Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Essure : drouk mouget e korf ar merc’hed

Kinniget e oant bet e-giz dazont an hilastalerezh1 peurbad. An ensteudoù2 Essure a oa bet lakaet da hogozik 200 000 maouez e Frañs etre 2002 ha 2017. An embregerezh amerikan Conceptus a oa bet o werzhañ anezho da gentañ. Da c’houde e oa bet adprenet en 2013 gant ar ramz alaman Bayer.

Sez an embregerezh Bayer e Lyon © Juliette Cabaço Roger

N’eus ket ezhomm da lakaat an dud da gousket, na chom en ospital, an teknik-mañ a-benn dont da vezañ gaonac’h a oa an hini implijet ar muiañ e Frañs adalek 2009, hervez sifroù Renerezh hollek ar Yec’hed (Direction Générale de la Santé pe DGS). Mann nemet ken er bloavezh 2013 e oa bet lakaet 28 000 ensteudad gant ginekologourien ! En holl ec’h embann Bayer bezañ bet gwerzhet ur milion a ensteudoù dre ar bed, 240 000 e Frañs, al lec’h ma oa bet gwerzhet ar muiañ diouzh sellet ouzh an niver a annezidi.

Met buan-tre e sav mouezioù maouezed da ziskuilhañ efedoù-all. Skuizhder, bezañ brevet betek ma n’heller ket bale ken, poan benn, poanioù lieseurt, diwadennoù, kudennoù neurologel… Hir eo al listenn ha start ober al liamm gant Essure. Hiziv eo bet tennet o uterus pe korzennoù an uterus d’un 30 000 maouez bennak e Frañs, pa ‘z eo an doare nemetañ da dennañ an ensteudad kuit. Da lâret eo 15 % ar re o doa dibabet an doare hilastaliañ peurbad-se. An darn vrasañ anezho a ‘z a gwelloc’h gant o yec’hed kerkent ha tennet, koulz lâret.

Bayer a zibab tennañ an ensteud deus ar marc’had gall en 2017, ha deus ar Stadoù-Unanet en 2018. An embregerezh liesbroadel ac’h embann ez eo abalamour da « abegoù kenwerzhel » ha nac’hañ a ra kement si a vefe gant ar produ. Koulskoude ez eus dielloù, e-kerz savour an ensteud hag ar pennadurezhioù yec’hedel, en deus gallet kaout Splann ! a lak abeg war surentez an ensteudad…

1 – Breizhadezed o vountañ war ar pennadurezhioù yec’hedel

Klañv, nammet, diskaret o buhez, gouzañverezed an ensteudoù Essure a gas o enklaskoù da benn evit kaout respontoù. E Breizh ez eo aet div vaouez betek hejañ ar pennadurezhioù yec’hed.

Isabelle Ellis zo 54 bloaz. E Sant Brieg emañ o chom. Klañvdiourez e oa, ha bremañ ez eo yac’hadourez3 evit ar vugale. Pa oa o klask un hilastalerezh4 da viken e oa bet lakaet un Essure dezhi d’an 21 a viz Eost 2008, daou ensteudad bihan meskaj metaloù silet e korzennoù an uterus. Dindan un nebeud mizioù e krogas Isabelle Ellis da gaout bec’h gant he skevent. A-greiz-holl ez ae he yec’hed war fallaat : droug-skevent, diaezamantoù anaoudel5, koll nerzh muioc’h muiañ a rae, betek kouezhañ, kaout poan kigennoù, a redie anezhi da vont gant ur gador-ruilh..

Sur eo Isabelle, « Essure en deus kemeret 10 vloaz eus ma buhez diganin, euzhus e oa. Santout a raen e oa erru ganin korf ur plac’h kozh gant poan e pep lec’h ha n’hellen sevel na bale. Ma gwaz an hini a gase ac’hanon d’ar privezioù », a gont deomp, eus he c’habined yac’hadourez e Langaeg6 (22). Ur prantad gouzañv kriz a zo aet war washaat pa oa o kantren da gaout un deznaou7 mezegel. Ur prantad gouzañv eus ar re washañ, ha gwashoc’h c’hoazh pa veze o kantren da gaout pare. Rak d’ar c’houlz-se ne gomprene ket eus pelec’h e teue ar poanioù-se. En desped d’un hollad amprouennoù mezegel, ne oa bet kavet tamm displegadenn ebet. Ne oa ket diskredik da geñver an ensteud d’ar poent-se « Tamm-ha-tamm en em santen o vont. Oc’h en em lazhañ e oa ma c’horf ha kroget e oan da ober ar peadra betegoût ne zihunfen ken an deiz war-lerc’h. »

Isabelle Ellis dirak he c’huzulva e Langaeg © Guy Pichard

Ouzhpenn 30 000 maouez o deus lemet kuit Essure

Lakaet e oa diaes war gement tachenn eus he buhez ha dre zegouezh e kavas Isabelle Ellis war ar genrouedad testeni maouezed-all gant ar memes ensteudoù Essure. Anavezout a rae aze ar pezh a vez kontet gante. Goude bezañ graet enklaskoù8 eus he zu hag a-enep da alioù mezeien ‘zo e c’houlennas neuze ma vo tennet an ensteud kuit e 2016. Pa ne oa ket bet savet an ensteud evit bezañ lemet kuit e tleer tennañ korzenn an uterus pe an uterus a-bezh zoken. Kazi diouzhtu e voe efed eme Isabelle. « Tennañ a rae d’ur burzhud », a gont-hi. « Dindan un nebeut mizioù e c’hellen kerzhet en-dro. Aet e oa ar boan diwar wel ».

Goude prantad ar pareañ e teuas hini ar stourm. Isabelle he deus lakaet da bal dezhi hec’h unan kas da benn ar stourm gant ar merc’hed-all. Dont a ra da vezañ emskiant eo bras bras an afer : ouzhpenn 200 000 maouez e Frañs a vez gant an ensteudoù Essure ha n’eus bet den o lavarout dezho e vefe ur riskl bennak gant an ensteudad. Lod, e-giz Isabelle, o deus bevet ur verzherinti. Sophie, 57 vloaz, o chom e kumun an Arvor (56) he deus gouzañvet poan-benn spontus ha n’helle ket emvirout da droazhañ, ha se ac’h erruas adalek ma voe lakaet an ensteud Essure dezhi. Alese e vo lakaet un neuro-frealzerezh a-benn reoliañ he c’hoant da staotat, ar pezh a washaio he stad a-benn ar fin.

Pe c’hoazh Nathalie, 44 bloaz, o chom e Marc’helleg-Raoul9 (35), gwelet he deus he c’horf o koshaat primoc’h-primañ dindan un nebeud mizioù, gant poan-benn, gwadliñv kreñv ha skuizhder ingal da virout outi ober war-dro bugale vihan..

Gouzañvet o doa feulsterioù benel war meur a live, lod ‘zo en em rentet kont e oa erru o ensteud en uterus, pe c’hoazh toullet ar c’horzennoù anezhañ. Evit adkavout ur seblant buhez « normal » ez eus bet tennet o mammog da dost da 30 000 maouez betek-hen e Frañs10.

Tennañ an ensteud n’eo ket fin ar verzherinti dre ret. Hep teknik tennañ ha keitaat da gentañ, ez eo bet spontus « an distruj », eme kevredigezhioù gouzañvadezed. Surjianed ‘zo o defe aesaeet tennañ an ensteud o sachañ warnañ ha torret hennezh alese. Lod-all a oberatae hep gwiriañ e pelec’h e oa erru an ensteudad.

An darn vrasañ eus ar maouezed o deus gwelet o yec’hed o wellaat goude ma oa bet tennet an ensteudad. Met betek-henn n’eus enklaskerezh ebet hag a ziskouez al liamm etre an ensteudoù hag an azonoù, ar pezh a vir outo da c’hervel al lezioù-barn ha goulenn justis.

« Tchernobyl zo e-barzh ho kof »

Anat eo evit Isabelle ez eo ret lakaat al liamm-se war wel. Savet he deus he c’hevredigezh brezhon dezhi, Alerte Contraception, e 2018. Plac’h Sant-Brieg a wel neuze e-pad meur a vloavezh penaos e vez lañset, goustadik-goustadik, mekanik ar Stad tal-ouzh-tal d’ar c’hemennoù diwall niverusoc’h niverusañ. Ur bodad heuliañ a oa bet savet e 2017, unan all e 2020, hag a-benn ar fin ez eo un enklask broadel a zlefe kregiñ a-raok fin ar bloaz 2022, da larêt eo 20 vloaz goude ma oa bet lakaet an ensteud war ar marc’had.

Sidonie Révillon, enklaskerez e Brest. © Guy Pichard

E-keit-se e tibab Isabelle Ellis hag he c’hevredigezh kenderc’hel gant klask pistriusded an ensteud, hag an efedoù a c’hellfe kaout ar metaloù pounner war gorf ar maouezed. Ober a ra Isabelle Ellis anaouedegezh gant Sidonie Révillon, enklaskerez e Brest, geokimiourez, arbennikaet war an heuliañ izotopek (teknik a ro tro da dermeniñ orin an danvezioù), enklaskerez stag d’al laborva GEO-OCEAN (Sko-veur Brest, CNRS, IFREMER) ha d’an IUEM (Institut Universitaire Européen de la Mer) hag hi e penn an embregerezh Sedisor ivez. Emañ o vont da ober an dielfennadennoù kentañ a-youl-vat war hec’h intrudu dezhi hec’h-unan, adalek 2018, adalek korzennoù ur vaouez a oa bet mat dezhi reiñ anezho d’un doare kuzhut. Da bal e oa lakaet termeniñ « ADN » ar metaloù a ‘z a da sevel an ensteud ha gouzout daout ha strewet int er c’horf.

An div Vreizhadez a deu a-benn da ziskouez o amprouennoù savet diwar danvez korfoù a-stok d’an ensteudoù Essure d’un toksikologour a lavar dezho kerkent : « Tchernobyl zo e-barzh ho kof ». « Klañv e oa ar maouezed-mañ », a zispleg an enklaskerez. « Goude ma oa bet tennet an ensteud e oa aet o stad war wellaat evito holl, kiriegezh an ensteudad n’hell ket bezañ sklaeroc’h. », emezi c’hoazh. An disoc’hoù-se a a lak da zont war ar spered ez eus ul liamm etre strewadur ar metaloù e korf ar merc’hed hag o azonoù11, kinniget d’an ANSM (Ajañs broadel surentez al louzeier ha produioù ar yec’hed) evit ar wech kentañ e miz Genver, ha diwezhatoc’h e miz Here 2019. « Ne oant ket en gortoz tamm ebet, an emvod kentañ a oa bet dre guzh koulz lâret… Deuet e oamp tre dre un nor en a-dreñv, hep roud ebet eus hon gweladenn er marilh… », he deus soñj Isabelle Ellis. Gant Sidonie Révillon, e c’houlenno e vo roet lañs d’un enklask broadel o vont donoc’h el labour bet boulc’het ganto. Gonnezet o deus, mat eo d’ar vinistrerezh a lâr hiziv an deiz e ‘oa un emgav boutin homañ.

Disemglev etre ministrerezh ar Yec’hed hag an ANSM

Met, un nebeud mizioù diwezhatoc’h, pa resev Isabelle Ellis ha Sidonie Révillon ar protokol bet savet gant ar ginekologour Lyon Gauthier Chêne, fiziet ennañ gant Ministrerezh ar Yec’hed, ez int sabatuet. Ar Vrestadez ‘zo bet lakaet a-gostez eus an enklask. Ar studiadenn a lak ouzhpenn meur a c’hinekologour brudet evit bezañ a-du gant Essure. Menneg ebet, koulz lâret, eus ar metaloù pounner12. « Bountet o deus ac’hanomp er-maez eus ar studiadenn penn-da-benn, a gont Sidonie. Betek ar c’hevredigezhioù gouzañvezerezed a zo bet lezet er-maez eus ar protokol. » Aet e oa Splann ! e darempred gant Gauthier Chêne ha hennezh n’en deus ket fellet dezhañ respont d’hor c’houlennoù.

Disoc’h : un enklask ne zere ket d’ar maouezed tizhet gant-se, rak padout a rafe 15 vloaz ! Keidenn an oadoù evit ar maouezed gant un ensteudad a vez peurliesañ dreist da 55 bloaz hirie an deiz, d’ar gwashañ a c’hellfe neuze kaout anaoudegezh o nammoù ez-ofisiel (ha kaout un digoll memes) pa vint ouzhpenn 70 vloaz ! « Piv a c’hell krediñ ez eo a-benn 15 bloaz, pa deuio er-maez disoc’hoù ar studiadenn-se, e talvezo ar boan c’hoazh ? », eme prezidantez ar gevredigezh vreton gant fulor. « N’eo ket a-benn 15 vloaz amañ e vo ret kinnig un dra bennak, bremañ an hini eo ! ». Erru zo fulor enne. Ar c’hevredigezhioù Alerte Contraception ha VICTIM DMI a gas ul lizher da vMinistrerezh ar Yec’hed, d’ar 15 a viz C’hwevrer 2022, alese e oa bet un emvod gante evit « eskemm war ar poentoù disemglev ».

E-keit-se, a-drugarez da anaoudegezhioù e bed ar vedisinerezh e kas ivez Isabelle Ellis ivez ur gemennadenn brevez da gChristelle Ratignier, renerez an ANSM. Honnezh a ginnig dezhi un emvod kuzhut, en eil gant eben. Stadañ a ra Isabelle Ellis e anavez nebeut ar renerez war an doser, met kadarnaat a ra eo aet a-du gant he ali o lavaret n’eo ket kempoell ar studiadenn kinniget gant ar vinistrerezh. N’he deus ket respontet da Splann ! Christelle Ratignier.

E Pariz, d’an 20 a viz Mae 2022, pa oa Sidonie Révillon hag Isabelle Ellis war-nes kinnig o arguzennoù dirak dileuridigezh ar vinistrerezh e tegouezh Christelle Ratignier en emvod a gont Isabell deomp. « Sklaer e oa n’he doa ket prevenet e teufe, emezi. Souezhus-tre e oa, ken o doa bet ezhomm 10 munutenn distan ar berzhidi a-raok kregiñ gant an emvod da c’houde. » Prezidantez Alerte Contraception a grogas gant ober an dro d’an daol a-benn gwelet pegen desket e oant war an danvez, « ha ne anavezent ket kalz traoù… », emezi dipitet.

Sidonie Révillon a ginnigas un astenn d’an enklask metaloù pounner, diazezet war disoc’hoù kentañ bet diwar he dielfennadennoù. « Hep kemer lec’h ar studiadennoù klinikel ken nebeut », an enklaskerez a soñj dezhi eo holl bouezus an enklaskoù war ar metaloù evit dont a-benn da adkavout ar c’hudennoù liammet gant an ensteud. « Christelle Ratignier a oa bet entanet kerkent gant ar raktres, biologourez eo hi ivez !, eme Isabelle Ellis. Goulennet he doa e vefe daleet an enklask broadel kuit da arc’hantaouiñ un dra ha tremen hebiou ar pep retañ. An dud-all a oa o kemer perzh en emvod ne felle ket dezho kement, met rediet int bet da asantiñ. » Studiadenn Sidonie Révillon, diouzh he zu a zlee bezañ kaset da benn er mizioù da zont, gant un astenn d’an enklask broadel cheñchet e hent dezhañ. An ANSM en deus anzavet aotren ur yalc’had evit se, ur wech kadarnaet ar protokol kinniget gant ar Vrestadez hag ur skipailh enklaskerien13 « N’on ken nemet un dreuzell en enklask, eme Sidonie Révillon, anavezout ‘ran an ostilhoù, an hentennoù, met ret eo bodañ ur skipailh tro-dro ar c’hudennadurioù-se leviet gant arbennigourien war yec’hed an dud, ar pezh am boa spi da gavout en ur genlabourat gant tud Lyon.« .

P’emaomp o skrivañ ar pennad-mañ, eo bet desket ganeomp e vo kroget an enklask broadel e penn-kentañ 2023, hervez an DGS. Hag evit poent n’he deus ket roet aotre ar vinistrerezh da ginnigoù enklaskerez Brest. An div Vretonez a chom gwall aketus : ne lezint ket an traoù da dremen e-giz-se.

Lodenn gentañ un enklask savet gant Juliette Cabaço Roger ha Faustine Sternberg.


Notennoù :

1contraception

2implants

3yac’hadourez : thérapeute

4hilastalerezh : contraception

5anaoudel : cognitif

6Langaeg : Langueux

7deznaou : diagnostique

8gwadliñv : hémorragie

9Marc’helleg-Raoul : Marcillé-Raoul

10PRESENTATIONS COMITE DE SUIVI ESSURE 25 janvier 2022.pdf

11azon : symptôme

12Protocole Essure multicentrique v1 060721 Final 1 (1)

13malad digant ar vinistrerezh diwar-benn emvod an 20 a viz Mae



Emaoc’h o paouez lenn lodenn gentañ un enklask a zo bet embannet er gazetenn en niverenn 906. An div lodenn all a vo embannet en niverennoù 907 & 908. M’ho peus c’hoant lenn fin an enklask enlinenn (gant titouroù ouzhpenn) : WWW.SPLANN.ORG

Da lenn

Da lenn ivez