Gouloù tour-tan ar C’hreac’h en Eusa

Cheñchet e vo an doare ma vez taolet e vannoù sklêrijenn gant un tour-tan en Eusa. Nebeut a dra, a soñjfe lod. N’eo ket gwir rak trouz dispac’h a vez klevet en enez abalamour da se.

E 1939 e voe staliet lampoù nevez. Evel-se e teuas an tour-tan da vezañ an hini kreñvañ er bed. © Wikimedia Commons

E 1863 e voe savet tour-tan ar C’hreac’h. Unan eus tourioù-tan kreñvañ Europa eo, gant un uhelder a 54 m. Daou letern zo ennañ, gant gouleier hag a bar betek 60 km. N’eus nemet daou dour-tan all pelloc’h er c’hornôg, hini an Ividig ha hini ar Gazeg Kozh. Rummet e voe evel monumant istorel e 2011. Ur mirdi zo bet savet en traoñ anezhañ.


Teknik Fresnel
Kozh-tre eo an tourioù-tan rak ezhomm zo anezho abaoe ma‘z a ar verdeerien war vor. Betek an XIXvet kantved ne veze ket aes heñchañ ar bigi e-kreiz an noz avat. Da gentañ e voe graet gant un tantad hepken. Goude e voe implijet melezourioù, gant meur a flammenn. Daoust pe zaoust ne veze ket gwelet gouleier an tourioù-tan a-bell hag ouzhpenn-se e veze skignet ar skleur war-zu un dachenn re ledan, ar pezh a lakae anezhañ da goll nerzh.
E miz Eost 1819 e kinnigas Aogustin Fresnel ober gant ferennoù, da lavarout eo gant meur a velezour bihan renket e doare da sklêrijennañ gwelloc’h. Graet e voe un taol-esa er bloaz war-lerc’h. Dreist e oa an disoc’h rak kaset e veze ar gouloù teir gwech pelloc’h eget ar pezh a rae a-raok. Buan-tre e voe staliet ferennoù Fresnel un tamm e pep lec’h dre ar bed. Pa voe savet tour-tan ar C’hreac’h en Eusa eo an teknik-se a voe implijet eta.


Kudenn an arc’hant-bev
Ur si o deus ferennoù Fresnel. Evit treiñ warnañ e-unan e rank ar benveg ober gant arc’hant-bev, kuit na vefe froterezh. E-pad bloavezhioù ne oa ket bet anv d’ober mod-all. Diouzh un tu ne oa doare all ebet ha diouzh un tu all ne veze ket gweladennet an tourioù-tan gant tud diavaez en amzer-dremenet. Nevez zo, dre ur c’henemglev etrebroadel, e voe divizet lemel an arc’hant-bev eus an tourioù-tan ma kaver anezhañ c’hoazh. Teknikoù all a c’heller implijout en deiz a hiziv evel-just.


Tud Eusa a sav a-enep
Ne vefe kudenn ebet ma vefe didud Eusa. N’emañ ket kont e-giz-se avat. Fier-ruz eo an enezidi gant o zour-tan ha n’eus ket da cheñch netra ennañ hep o asant, hervezo. Ha foei d’ar c’henemglevioù etrebroadel ! E penn ar stourm evit saveteiñ ferennoù Fresnel tour-tan ar C’hreac’h emañ Loeiz Kozan. « Ur gouloù dibar eo, ul lodenn eus ma buhez adalek ma voen ganet betek hiziv », emezañ.
78 vloaz eo ar paotr, bet martolod ha diwaller tour-tan. En tu-hont da vagañ ur garantez wirion evit an tourioù-tan eo un tamm barzh ivez, un ampartiz en deus gouezet tennañ splet anezhi evit kas keloù d’an holl dre ar rouedadoù sokial : « Mignoned an douar hag ar mor, na laoskomp ket brizhkontourien bizh da zivizout petra e vo amzer-da-zont ar gouloù dibar-se, glad an denelezh anezhañ. Huchomp kreñv na faot ket deomp e vefe eus ar cheñchamant-se, rannomp hor c’herseenn hag hon dinac’h gant tud all. Savomp ‘ta da zifenn ar sklêrijenn-se e-kreiz an noz. E nep doare n’en deus hon tour-tan da gaout mezh e-skoaz Itron Varia Bariz. »

Ur c’houlennadeg zo bet roet lañs dezhi en internet gant ar gevredigezh Eusa Avel A-du (Ouessant Vent de Bout’). Goude daou zevezh e oa bet sinet gant 2200 den dija. « Ne soñje ket din e vije bet kement a dud », eme Elisabeth Coutrot, unan eus pennoù ar gevredigezh. Ne nac’h ket Loeiz Kozan e c’hellfe an arc’hant-bev bezañ dañjerus evit ar weladennerien. Evelato e kav dezhañ e c’heller ober en un doare all, dre sevel ur speurenn da skouer.
E-keit-se n’eo ket chomet mut ar prefed, p’en deus kemennet e vefe tennet an arc’hant-bev hag e vefe lakaet gouloù an tour-tan diouzh an « doareoù merdeiñ a-vremañ ». Daoust da se en deus lavaret ivez e vefe selaouet mouezh an dud, hep displegañ re vat penaos. Marteze emañ un tammig moan e revr gantañ o soñjal e c’hellfe unan eus teknisianed an Tourioù-tan hag ar Balizennoù bezañ istribilhet ouzh ur gordenn dre e dreid pa savo da veg tour-tan ar C’hreac’h da cheñch ar ferennoù.

Y. Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 1024, d’an 21 a viz Genver 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez