Warlene ne oa ket bet aes evit ar stalioù bihan a feurm bigi d’an douristed war ar c’hanolioù. Emichañs e vo gwelloc’h er bloaz-mañ.
Gant an diouer a zour ne oa ket bet posupl merdeiñ a-raok fin an hañv warlene. E miz Meurzh tremenet e oa deuet ar glaveier en-dro ha krog eur dija da aozañ ar bigi, rak aesoc’h e tlefe bezañ er bloaz-mañ. Evit kaout plijadur o verdeiñ war ganolioù Breizh eo ret asantiñ mont goustadik rak n’eer ket buan warno, war-dro 8 km an eur nemetken. « Na pebezh plijadur ! Sellit ‘ta ouzh ar gweledva ! », eme ur beajour krog da vageal ouzhpenn 30 vloaz zo. Ar pezh a glask-eñ eo ar sioulder hag ul lec’h diskuizhus. Met n’eo ket an dra-se hepken, rak kaer eo ar maezioù tro-war-dro.
Bigi feurmet
Lod eus ar verdeidi o deus ur gobar pe ur vag dezho o-unan, met an aliesañ e vezont feurmet d’an douristed. Un tammig kempenn a vez d’ober e-pad ar goañv, a-raok kregiñ gant ar prantad merdeiñ. Setu ar pezh a lavar Nikolaz, rener ar stal Bretagne Bateaux Bois, staliet e Sant-Visant-an-Oud. Tri bloaz zo en doa savet ar stal, asambles gant e vreur. Bigi graet gant prenn int, n’eo ket evit pourmen nemetken met evit kousket ha bevañ warno ivez. Bigi cheuc’h int eta, muioc’h a labour a vez da gempenn anezho abalamour d’ar c’hoad.
Arabat soñjal n’eus labour nemet war-dro ar bigi a vez lakaet da verdeiñ. Ret eo derc’hel ar c’hanolioù ivez e ratre. Karget eo ar rannvro d’en ober. Dispign a ra 14 milion a euroioù bep bloaz. « Kalz zo d’ober », eme Anne Gallo, besprezidantez er Rannvro, e-karg eus an touristerezh, ar glad hag ar c’hanolioù. En diskar-amzer hag e-pad ar goañv e vez graet al labour. 5000 hektar glasvez ha gwez zo a-hed ar c’hanolioù. Ret eo diskourrañ ha pilat gwez. Ma ne vefe ket pledet ingal ganto e vefe disleberet tamm-ha-tamm ar skluzioù hag ar mogerioù. Ret eo ivez ravanelliñ foñs ar ganol e lec’hioù zo evit ma vefe don a-walc’h an dour, d’ar bigi da dremen. Er bloaz-mañ ez eus bet staliet bonnoù evit dastum an dour lous, 20 zo anezho. Posupl e vo mont war ganolioù Breizh eus ar 7 a viz Ebrel betek an 29 a viz Here. 60 skluzier ha 120 den implijet evit an hañv a raio war o zro.
Y. Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 934, d’an 2 viz Mae 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg