Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Greomp un harz-labour benelour !

An devezh etrebroadel evit gwirioù ar merc’hed eo an 8 a viz Meurzh. Goulennet e vez digant ar c’hevredigezhioù benelour ober un harz-labour etrebroadel evit ma vefe lakaet war wel an dizingalded etre ar merc’hed hag ar baotred er gevredigezh. Er bloaz-mañ eo liammet an harz-labour-se e Frañs hag e Breizh ouzh adreizh al leveoù.

E penn ar vanifestadeg e oa ar feministed d’an 31 a viz Genver 2023 e Roazhon. © Nikolaz Gourvenneg

“Poent eo ober harz-labour !” Meur a wech eo skrivet ar frazenn-se e rouedadoù sokial Nous Toutes 35, ur strollad benelour staliet en Il-ha-Gwilen. Goulenn a ra ober harz-labour ha mont da vanifestiñ evit difenn gwirioù ar merc’hed d’ar Merc’her 8 a viz Meurzh 2023. An devezh etrebroadel evit gwirioù ar merc’hed e vo.
Gant Nous Toutes 35 hag ouzhpenn 70 strollad, kevredigezh ha sindikad all ez eus bet sinet ur galv da vanifestiñ skrivet gant ar C’henurzhierezh benelour — Coordination féministe — e fin miz Genver 2023. Sinet eo bet ivez gant ar gevredigezh Nous Toutes Brest a zo e Penn-ar-Bed. “Un ostilh eo an harz-labour, eme Val, stourmerez eus ar strollad Nous Toutes 35 abaoe 2021. Asambles e klaskomp cheñch ar sistem-mañ en un doare kengred ha laouen. Krouet eo bet ar sistem evel m’emañ evit ar baotred arallreizh dreist-holl.”


Liammoù ouzh adreizh al leveoù
Er bloaz-mañ eo liammet e Frañs ouzh adreizh al leveoù. D’ar 7 a viz Meurzh ez eus goulennet mont da vanifestiñ evit difenn ar gwir-se ha d’an 8 a viz Meurzh e vo kendalc’het ar vanifestadeg-se gant ar merc’hed. “E Roazhon e oa e pep manifestadeg ur strollad benelour o lakaat dizingalded etre ar merc’hed hag ar baotred e-barzh ar jeu”, eme Val.
Ma vez lakaet e plas adreizh al leveoù gant Emmanuel Macron e vo dav d’an dud mont war o leve da 64 bloaz d’an nebeutañ adalek 2030, e-lec’h 62 vloaz a-raok. Leun e vo o retred gant m’o do labouret e-pad 43 bloaz, met ma n’o dez ket e vo dav dezho gortoz 67 vloaz evit kaout ur retred leun. Da lavaret eo e vo dav d’ar merc’hed ganet adalek ar bloavezhioù 1980 gortoz etre 6 hag 8 mizvezh ouzhpenn ; e-skoaz 4 mizvezh evit ar baotred. Ha nebeutoc’h a arc’hant a vo roet d’ar merc’hed abalamour ma n’o deus ket ar memes goproù a-hed o buhez vicherel.
“28,5 % muioc’h well-wazh eo paeet ar baotred eget ar maouezed”, a skrive an aozadur angouarnamantel (AAG) Oxfam France e miz Genver 2023. Diasuroc’h eo o c’hevratoù ouzhpenn-se : tost 80 % eus an dud a zo o labourat darnamzer e Frañs zo merc’hed hervez Ensavadur broadel ar stadegoù hag ar studioù armerzhel.


Strategiezh etrebroadel
An doare stourm-se n’eo ket nevez evit ar merc’hed. E fin XIXvet kantved e oa bet lakaet e plas. E 1882 he doa goulennet an anarkourez c’hall Louise Michel ober an dra-se evit ar wech kentañ, “etre daou emvod gant kevredad ar merc’hed”, a zispleg an istorourez Fanny Gallot en he fennad “Grève féministe : éléments pour une généalogie” el lec’hienn Contretemps.
Etrebroadel eo ar mod stourm-se abaoe ar penn-kentañ. Adlañset e oa bet d’an 3 a viz Here 2016 e Polonia evit difenn ar gwir da ziforc’hañ er vro. “Er memes koulz, d’an 19 a viz Here, e oa bet graet harz-labour gant merc’hed Arc’hantina, abalamour ma oa bet benlazhet1 Lucia Perez, ur plac’h 16 vloaz”, a skriv Fanny Gallot. Abaoe 2017 e vez galvet d’un harz-labour etrebroadel e-barzh ouzhpenn 30 bro ha liammet eo an harz-labour benelour ouzh gwirioù ar re a zo lesbian, heñvelreviat, divreviat hag an dud treuzjener2. “Evit an holl vaouezed eo an harz-labour benelour met ivez evit an holl a c’houzañv feulster ha droukziforc’hioù abalamour d’o jener”, emezi.


Manon Deniau

1benlazh : féminicide

2treuzjener : transgenre


Ur pennad embannet en niverenn 926, d’ar 7 viz C’hwevrer 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez