus ket. A-wechoù e ranker mont a-benn an avel hag a-wechoù lark-kaer… Mont war-raok atav… Gouzout a ran eo aes da lavaret, ha diaesoc’h d’ober… Ret eo bezañ kalet…

Pehini eo al liv a blij deoc’h ar muiañ ha perak ?

Hini ebet. An holl livioù a blij din. Ar pezh a blij din eo lakaat anezho holl kichen-ha-kichen… Implijout a ran poultrenn liv evit livañ. Un dek podad liv ruz disheñvel am eus : ruz-tan, ruz teñval, ruz gwad, ruz gwin… Heñvel eo evit al liv glas pe gwer… pe al livioù graet gant pri a bep seurt : pri melen, pri rous… Ur gwir c’hoari eo lakaat anezho asambles da luiañ…

Petra eo an eñvorenn he deus merket ac’hanoc’h ar muiañ ?

Un dra bennak kriz. An traoù laouen a nij kuit, an traoù kriz a chom garanet e doun an den….

Peseurt lec’h ho pije c’hoant reiñ da anavezout d’ar re all ?

Toull Penher, amañ e-kichen er C’horejoù, pe Aod Sant Egareg, pelloc’hik e Kerlouan… Tour-tan ar Men, Banneg, Singapour, Rekkefjord ha Puerto Limon… Ar bed a zo souezhus. Ar perzhier bras zokenoc’h a gavan dispar gant trouz ha moged. Alies eo a-walac’h sellet ouzh an oabl evit gwelet traoù kaer : an heol, ar c’houmoul, ar glav hag ar stered en noz…..

Ha peseurt arzour ?

Francois Dilasser eus Lesneven. E labour a gavan dispar ha kreñv. Den ebet ne ra taolennoù e-giz m’en ‘eus graet. Ron Kitaj, Paul Gauguin, Alfred Wallis ha kant arzour all a blij din ivez… Bemdez e tizoloan traoù… Meur a liv a blij din, meur a lec’h, meur a arzour… Klask a ran atav un dra bennak nevez.

Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat p’emaoc’h ho-unan ?

Blues dreist-holl, Fado bep an amzer, sonerezh ar vro, jazz, pe sonerezh ar broioù all… Hag aliesoc’h c’hoazh bran ha morbig… Trouz ar bed…

Peseurt bro ‘pije c’hoant gweladenniñ ?

South Baradoz.

Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?

Un den digor e benn hag e galon, hag hep re a ardoù. Un den aes da evañ ur banne gantañ…

Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?

Me a blij din lenn. Leun a levrioù ‘m eus er gêr. Un tamm kleñved eo marteze : preñan levrioù , e meur a yezh ha diwar-benn traoù disheñvel… Traoù dic’hortoz a-wechoù… Ar pezh a blij din eo deskiñ traoù nevez. Atav.Hep ehanañ.

Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?

Gösta Berling, ul levr skrivet gant Selma Largerlöf. Profet ‘oa bet din pa oan yaouank. Gant plijadur e lennan anezhañ c’hoazh bep an amzer. Istor un den un tammig kollet e broioù an Hanternoz….

Peseurt meuz a rit p’en em lakait da geginañ ?

Poazhañ kranked a zo aes a-walc’h d’ober : dour ,tan ha c’hoalenn… poazhañ avaloù-douar a zo un tammig bihan diaesoc’h… Arabat e vijent suilhet. Gant riz ha pebr ruz e cheller ober leun a draoù… mez n’’on ket ur gwall geginer. An traoù a rank bezañ graet buan…

Dont a rafe ur voudig da ginnig deoc’h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c’houlennfec’h diganti ?

Degas din en-dro ur guchenn dud a garfen gwelet adarre war an douar… Re zifrae int nijet kuit.

Petra eo ho  “plijadur” pemdeziek ?

Mont da vale a-hed an aod ha sellet mat en-dro din… Bale hep sellet ouzh an traoù a zo enoeus. Un dra bennak a gavan atav da leuniañ va spered, en traezh, en douar, en oabl pe war ar mor. Abaoe pell on dedennet gant al laboused hag anaout a ran anezho un tammig bihan… Un doare eo da chom tost ouzh ar bed kozh, ar bed gouez… Bep mintin e ran va zro un tu bennak war bord ar mor… A-wechoù er c’hoajoù ivez, pe e kêr…

Ha dac’houde merenn e vezan em lab o livañ taolennoù… Pa n’em eus ket a daolenn war ar stern e kavan hir va amzer.

Peseurt micher ho pije bet c’hoant d’ober ha n’ho peus ket graet ?

Me a garfe bezañ bet gouest da labourat ar c’hoad. Kizellat pe labourat ar c’hoad : ober delwennoù pe bagoù, pe beñvegoù sonerezh… Pe arrebeuri… Siwazh n’on ket dornet a-walac’h……

Dirak petra e vezit bamet ?

Evel an holl dud e vezan bamet dirak an traoù a gavan kaer, ha pa vijent dister-kenañ… Bamet on dirak ar pezh a wel va daoulagad, hag ar pezh a glev va skouarnioù : ur sourradenn avel a c’hell bezañ ken kaer hag ur ganaouenn….

Petra a zo en ho kerzh, un dra didalvoud oc’h tomm-tre outañ, ha na rofec’h da zen, e mod ebet ?

Me a zo bet o soñjal respont : va c’hontell !!! Mez, a-benn ar fin, on gouest da reiñ anezhi d’unan bennak ha koulskoude em eus anezhi abaoe pell…

Petra eo ar c’hrenn-lavar a blij deoc’h ar muiañ tout ?

Unan am-eus klevet gant ur pesketaer kozh amañ er porzh :

Er mor emañ ar muiañ a besked

Hag er Rusi ar muiañ a Rused”

Da beseurt goulenn ‘ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?

Bev out atav ???

  • Un atersadenn embannet en niverenn 679 – d’ar 15 a viz Even 2018.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez