Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Gwalc’hiñ ha doujañ

Da vare ar c’henfinañ o doa Antoine Martin ha Tangi Daniel un tamm amzer evit prederiañ, ha gwelet e oa war o froduoù-naetaat ur bern menegoù digomprenus. Tamm-ha-tamm int aet war-zu krouiñ o-unan produoù kempenn a orin naturel ha krouiñ o merk, Lijou.

Yaouank eo an daou grouer kemperat, bet o studiañ e Brest. Antoine Martin en deus paouezet gant e labour er velestradurezh evit ober war-dro ar raktres. Tangi Daniel en deus dalc’het d’e labour kasour en ul lise kemperat. Asambles o deus termenet penaos ober ur soavoñs e poultr, a werzhont dindan daou bouez, 300 ha 500 gr, peadra da seveniñ 30 pe 50 frapad gwalc’hiñ.

Hag ouzhpenn

Kendalc’het o deus gant fardañ poultr evit ar mekanikoù gwalc’hiñ listri, kinniget dindan daou bouez disheñvel, eñ ivez, 300 ha 500 gr. Goude int aet pelloc’h c’hoazh gant gwerzhañ un dorzh soavoñs a 130 gr, gant ur spouenn hag ur broust. « Ne reomp nemet gant produoù zo ezhomm outo evit kempenn, 3 elfenn eno d’ar muiañ. Dav eo d’ar produoù-se bezañ simpl, hep eoul palmez, gliserin hag elfennoù a-seurt-se, ha deomp da vezañ treuzwelus. » eme Tangi Daniel a-raok resisaat « Gant danvez « agave » e vez graet blev ar broust, gant koad faou an troad pa vez ar spouenn gant bruzun koad ha kregin frouezh. »

E derou un avantur

Evit poent o deus divizet ober pep tra o-unan, ur wech degemeret ar marc’hadourezh. « Gwir soavoñs Marsilha a brenomp, o tont eus Marsilha ha n’eo ket eus un tu bennak all ar bed. » a embann Tangi Daniel. Gwerzhet e vez o froduoù er stalioù ispisiri arbennikaet – ha pas er stalioù Biocoop evit ar mare – ha dre o lec’hienn. D’ar poent-se e vez kaset o froduoù d’an dud en o sac’h kraft, dre ar post, an hini nemetañ eo, evit poent, o kinnig ur servij o toujañ d’an endro. Pouezus eo dezho kaout ul louc’h rannvroel, stag ma ‘z int ouzh o rannvro. N’eo ket dre zegouezh o deus dibabet ul logo o tennañ da Vreizh hag un anv-stal e brezhoneg.


Ur pennad embannet en niverenn 876, d’ar 25 a viz Meurzh 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez