Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Harellerezh er straedoù

Pep stourm en deus e zoare da gomz, e c’herioù ispisial ha n’int ket aes da gompren evit an dud n’int ket stourmerien. Met a-dreñv d’ar gerioù-se zo kudennoù gwir, kudennoù a c’hell bezañ merket gant an holl dud, ma z’int displeget. 

“Hopala, dimezell ! Dudius out !” Emaon o vale e straedoù ur gêr bennak, o soñjal ouzh traoù pouezus, pe o huñvreal, ha klevout a ran ur frazenn e-giz-se a-greiz-tout. Da gentañ ne gomprenan ket m’eo an evezhiadenn evidon pe get, ha n’ouzon ket mat piv ‘n eus lâret se. Sellout a ran tro-dro din, ha gwelout a ran ur vandennad paotred o c’hoarzhin kenetrezo. Mezh zo ganin : oc’h ober goap emaint ? Marteze eo re verr ma sae ? Fuloret on ivez : n’em eus goulennet netra, kollet eo ma soñjoù bremañ, n’em boa ket c’hoant da vezañ direnket ! Aon ‘m eus ivez, a-benn ar fin. Da noz pe en ur straed didud, bezañ dedennus evit ur paotr dianav a c’hell bezañ dañjerus.

Mezh, fulor, aon, ha setu tout. Klevet ‘m eus dija e oa ret din bezañ fier da resev seurt evezhiadennoù, rak meuleudioù int. Met evit lakaat un evezhiadenn da vont da vezañ ur meuleudi, ez eus ezhomm deus un dra pouezus : ret eo kaout fiziañs e aviz an dud o reiñ an evezhiadenn. Hep fiziañs, penaos gouzout perak ezeus bet deus an evezhiadenn ? 

N’eo ket aes bezañ barnet e-giz-se gant tud dianav, memes ma ‘z eo war vad. Santout a reomp noazh, tizhus, gwan ivez. N’eo ket posupl lavarout “nann”. N’eo ket posupl lavarout ” ‘m eus ket c’hoant bezañ barnet”. N’eus nemet daou dra posupl d’ober : lavarout “mersi bras” gant ur mousc’hoarzh pe ober van bezañ bouzar. 

Harellerezh er straedoù, setu anv an dra-se abaoe 2012. A-raok ar bloavezh-se ne oa nemet “tud amziot”, ha merc’hed diaezet. Ne oa nag ur pennkomz, nag ur felladenn. Lavaret e veze d’ar merc’hed “Ret eo deoc’h teurel evezh !”, pe “Na valeit ket ho-unan er straedoù da noz”. 

Cheñchet e oa penn ar vazh e 2012, gant teulfilm ur studierez eus Belgia : Sofie Peeters. Filmet he deus, hi he-unan, pa bourmene er straedoù e Brusel, ha diskouezet he deus d’an holl ar pezh a dalvez bezañ harellet bemdez oc’h ober netra, nemet kerzhout e-maez. Kalz a verc’hed o deus komprenet ne oant ket o-unan o vevañ seurt traoù, ha kroget o deus da gontañ, da eskemm, ha da stourm. 

E Bro-C’hall ez eus bet an tumblr “Paye ta Shnek”, graet gant Anaïs Bourdet, unan eus ar c’hentañ da zastum testenioù eus an dra-se. Goude-se ez eus bet krouet “Paye ta fac” evit ar studierien, “Paye ta robe” evit an alvokaded, hag all, hag all… Tout an traoù-se evit lakaat war wel ar seksism pemdeziek e pep lec’h. 

E 2018 ez eus bet votet ul lezenn evit herzel harellerezh er straedoù. Un trec’h evit ar stourm-se, hag ur moaien da lavarout d’an holl : gallout a ra ar merc’hed mont e pep lec’h hep bezañ direnket !

>> Evit mont pelloc’h : Teulfilm “Femme de la rue”, Sofie Peeters.


Ur pennad gant Anna Cotty embannet en niverenn 878, d’an 8 viz Ebrel 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez