Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Harozed

Gwerzhañ a ran an daolenn-se hag an holl venefisoù a yelo d’ar gevredigezh Grain de sel. Aozet e vez gant ar gevredigezh-se oberezhioù fetis evit ar vugale a zo klañv (prenañ dafar ha kement zo) rak ne vez ket roet a-walc’h a arc’hant d’an ospitalioù, siwazh. Gallout a reoc’h mont da welout an daolenn-se e-touez taolennoù all betek miz Kerzu e La Baleine Déshydratée e Kemper. Dediañ a ran an daolenn-se d’an dud a zo klañv, ar bareourien, met ivez ma c’henlabourerien gent a zo ganto bemdez hag a gemer preder gant ar re all.

Aozet e vo un nozvezh gant Jean-Luc Roudaut ha Noah Roudaut, ganin ha dreist-holl gant ar gevredigezh Grain de Sel d’an 21 a viz Kerzu e La Baleine Déshydratée.

Mersi deoc’h.

Anna Preden

Hizivadur (17/11/22) evit nozvezh an 21 a viz Kerzu :

Adalek 6e : Gwerzh kartennoù ha skritelloù tennet eus an diskouezadeg (e brezhoneg, troet e galleg ha saozneg).

8e15 : Klozadur an diskouezadeg gant Anna Preden ha kinnig ar gevredigezh gant Grain de sel.

9e : Sonadeg Noah ha Jean-Luc Roudaut.

Da lenn

Da lenn ivez