Geriadur benelour : « Etrereviad »

Al lizherenn E e LGDTE+ zo evit « etrereviad ». © NG

« Paotr pe plac’h ? » a vez goulennet gant an holl goubladoù a c’hortoz ur babig. A-wechoù ne vez netra fall er goulenn-se : an daou respont a blijo d’an holl. Ar pezh na vez ket ijinet koulskoude eo e c’hellfe ar babig bezañ na paotr, na plac’h. 
Etre 0,05% ha 2% eus ar babigoù a vez ganet etrereviat. Diwallit, arabat soñjal ez int holl evel delwenn Hermaphrodite e mirdi al Louvre. Bezañ etrereviad n’eo ket ar memes tra evit an holl. Kaout ur c’horf benel pe gourel n’eo ket divizet gant ur gen hepken. Diouzh un tu ez eus tud hag o deus ur genom gourel penn-da-benn, met n’eo ket gouest o c’horf da gemer an testosteron mat a-walc’h, ha neuze ne vo ket diorroet o azonioù gourel penn-da-benn. Diouzh un tu all ez eus tud gant genomoù disheñvel, un tammig etre daou, gant kromozomoù evel XXY, pe XYY, pe X, pe a bep seurt traoù all. Ar re-se a c’hell kaout ur c’horf benel pe gourel, pe un tammig etre daou ivez. 
En hor c’hevredigezh ez eus meur a voaien da zidermeniñ hag-eñ eo unan bennak plac’h pe paotr. Gallout a reomp sellout ouzh ar c’hromozomoù evel-just, pe ouzh ar pezh a zo etre o divhar. Gallout a reomp ivez studiañ pegement a destosteron a vez produet gant o c’horf, pe penaos eo o organoù genel e-barzh o c’horf. Hervez ar pezh a zo choazet, ne vo ket lakaet pep hini er memes tu. 
Alies ne vez kudenn ebet gant ar c’horfoù disheñvel-se. Ar gudenn nemeti eo ne c’hell ket an dud etrereviat ober babigoù. Met n’int ket klañv, n’o deus ket poan, labourat a ra o c’horf evel pep korf all. 
Evit ar gevredigezh eo ur gudenn bezañ etrereviad, koulskoude. Ret eo skrivañ un dra bennak war ar paperioù identelezh, neketa ? Ha n’eus ket amzer da c’hortoz e vefe bras a-walc’h ar bugel evit lavarout peseurt jener eo. 
Setu perak e oa bet en XXvet kantved kement a oberatadennoù surjianel evit “reizhañ” organoù genel an dud etrereviat. D’ar mare-se e soñje an dud e c’hellfe bezañ ur gudenn bsikologel nompas gouzout hag-eñ eur paotr pe plac’h. Hag an ali a veze roet d’ar gerent a oa : kentoc’h un oberatadenn abred er vuhez a-raok bezañ gouest da zerc’hel soñj anezhi. 
Evel-just n’eo ket ur mennozh mat, oberata korfoù ha n’int ket klañv evit “reizhañ” un dra ha n’eo ket a-dreuz. Tud zo o deus tapet poanioù spontus goude seurt oberatadennoù, pe o deus dalc’het soñjoù spontus. Kudennoù a c’hell bezañ gant an organoù nevez krouet ivez. Hag evel-just, fall e c’hell bezañ ar c’hevrin ivez. Gouzout ez eus un dra disheñvel ganit ha nompas gouzout petra eo a c’hell bezañ diaes da vevañ. 
Abalamour da se e stourm an dud etrereviat evit chom a-sav gant an oberatadennoù war ar babigoù. Pa ne vez kudenn yec’hed ebet eo ret gortoz e vefe bras a-walc’h ar bugel evit dibab evitañ·i h·e-unan.

Anna Cotty

Evit mont pelloc’h : « Le choeur des femmes » gant Martin Winckler (emb. P.O.L)


Ur pennad embannet en niverenn 1086, d’an 21 a viz Ebrel 2026.

Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez