Setu anv ar stal – Bravo et merci – ur wech lakaet e brezhoneg, emañ Marie-Laurence Gautier o soñj sevel e Gwened d’ar c’hentañ a viz Gouere 2021.
Ur gourmarc’had e vo, met unan ispisial, diazezet war ar bio hag o vont en-dro evel un drive, o chom hep krouiñ lastez. Kavet he deus ur plas a 550m² e ZI Atlantheiz, war gumun Teiz, e reter Gwened. Eno e vo kinniget ur 1000 produ bennak d’ar gwerzh.
Nemet an danvez
Ijinet he deus lakaat ar pratikoù da sevel o gourc’hemenn dre ar rouedad, dezho goude da zont da gerc’hat an danvez a vo kinniget e seier paper pe e podoù gwer, endalc’herien na vezint ket fakturennet d’ar pratik. « Kroget e vo evel-se, ha m’eo dav cheñch doare e raimp. » emezi.
Sokial war un dro
Evit ober war-dro ar stal e vo implijet tud a zo war hent al labour, ganto kevratoù etre 6 ha 24 miz. 4 den a zo ezhomm evit prientiñ ar plas, 3 goude. Heuliet e vint gant an aozadur Neo56 m’eo bet Marie-Laurence Gautier ezel a-youl-vat ganto e-pad 13 vloaz evit sikour an dud pell eus al labour da gaout o flas.
O prientiñ
Abaoe 6 miz e oa Marie-Laurence Gautier o labourat war ar raktres. Abaoe miz Meurzh e feurmont ar plas. Sevel a ra ar raktres da 300 000 €, arc’hantet evit 70 % gant Ulterïa, ur stal disheñvel a vro Bourgogne*, evit 20 % gant Neo56 renet gant Stephane Tual, he c’heneil en avantur-se, ha 10 % ganti. Ur raktres bras eo evit Marie-Laurence Gautier, bet e-pad 12 vloaz ezel eus kuzul-kêr Senolf, dedennet evit ur wech gant ar 0 lastez. « Bet on da welet rener Biocoop ar c’hornad – 4 stal en deus – ha ne sav kudenn ebet eus an tu-se. » emezi c’hoazh.
Arc’hantaouiñ
E derou miz Mae he deus roet lañs d’ur c’houlzad arc’hantaouiñ war Miimosa, gant ar c’hoant kaout 5000 € a skoazell evit prenañ un teirrodeg tredan da gas ar pourvezioù d’an dud, e Gwened ha tro-dro, adalek miz Gwengolo. Padout a raio ar c’houlzad arc’hantaouiñ betek ar 7 a viz Even.
*E Saint Bro Le Vineux (89, Yonne) zo bet staliet un embregerezh disheñvel, o klask talvoudekaat mab-den. Eno zo, mesk-ha-mesk, ur skol Montessori, un atant savel givri, diazezet war ar permaculture, ur stal o labourat ar c’hoad. Liammoù o deus bremañ gant tud heñvel e Liger-Atlantel, en Dordogn…
- Ur pennad embannet en niverenn 834 – d’ar 4 a viz Even 2021.
KOUMANANTIÑ : AMAÑ