Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Efed Matilda

Ur gudenn vras eo evit an enklask er skiantoù… © Freepik

Abaoe meur a gantved ez eus prizioù Nobel evit lakaat war wel an dud o deus graet traoù deus ar c’hentañ evit ar bed. 895 den o deus resevet ur priz Nobel abaoe 1901, met e-touez an dud-se n’eus nemet 61 plac’h. Perak ta ? Gallout a reer displegañ an dra-se peogwir e oa kalz diaesoc’h d’ar merc’hed mont da studiañ ar skiantoù e penn-kentañ an ugentvet kantved, pe ivez peogwir ne oa ket aes dezho, pa oant o studiañ seurt danvez, da vont da vezañ degemeret er bed skiantel. Met gallout a reer ivez komz eus “efed Matilda”.

Ur feministez eus ar Stadoù-Unanet he deus stourmet kalz evit buhez ar merc’hed ha buhez ar re zu e oa Matilda Joslyn Gage. Da gentañ ez eus bet kaoz eus “efed Matthieu” abalamour ma lâre ar sant-se : “Pa zo tud oc’h ijinañ un dra, ma zo unan deusouto anavezet evit bezañ bet ijinet traoù dija, e vo lâret eo a-drugarez dezhañ ez eus bet graet an dra nevez-se”. “Efed Matilda” a lâr ar memes tra : “Ma zo paotred ha merc’hed o tizoleiñ un dra e vo lâret eo a-drugarez ar baotred”.

Ur c’helc’h fall eo : pa zo ur plac’h o tizoleiñ tra pe dra, n’eo ket aes dezhi mont da ziskouez eo he labour ma zo ur paotr en he c’hichen. Ha ma n’eo ket sklaer eo he labour, ne vo ket ar plac’h anavezet evit an dizoloadenn. Ha ma n’eus ket merc’hed a-walc’h anavezet evit o labour, n’eo ket aes ijinañ e c’hellfe merc’hed bezañ dizoloerezed.

Kalz a c’houzañvidi a zo evel-se. Evel Lise Meitner da skouer. Labouret he deus gant Otto Hahn diwar-benn skiriadur an derc’han (orin an energiezh nukleel), met ankounac’haet eo bet pa oa roet ar priz Nobel da Otto Hahn. Heñvel eo bet evit Rosalind Franklin ivez. An hini gentañ da vezañ gouest d’ober ur foto deus an ADN e oa. A-drugarez d’he labour e oa posupl kompren peseurt stumm e oa an ADN. Met pa oa roet an Nobel d’an dud o doa dizoloet stumm an ADN, ne oa ket lâret he anv, tamm ebet. Na gant an akademiezh Nobel, na gant an dud o doa labouret kalz ganti, hag a reseve ar priz hepti.

Ur gudenn vras eo evit an enklask er skiantoù, peogwir eo aesoc’h mont da glask arc’hant pa vezer brudet. Ha seul aesoc’h eo dizoleiñ tra pe dra pa vez arc’hant. Ur c’helc’h fall adarre.

Kalz muioc’h a skiantourezed eus ar c’hentañ a zo eget an niver a zo brudet. Ha pelloc’h ne ouezer ket pegen dispar eo ar re vrudet. An hini gentañ da resevout an Nobel evit he labour he-unan a oa Marie Curie, e 1911. “Dre chañs” e oa : e 1911 e oa marvet he gwaz dija, setu perak ne oa ket posupl lakaat ar gouloù diwarnañ. Ne oa ket posupl ken lârout he doa “sikouret” he gwaz : sur e oa, hi eo a oa an enklaskerez gwir. An holl enklaskerezed n’o deus ket bet ar “chañs”-se.

Anna Cotty


Ur pennad embannet en niverenn 914, d’an 13 viz Kerzu 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez