Pennad-kaoz gant ar realizatour Mikael Baudu, en deus sevenet un teulfilm1 diwar-benn buhez Martial Menard. Stourmer evit ar brezhoneg, geriadurour ha diazezer Embannadurioù an Here e oa eñ.
Ya! : Pegoulz e oa deuet deoc’h ar mennozh d’ober un teulfilm diwar-benn buhez Martial Menard ?
Mikael Baudu : Deuet e oa ar soñj din ober un dra bennak dija pa oa marvet [e 2016, ngas]. Goulennet em boa digant Arnaud Vannier mont da dapout skeudennoù deus al lid a oa bet en e enor er Ceili e Kemper. Ha goude-se e oa chomet ar raktres a-gostez e-pad ur mare. Anavezet em boa Martial mat a-walc’h ha kavet em eus e vefe dedennus. Ouzhpenn da-se e oan o paouez echuiñ an teulfilm An Alc’hwez Aour [diwar-benn tonkad ar brezhoneg e-kerzh an 50 vloaz tremenet, ngas]. War-lerc’h em eus profitet deus ar C’hovid evit skrivañ raktresoù ha kinniget em eus da vMael Gwenneg e vefe produet penn-da-benn gant France 3. Martial a oa un den publik, kontet en doa e vuhez, setu gouzout a raen e oa ivez kalz dielloù filmet dioutañ gant an Ina [institut national de l’audiovisuel, ngas]. Ha pedet em boa anezhañ en abadenn « Chadenn ar vro » p’en doa savet An Here, pa labouren e France 3.
Ya! : Penaos ho poa graet anaoudegezh gant Martial Menard ?
Mikael Baudu : N’ouzon ket penaos ‘moa anavezet anezhañ ken ! Goude ma oa bet maez deus an toull-bac’h e oa, moarvat e Skol an Emsav pe e stajoù ; tro-dro da vuhez ar brezhoneg dre vras.
Ya! : Desket ho peus traoù diwar e benn gant an teulfilm ?
Mikael Baudu : Pas kement-se. War an den e-unan em eus donaet ma anaoudegezh ya, met ket war ar fedoù. War e zarempredoù gant an dud un tamm… penaos e oa e zarempredoù gant e vignoned tostañ, gant e implijidi, e sekretourez. Tout-se a zo ivez ul lodenn eus an den. Klet, e vab, en deus kontet din kalz muioc’h eget ar pezh a ouien a-raok. Met gouzout a raen dija en doa gwelet Martial e vab evit ar wech kentañ en ur fest-noz pa oa 7 pe 8 vloaz.
Ya! : Diskouezet ho peus techoù mat ha techoù fall an den en ho teulfilm just a-walc’h…
Mikael Baudu : Pep hini a zo gant e dechoù. Klasket em eus tresañ an den evel ma oa. Bezañ engouestlet 100 % evit ar brezhoneg a oa un dra vat evit Martial. Bez’ zo tud all a soñj e mod-se ivez. Da bep hini da ober e soñj. Graet em eus ur film war Martial ar stourmer, ha n’eo ket war e vugaleaj, da skouer. Ul lodenn brevez a zo ivez gant e vab Klet met liammet eo ivez eus e vuhez stourmer. N’eo ket anat kontañ ur vuhez ken klok e 52 munutenn !
Ya! : Perak ho peus dibabet an titl-se : « E jardrin ur stourmer » ?
Mikael Baudu : Martial a zo gwelet evel un den gant ur sell glan deus ar yezh, ar pezh a vez gwelet en e c’heriadur diwezhañ embannet e ti Palantines2. Met Martial a oa kalz muioc’h eget-se. Implijout a rae ur yezh uhel met pa oa o riboulat e komze gant ul live yezh disheñvel, deus Kerne-Izel. Ar gwerzhioù gwenedek a blije kalz dezhañ ha « Ma jardrin » a oa e ganaouenn « fétiche ».
Ya! : Penaos eo bet resevet ar film ?
Mikael Baudu : Degemeret eo bet mat-tre. Souezhet on bet gant se : resevet em eus kalz a bosteloù gourc’hemennoù digant mignoned tost outañ. Adkavet o deus er film un darempred personel. Bez’ zo tud [aterset en teulfilm, ngas] ha ne oa ket anat dezho komz. Asantet o deus hag en em gavout a raent mat gant ar pezh o deus gwelet ivez.
Komzoù dastumet gant Metig Jakez-Vargas
1Gallout a reer sellet ouzh an teulfilm Martial Menard : E jardrin ur stourmer enlinenn e chadenn Youtube France 3 Breizh. Skignet e vo e ti ar brezhoneg e miz Meurzh gant Ti ar Vro Landerne.
2Dictionnaire Français-Breton, Martial Menard, éditions Palantines, 2012, 1400 pajenn (tost 50 000 ger).