Gael, hanterour sevenadurel oc’h e Ti ar Vro Gwengamp, kuzulier-kêr oc’h er gumun ivez, ho kwelet e vez a-dreñv ar mikro e meur a vanifestadeg… Deus pelec’h e teu ar c’hoant-se da vezañ oberour, hervezoc’h, mar plij ?
Ne oaran ket kaer… Marteze a-walc’h deus ar mod m’on bet desavet. Boas on da zifenn mennozhioù n’int ket deus ar c’hiz , pe a-raokour evit ur mare resis… Ken plijus all eo gwelet ez a ar mennozhioù-se war-raok e-mesk ar bobl. Morse n’eo ket bet ken anat da galz Breizhiz eo deomp-ni d’ober war-dro ar servijoù publik evit ar yec’hed pe evit al lojeiz. Tamm-ha-tamm ez a war-raok mennozhioù a seblante foll un dornad bloavezhioù zo. Ha deus un tu all, pa oan bihan, e oan sot gant al levrioù istorel. Komprenet em eus buan e c’helle an dud poaniañ a-zevri da wellaat o buhez pemdeziek ha cheñch red an istor. Breizh zo un egor a-zoare da sevel politikerezhioù publik e servij ar brasañ niver.
Ur raktres bras-divent – Smart Salmon – a zo e Plouizi, nepell eus Gwengamp. A-eneptañ oc’h met perak ur seurt raktres, d’ho soñj ?
D’am meno eo bet gwerzhet, en ur mod, ar raktres da zilennidi n’en em rentont ket kont ne glot ket gant c’hoantoù ar brasañ niver war dachenn an endro. Da eil o deus graet o soñj diwar dielloù diglok hep kompren e vo ur riskl uhel a saotrañ an dourioù lec’hel ha dreist-holl hep bezañ muzuliet e rankimp pourveziñ bemdez tost da 1000 m3 a zour. Kement-se zo par d’ar pezh he deus ezhomm ur gumun evel Bear da skouer gant 4000 annezad. Lod deus an dilennidi zo emskiant deus skeudenn fall Bro-Dreger abalamour d’ur serten mod zo da labourat gant an douar… Setu ma ‘z int prest da lonkañ ur raktres douget gant embregerezhioù bras diavaez-bro a embann bezañ propoc’h evit ar re a oa betek bremañ. « Greenwashing » a vez graet deus se, da lâret eo livañ e glaz, liv an natur, raktresoù arvarus evit an endro da dapout plas traoù zo deuet da vezañ diaes da zifenn.
« Mareadoù plijus zo er stourm politikel, mareadoù kalet ha kriz ivez.«
Stourmerezed ha stourmerien a vez kollet, muntret, alies – evel Kendal Breizh pe Clément Méric, da skouer. « Ar gouel a zo mat, ar stourm a zo tad » a vez lavaret ivez. Petra soñjal ?
Alies e soñjan en dud se, met ivez e Jean Groix marvet en toull-bac’h e Pariz e 1991 goude bezañ bet tapet evit bezañ roet bod da Euskariz ETA, pe stourmerien evel Yann-Kêl Kernalegen pe Kristian ar Bihan marvet o-daou pa oant perzh en emgann armet e Breizh. Soñjal a ran ivez en holl dud am eus anavezet en toull-bac’h pa oan prizoniad politikel e-pad 4 bloaz (evel un dek Breton all e oan bet bac’het da vare an enklaskoù graet diwar-benn oberennoù stourm an ARB er bloavezhioù 90 ha 2000). Mareadoù plijus zo er stourm politikel, mareadoù kalet ha kriz ivez. N’eo ket peogwir emaomp bremañ en ur mare all e ranker disoñjal ar pezh zo bet en hon istor.
Pehini eo al liv a blij deoc’h ar muiañ ha perak ?
« An holl livioù zo mat daoust d’ar ruz bezañ tad » eme ar c’hrennlavar mod-kozh ha revelour… Ar ruz, evel-just, evel ar banniel deuet da vezañ arouez ar stourmoù sokial er bed-holl abaoe ma oa bet lakaet da arouez emsavadeg Merthyr e Kembre e 1831. Un emsavadeg savet gant micherourien mengleuzioù Kembre da c’houlenn bezañ paeet gwelloc’h e voe bet. En deizioù-se eo e voe bet lakaet evit ar wezh kentañ ar banniel ruz da simbol fulor an dud vunut, gouez d’an testenioù.
Petra eo an eñvorenn he deus merket ac’hanoc’h ar muiañ ?
Pa oa bet stanket ti-gar Roazhon, dre-se tout an hent-houarn, gant 7000 studier, d’ar 14 a viz C’hwevrer 2006. E-mesk an engroez-se em eus bevet nerzh stroll ar yaouankizoù a dale ouzh c’hoant Sarkozy ha De Villepin da vreskaat kod al labour gant ar gevrat-implij kentañ (CPE-KIK). Ar Vretoned yaouank, asambles gant re skol-veur Tolosa, a oa bet ar re gentañ o terc’hel penn da c’houarnamant Pariz ha trec’h e oant bet a-drugarez d’o doareoù stourm leun a ijin da stankañ an ekonomiezh ! Soñj am eus c’hoazh deus kemennadenn MEDEF Breizh (skourr Rannvro Breizh Luskad embregerezhioù Frañs) a c’houlenne digant ar gouarnamant chom a-sav gant ar raktres, ken koustus e teue da vezañ an trenioù hag an hentoù stanket bemdez gant miliadoù a dud.
Peseurt lec’h ho pije c’hoant reiñ da anavezout d’ar re all ?
Pa vo tu en ober e karfen mont da heñcher e toull-bac’h ar Santé. Pa oan etre ar mogerioù uhel se e sonjen en holl dud a oa tremenet dre aze : Marcel Cachin ar c’homunour brezhoneg gantañ, Francesc Macia Prezidant Katalonia, pennoù bras FLN Aljeri, Bretoned kar-o-bro, Korsiz, Euskariz… met ivez paotred ar gumun… N’eo ket brav al lec’h, vil…trist…Istorioù zo gontañ…sur. Pourmen e Naoned a blij din ober ivez, evel Brest… kêrioù bras Breizh a gavan kevrinus.
Ha peseurt arzour·ez ?
Un arzourez neuze : Nolwenn Korbell, ur vaouez liesvarrek.
Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat p’emaoc’h ho-unan ?
Selaou a ran a-bep seurt traoù, daoust ma choman da vat feal d’ar street-punk, d’ar sonerezh « Oi » ha d’ar Rap… Pa vezan sioul e plij din selaou kanaouennoù disujidi mod « rebel songs » douget gant ar vouezh hag ur gitar hepken, e n’eus forzh peseurt yezh e vefent.
Peseurt bro ho pije c’hoant gweladenniñ ?
N’on ket foeter bro kement-se. Mont d’ar Venezuela a garfen a-walc’h, d’ober ma soñj ma-unan diwar-benn ar pezh a glever, pe c’hoazh mont da welet ur match mell-droad e Hamburg gant suporterien an FC Sankt Pauli pe gant reoù Celtic Glasgow.
Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?
An dud frank a embann o mennozhioù en ur mod digemplez hag an dud a oar petra a dalvez ar verb « padout », an dud a chom feal.
Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?
Tapet e oan bet gant virus ar galoupat pa oan o tremen vakañsoù hir en toull-bac’h e Pariz. Abaoe ‘m eus kendalc’het. Ne ran se nemet evit ar blijadur, pas da gonkouriñ. Efedus ha plijus eo evit ar yec’hed korf ha spered.
Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?
« Being Red ». E galleg eo bet troet al levr-se dre an titl « Mémoires d’un rouge », eñvorennoù un den ruz. Skrivet e oa bet gant Howard Fast. Kontañ a ra e eñvorennoù toull-bac’h hag al levr-se a oa bet profet din gant ma mamm pa oan-me prizoniet. Nac’het en doa Howard Fast flatrañ da justis ar Stadoù-Unanet pe re deus izili ar c’homite en doa savet evit degemer repuidi republikan brezel Spagn a oa komunourien. Setu m’en doa paeet ker evit bezañ chomet mut ha feal. Howard Fast en doa skrivet ivez ul levr all : « Spartacus », istor ar gladiatour en doa kemeret, da vare Roma, penn un emsavadeg sklaved. Stanley Kubrick en doa sevenet ur film diwar al levr, gant Kirk Douglas evel pennaktour. Er film e klever Spartacus o lâret : « Distreiñ a rin hag e vin milionoù ! » da ziskar an impalaeriezh. Erru eo poent lakaat ar levr-se e brezhoneg.
Ha gant piv ho pije c’hoant da vezañ bac’het en ur saverez e-pad un eur ?
Gant Loig Chesnais-Girard, e-korf un eurvezh e vin gouest da gendrec’hiñ anezhañ da aozañ ur referendom hep aotre Pariz evit goulenn soñj ar Vretoned diwar-benn emdroadur ret ensavadur Breizh war-du ur galloud politikel breizhat. Ar gwir hon eus evel pep pobl d’en em dermeniñ.
Peseurt meuz a rit p’en em lakait da geginañ ?
Gwelloc’h eo d’unan all keginañ. N’on ket ur mailh war an dachenn-se.
Dont a rafe ur voudig da ginnig deoc’h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c’houlennfec’h diganti ?
Kas tud ar gouarnamant ha darn vrasañ ar gannaded da labourat en un uzin lazhañ loened ha bevañ en un HLM e-pad 6 miz. Goude e vo graet ar poent war al lezennoù zo da votiñ.
En ur ribourzherez emaoc’h. Kinniget e vez deoc’h dibab ho kantved ha ho lec’h bevañ. Petra a zibabit ?
Cheñch kantved, pe bro, na garfen ket ober da vat. Mont d’ober un tamm tro buan e 1489 evit kanañ meuleudioù d’ar c’hapiten Gouiket a oa e penn bagad milis pobl Gwengamp da vare sezis Gwengamp a vije mat din. Miret en doa ouzh arme Bro-C’hall da zistruj kêr Wengamp. Un haroz dianav eo. Un doare William Wallace a Vro-Dreger a vefe reizh sevel un delwenn da rentañ enor dezhañ. Dindan urzhioù an haroz all, Merrien Cherro, a oa un tamm mat koshoc’h o devoa talet gwitibunan dirak treitourien an tiegezh Roc’han a voe oc’h harpañ ar Frañsizien da lakaat o c’hrabanoù war Breizh.
Petra eo ho « plijadur » pemdeziek ?
Mont da Di ar Vro Gwengamp da labourat, da ginnig obererezhioù dudi en o yezh d’an holl rummadoù brezhonek zo un doare da lakaat e plas ur politikerezh yezh diwar an dachenn, sed aze ar pezh a glask ober Ti ar Vro Gwengamp asambles gant kevelerien all, pe ‘vefe kevredigezhioù pe ensavadurioù. Emaomp c’hoazh e « kevredigezh an dudi » hag un aergerzh da adperc’hennañ hor yezh a rank bezañ gouest da ijinañ obererezhioù stroll evit an holl rummadoù evit implij ar brezhoneg en diavaez d’an amzer skol…
Peseurt micher ho pije bet c’hoant d’ober ha n’ho peus ket graet ?
Kelenn ar sokioyezhoniezh a garfen ober.
Dirak petra e vezit bamet ?
Dirak ma merc’h Lili-Dour.
Peseurt donezon ho pije bet c’hoant da gaout ?
Bezañ pasiantoc’h moarvat evit ar pezh a sell ouzh ar vuhez pemdez !
Petra a zo en ho kerzh, un dra didalvoud oc’h tomm-tre outañ, ha na rofec’h da zen, e mod ebet ?
Kartenn ezel CGT ma zad.
C’hoant ho pije da gas ul lizher klemm d’un den resis. Da biv e kasfec’h anezhañ ha perak ‘ta ?
Da aotrou maer Gwengamp, Philippe Le Goff, kar n’eus sal vras ebet e Gwengamp da aozañ festoù-noz a-zoare ! Ezhomm zo ! Me ‘soñj din e vefe ekstra kaout ur sal vras da zañsal ha d’ober muzik, a vefe anvet « Sal Kapiten Gouiket » !
Hag ul lizher gourc’hemennoù ?
Da Anna Gabriel Sabaté, ur Gatalanez a vev en harlu e Suis abaoe m’he doa ranket achapiñ kar rebechet e vez dezhi gant justis Madrid bezañ kenaozet, pa oa kannadez e Parlamant Katalonia, ar referendom diwar-benn an dizalc’hiezh e 2018. Chom a ra feal d’he mennozhioù, hep dislavar. Perzh eo deus ur sindikad e Suis. Bamet e vezan gant he c’homzoù pennek pe he skridoù speredek pa respont d’ar mediaou.
Piv eo an den en deus roet deoc’h ar c’hentelioù pouezusañ evit ren ho puhez ?
‘Oaran ket re… Karet a rafen trugarekaat tud, memestra, Alan Botrel, Herve ar Bihan, Gwendal Denez, Lukian Kergoat ha Frañsez Favereau, kelennerien an departamant keltiek e skol-veur Roazhon 2 evit bezañ sikouret ac’hanon da zeskiñ brezhoneg pa oan en toull-bac’h ha da dremen diplomoù e prizon ar Santé ! Ne oa ket bet aes d’en ober !
Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d’ar vugale yaouank, hiziv an deiz ?
Arabat eo dezhe selaou komzoù hiraezhus ar re gozh a lavar dezhe « Gwezhall e oa gwelloc’h »… N’eo ket gwir. Ne oa ket gwelloc’h. Bezit digemplez, bezit ar fulennoù a entano ar pradeier pe al lanneier sec’h. Morse n’em eus gwelet kement a dud yaouank prederiet gant dazont ar bed. An dra se zo pozitivel. Bezit emskiant deus efedusted ho nerzh stroll da cheñch penn d‘ar vazh.
Petra a zo, er bed tro-dro deoc’h, ha ne gomprenit ket hag ho pije c’hoant e vefe displeget deoc’h ?
N’on ket solut, tamm ebet, war ar mekanikerezh… Tout ar pezh zo mekanikoù zo kevrinus din.
Gant petra oc’h hegaset alies, er vuhez pemdeziek ?
Gant an dud zo skuizh pe digalonekaet da heul un nebeud strivoù.
Pehini eo, hervezoc’h, talvoudusañ ijinadenn mab-den ?
En doare kronologel : ar moullañ da skignañ pell ha fonnus levrioù, skridoù, kazetennoù, skritelloù…
Bez’ ho pije da adkregiñ gant ho puhez. Petra a cheñchfec’h ?
Ne evan ket alkool ken abaoe 2016. Dleet e vije bet din en ober a-raok. Eürusoc’h e vezan evel-se. Prederiañ a ran alies war plas re ledan an alkool e Breizh. Kavout a ra din ez eo un dra vat lakaat war-wel an doare-se zo da veveziñ betek re a bep seurt produioù e Breizh. Re alies e nac’homp holl ez eus deus ur gudenn gant se en hor bro. Ret eo respont a-stroll, evel pobl, d’ar pezh a denn d’ar yec’hed publik, n’eo ket ur problemategezh hiniennel hepken.
M’ho pefe da venegiñ ur ger, pehini ‘vefe
Lirzhin ! Daoust da bep tra !
Da beseurt goulenn ‘ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?
Ha fellout a ra deoc’h, Breizhiz ha Breizhadezed, ez afe Breizh da republik dizalc’h ?
Un atersadenn embannet en niverenn 892, d’an 12 a viz Gouere 2022.