Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Deskiñ gant uTalk

A-drugarez da dTalwyn Baudu, da Azenor Kallag ha da vBleuñvenn Konan emañ an arload uTalk o paouez ouzhpennañ ar brezhoneg e yezhoù a c’heller deskiñ.

Labouret o deus evit kinnig 180 eurvezh a zanvez. Ul labour ha n’eo ket digoust evel-just. Ret eo paeañ 2,90 € ar miz pe prenañ 59 € ur wech hepken evit kaout ar 4000 ger, 65 tem – un tañva a c’heller ober gant an 8 tem kentañ. Liesseurt eo an temoù, lod war al legumaj pe ar frouezh met ivez war sportoù olimpek ar goañv, an hañv pe ar bageal. Pep tem en deus ul listenn gerioù hag ivez c’hoarioù.

Kaset oa bet ur ger da dTalwyn Baudu gant tud uTalk goude bezañ gwelet embannadurioù e saozneg en doa graet war ar brezhoneg war Twitter. « Goulennet ‘m eus da heul gant Bleuñvenn Konan sikour ac’hanon. Ne c’helle ket mont da Londrez ganin da enrollañ he mouezh. Neuze em eus goulennet gant Azenor Kallag. An troidigezhioù a zo bet graet adalek ar saozneg. » eme Talwyn Baudu.

Disheñvel eo deskiñ ur yezh gant seurt arload peogwir e c’heller deskiñ gerioù ha frazennoù nevez e pep lec’h, da n’eus forzh peseurt mare. Ouzhpenn-se e c’heller deskiñ brezhoneg adalek ur 100 yezh bennak. « Gellout a ra ar re a gomz arabeg, japaneg, pe c’hoazh zoulou deskiñ un tamm brezhoneg bremañ ! » a resisa Talwyn Baudu. Ret eo gouzout, memestra, e vez implijet an arload-mañ evit peurzeskiñ ur yezh kentoc’h. Da lavaret eo ne c’heller ket deskiñ ar reolennoù yezhadur, da skouer. Met kalz muioc’h eget ur geriadur eo.


  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez