Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ingalded plac’hed / paotred

Abaoe an 20 a viz Even e c’hell an 10 den a labour e Radio Kerne profitañ eus gwirioù sokial nevez hag un tamm dic’hortoz. D’ar Meurzh 14 a viz Even eo bet asantet a unvouezh gant kuzul-merañ ar gevredigezh lakaat un ehan mizioù e plas (« congé menstruel » e galleg) hag un ehan degemer ur bugel.

En abeg da-se en deus divizet Radio Kerne kinnig d’e implijidi·adezed un ehan mizioù. An dud o dije ezhomm a c’hello bremañ kemer un devezh ehan ar miz evit o amzerioù poanius. An devezh ehan-se a vo profet gant ar gevredigezh hep na vo goulennet testeni ebet digant ar mezeg. Sujed an amzerioù poanius a chom tabou c’hoazh er gevredigezh hollek, padal eo anat e vo diaes d’un den a c’houzañv bezañ gouest da gas he zamm /e damm labour da benn gant kement a aezamant. Daoust ha rankout a reer mont da gaouit ar mezeg bep miz ? Daoust ha rankout a reer gouzañv didrouz ? Daoust ha rankout reer kemer war h·e vakañsoù hiniennel ?

Pa n’ez a ket ar gevredigezh foran war-raok eo d’an embregerezhioù da vezañ e penn ar cheñchamantoù.

Gant ar memes spered stourm a-enep an dizingalded e lako bremañ Radio Kerne e plas un ehan degemer bugel evit an eil den. Lezenn Frañs a ro 16 sizhunvezh evit un ehan mammelezh. Pa ne vez roet da eil den ar c’houblad (tad pe eil mamm) nemet 28 devezh. Radio Kerne a soñj dezhañ eo perzh an eil den ken pouezus hag an den kentañ evit degemer ur bugel, ha pa vefe ur c’hanedigezh pe un advabañ/adverc’hañ. Evit kement-se e astenn Radio Kerne an ehan o reiñ ur sizhunvezh a-raok ar c’hanedigezh ha peder sizhunvezh goude.

An araokadennoù-se zo pouezus-mat en hor c’hevredigezh. Dont a reont da-heul linenn-stur ar radio evit ar stourm a-enep ar gwallziforc’hioù, an ingalded etre ar plac’hed hag ar baotred, hag ar stourm evit gwirioù an dud LGDT+. Diskouez a reont ivez N’EUS TRA DIBOSUBL EBET !


Darempredoù :

Morgane Bramoullé – Renerez ar programmoù – morgane@radiokerne.bzh 06 29 47 81 25

Mélaine Looten – Rener – melaine@radiokerne.bzh 07 66 14 35 68

Da lenn

Da lenn ivez