Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ha kreskiñ a raio ti-kazetennoù Kastellin ?

45 000 € eo pal ar prantad arc’hantaouiñ lañset evit ar raktres La Maison qui pousse. Betek ar 15 a viz Du 2023 e c’heller reiñ arc’hant d’ar c’hevredad kevelouri a laz stroll-mañ (KKLS)* evit ma vefe krouet ar c’hentañ ti-kazetennoù e Frañs dezhañ ur statud embregerezh e-giz-se. Ouzhpenn 150 den zo aet da gevelour dija abaoe miz Even 2023.

“An ti en deus ezhomm ac’hanoc’h : roit sikour hag arc’hant” a vez lennet eus kroashent kentañ Kastellin, e-kreiz Penn-ar-Bed. War ur banniel gwenn bras eo bet skrivet en 1 kae Jean Moulin, e lec’h m’emañ ar stal kazetennoù ha levrioù, e-kichen stalioù bras hag a sko war straed vras ar gumun. Enni ez eus skritelloù ha flyeroù war un daol vihan evit displegañ ar raktres “La maison qui pousse”. Amañ ez eus klasket sevel ar c’hentañ ti-kazetennoù e Frañs en ur stumm embregerezh a-stroll, ar c’hevredad kevelouri a laz stroll (KKLS).
“Daou vloaz zo ‘moa soñjet e oa poent mont war va leve”, eme Frédéric Vasseur, perc’henn abaoe 15 vloaz, a-dreñv ar c’hef. “Sevel ur raktres a-stroll a oa un diskoulm peogwir e vez serret tiez-kazetennoù, evel e Karaez pe e Kemper da skouer, pa vez klasket gwerzhañ ar stalioù.” Koustañ a ra ker-ruz prenañ unan ha ne vez ket gounezet kalz arc’hant goude se.

“N’on ket evit ijinañ e vije serret”

Deuet eo ar soñj da grouiñ ur c’hevredad kevelouri a laz stroll goude bezañ klasket titouroù. Pep hini a c’hell prenañ ul lodenn, 100 € pep hini. Ouzhpenn 150 kevelour a oa d’ar 27 a viz Here 2023 hag o kreskiñ emañ. Anna Le Febvre zo unan anezho. En nevezamzer 2023 e oa erruet er vro, e Sant-Kouled, ha lenn kalz a ra ar stummerez war ar brezhoneg : “Din-me eo pouezus al lec’h-mañ e kreiz-kêr Kastellin, degas a ra buhez er vourc’h. N’on ket evit ijinañ e vije serret.”

E miz Even 2023 e oa bet prenet ul lodenn eus La maison qui pousse gant Anna Le Febvre. © Manon Deniau

Betek ar 15 a viz Du 2023 e c’hell an dud sikour en ur reiñ arc’hant war pajenn ar raktres el lec’hienn Kengo. 45 000 € a garfe La Maison qui pousse dastum, evit reiñ fiziañs d’an tiez-bank. “Ar bazenn gentañ eo. Ezhomm zo muioc’h evit prenañ an ti, ar mogerioù hag an dafar.” En holl e koust 320 000 € met klasket e vo goulenn arc’hant digant an ensavadurioù publik ivez. Bez’ e vefe ar c’hentañ stal gazetennoù o vont da gevredad kevelouri a laz stroll (KKLS) e Breizh hag e Frañs.

Darvoudoù gant arzourien hag arzourezed eus ar vro a vez kinniget eno. E soñj emañ Anna Le Febvre da ginnig lennadennoù e brezhoneg d’ar re vihan. “Seul vuioc’h a vrezhonegerien a vefe er raktres, seul welloc’h e vefe !”

Manon Deniau

*kevredad kevelouri a laz stroll (KKLS) : société coopérative d’intérêt collectif (SCIC)


Ur pennad embannet en niverenn 961, d’ar 7 viz Du 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez