Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Dre zaoulagad an dud divroet

D’ar 26 a viz Mae 2023 e teuio er-maez al levr “Des vies orageuses” embannet gant an ti-embann Le monde à l’envers. Kontañ a ra istor faltaziek ur vaouez divroet e Frañs, Idrissa, hag a ra anaoudegezh gant ar vedisinez Sarah. E miz Ebrel o deus graet ar strollad Tcholeiy hag ar skrivagnerez Mathilde Gal un droiad e Breizh evit kinnig anezhañ.


A bennad da bennad e vez heuliet daou istor, hini Idrissa hag hini Sarah, 25 bloaz anezho : “Idrissa zo eus Ginea, o paouez erruout e Frañs emañ ha diaes eo an traoù”, eme Riwana Baudu eus ar strollad Tcholeiy. Ober a ra anaoudegezh gant ar vedisinez Sarah. Honnezh zo o paouez kregiñ gant he micher en ur greizenn diguzhat ha dizoleiñ a ra ur bed nevez e-lec’h m’eo diaes pep tra d’ober : an traoù melestradurel, kavout ul lojeiz, ul labour…
Krouet eo bet an istor-se gant ar strollad Tcholeiy ha gant Mathilde Gal, skrivagnerez ha stourmerez. Un istor faltaziek eo al levr Des vies orageuses met tennet eo bet eus traoù gwir : “Aterset hon eus tud divroet evit kompren petra eo o istor dezho.” Medisinez eo Riwana Baudu hag e kreizenn diguzhat Grenoble, e gevred Frañs, e laboure e fin 2019. Bemdez e wele tud divroet e-barzh he studi vedisin : “Komzet ‘moa eus ur bern traoù ganto ha ne oa ket aes. En em santout a raen null rak ne c’hellen ket ober netra nemet traouigoù…”


A-enep ar raksonjoù
D’ar mare-se he doa Riwana Baudu graet he soñj sikour an dud divroet o klask arc’hant evit lojañ “un nebeud a dud”. Choazet he doa ivez bevañ a-ratozh kaer en un ti gant 4 den divroet diwar 10 kenfeurmer. Mathilde Gal a oa o chom ganti ha fellout a rae dezho ober un dra asambles evit ma vefe “diskouezet d’an dud petra a c’hoarvez evito e Frañs”. Ar strollad Tcholeiy o doa krouet asambles, hag e-barzh ez eus “tud divroet, tud eus bed ar yec’hed ha eus ar bed sokial”. Adlennet o deus an istor ha klasket un ti-embann.
Raksoñjoù a zo c’hoazh diwar o fenn hervez Riwana Baudu : “Er mediaoù e vez lakaet ar gaoz war ar sifroù pe an traoù teorikel hepken, pas istorioù an dud.” Ar c’hontrol eus ar pezh o deus graet e “Des vies orageuses”.


Aergelc’h sammus e Breizh
Sammus eo an aergelc’h e Breizh tro-dro sujed an dud divroet er mare-mañ strolladoù eus an tu-dehoù pellañ. Gourdrouzet a varv ez eus bet dilennidi a-du da zegemer lec’hioù evit an dud divroet peotramant kazetennerien hag a skriv diwar-benn an tem-mañ.
“Ne’m eus ket aon razo, ne vo ket gwelet an dud-se en droiad”, eme Riwana Baudu. “Ma c’hoarvez ‘mije c’hoant da ginnig dezho lenn al levr rak an darn vrasañ eus outo ne gomprenont ket ar pezh a c’hoarvez dezho evit gwir.”


Manon Deniau


Ur pennad embannet en niverenn 933, d’ar 25 viz Ebrel 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez