Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Gevelled Langevin

Paul Langevin hag Albert Einstein, 1923.

Paul Langevin a oa ur fizikour eus mare Albert Einstein, bamet gant teorienn ar relativelezh ispisial embannet e 1905 gant ar skiantour mil-brudet, e-touesk un nebeud kavadennoù ken burzhudus all. Labourat a reas evit embann ha brudañ anezhi. Gantañ e voe krouet un taol-arnod soñjal lesanvet gevelled Langevin. Met eus petra an diaoul a zo kaoz aze ? Un distro en amzer dremenet ne raio ket droug. izh digemm ar gouloù a oa un diaester bras evit fizikourien dibenn an XIXvet kantved. Komprenet o doa ne cheñche ket tizh ar gouloù, un tizh absolut oa. Gant Michelson ha Morley a voe klasket e 1887 muzuliañ un diforc’h a dizh gant ar gouloù hervez stur fiñvadenn an douar. Ha ne voe kavet netra, diforc’h ebet daoust da daolioù arnod niverus ! Digemm e oa tizh ar gouloù, ne vern gant peseurt fiñvadenn oa kaset ar sellour. Ur sellour e-barzh ur fuzeenn az afe gant un tizh a dalvezfe an hanter eus tizh ar gouloù a vuzuilhfe bepred an hevelep tizh evit ur bann gouloù kaset eus n’eus forzh pelec’h. Evit diluziañ an afer-se e voe savet teorienn ar relativelezh ispisial ha ret e voe asantiñ, gant meizad nevez, d’ur red amzer relativel hervez tizh referañs ar sellour. E berrgomzoù, horolaj resis un den kaset gant ur fiñvadenn hag un tizh bennak ne vuzuilh ket an hevelep amzer hag horolaj un den kaset gant ur fiñvadenn hag un tizh all. Hag a-bouez eo marteze lavaret eo bet gwiriekaet ar relativezh ispisial mil gwech hiziv an deiz. Formulennoù a zo evel-just evit jediñ an traoù-se. Istor ar c’hevelled-se Einstein a zo ivez boued a-feson evit ar skrivagnerien a skiant-faltazi. Setu an istor buan-ha-buan. Unan eus ar c’hevelled a chom war an douar, an hini all a ‘z a en ur fuzeenn war-zu ur c’halaksienn bell gant un tizh hag a zo un hanter eus tizh ar gouloù. Evit ar gevell chomet war an douar e vo padusted ar veaj, pellder ar c’halaksienn diouzh hon douar rannet gant tizh ar fuzeenn. Evit ar gevell er fuzeenn eo disheñvel krenn an afer. Seul dostoc’h vo tizh ar fuzeenn ouzh tizh ar gouloù, seul c’horrekoc’h e tremeno an amzer e referañsiel ar fuzeenn, seul verroc’h e vo ar veaj. Pa zeuio en-dro ar beajour war an douar e vo yaouankoc’h evit e c’hevell ! Lakaomp e vije gouest ur fuzeenn da dizhout un tizh tost-tre ouzh tizh ar gouloù, lakaomp gant un diforc’h bihan tro 10-11% eus tizh ar gouloù. Evit treuziñ hor galaksienn hag a zo ledan eus ur 100 000 vloaz-gouloù, e vefe ret d’ar beajour kaout 12 vloaz ! War un dro e tremenfe 100 000 vloaz war an douar ! Un dra a dreuz a zo en afer-se koulskoude, lesanvet paradoks ar gevelled Langevin. Dre m’ emañ fiñvadenn an douar hag ar fuzeenn, fiñvadennoù relativel an eil e keñver eben, perak n’eo ket ar gevell chomet war an douar hag a zeuio da vezañ yaouankoc’h ? Kavet o deus ar fizikourien un displegadenn un tamm luziet evit Yann deraouer war fizik Albert Einstien. Un afer a referañsiel an hini eo, ur wech ouzhpenn.

Jean-Michel Sanner


Ur pennad embannet en niverenn 877, d’ar 1añ a viz Ebrel 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez