Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Diwan zo o klask evit ar bloavezh-skol 2023-2024

Emañ Diwan o klask kelennerien ha kelennerezed :

· war ar c’hastilhaneg (9,00 eurvezh) e skolaj Jakez Riou.
· war ar brezhoneg (9,00 eurvezh) e lise Karaez.
· war skiantoù ar vuhez hag an douar (9,00 eurvezh) e lise Karaez.
· war an istor geografiezh (11.50 eurvezh) e skolaj ar Releg-Kerhuon.
· war ar sonerezh (9e00) e skolaj ar Releg-Kerhuon.
· war an deknologiezh staget gant skiantoù fizikel ha kimiezh e skolaj Bro-Dreger.
· war ar saozneg (9e00) post erlec’hiañ adalek miz Genver e skolaj ar Releg-Kerhuon.
· war ar galleg (post hanter amzer a c’hellfe bezañ kinniget) e skolaj Gwiseni.

Doare den : Brezhoneg live B2 hag aotreegezh war an danvez kelennet dre ret. Stummadur e-kerzh ar bloavezh-skol + skoazell un henter.

Darempred : Lizher + CV da gas a-raok ar 15/06/2023.

Bodadoù tuta d’an 21/06 (22/29) ha d’an 28/06 (44/56).

Emañ Diwan o klask kasourien ha kasourezed :

· Post darn amzer, skolaj ar Releg.
· Post leun amzer (nozvezhioù lun ha yaou e kouskva merc’hed) skolaj Jakez Riou Kemper.
· Post darn amzer 24 eurvezh 2 nozvezh (kouskva merc’hed ha paotred) e skolaj Bro-Dreger
· Post leun amzer (2 nozvezh) skolaj Sant-Ervlan
· Post leun amzer (nozvezhioù) skolaj-lise Gwened
· Post Hanter amzer a c’hellfe bezañ kinniget d’an distro-skol e lise Karaez
· Post leun amzer a vo dieub adalek penn kentañ miz Du e lise Karaez.

Doare den : Brezhoneg live B2, Bak d’an nebeutañ ha DABU

Darempred : Lizher + CV da gas a-raok an 19/06/2023.

Bodadoù tuta d’an 21/06 (22/29) ha d’an 28/06 (44/56).


Lizhiri + CV da gas da :
Eil Derez Diwan, ZA S.-Ernel, BP 147, 29411 Landerne Cedex
O2 98 21 33 69
eil.derez@diwan.bzh


  • Skolaj ar Releg, straed Gay Lussac 29480 ar Releg-kerhuon. 02.98.30.38.33 penngasouriezh.skolaj.ar.releg@diwan.bzh

  • Skolaj Jakez Riou Kemper, 5 straed Vañde 29000 Kemper. 02.98.95.71.57 penngasouriezh.skolaj.jakez.riou@diwan.bzh

  • Skolaj Bro-Dreger, 6 Straed Sant-Per 22720 Plijidi. 02.96.21.42.16 penngasouriezh.skolaj.plijidi@diwan.bzh

  • Skolaj Liger-Atlantel, 12 bali an Angevinière 44800 Sant-Ervlan. 02.40.46.65.91 penngasouriezh.skolaj.s-ervlan@diwan.bzh

  • Skolaj-lise Gwened, 13 straed Michel de Montaigne 56000 Gwened. 02.97.62.60.80 penngasouriezh.skolaj.gwened@diwan.bzh

  • Lise Karaez, Kerampuilh 29270 Karaez. 02.98.99.36.73 penngasouriezh.lise.karaez@diwan.bzh

Da lenn

Da lenn ivez