Setu an istor kontet e levr Jakez Segalen ha Chloé Garel-Delval embannet gant An Alarc’h e miz C’hwevrer 2024. D’an 23 a viz Meurzh 2024 e oa bet pedet ar skrivagner hag an dresourez e mediaoueg Karaez evit lenn an istor-se a sach evezh ar vugale hag o zud war an disheñvelderioù.
En dour eo ganet an dourvarc’hed ha ret eo dezho neuial betek gorre an dour evit tennañ o anal. Met n’eo ket e-mod-se eo c’hoarvezet an traoù gant Peskennig. Hennezh n’eo ket kap da neuial. Setu ar c’hentañ istor skrivet gant Jakez Segalen ha treset gant Chloé Garel-Delval.
Er penn-kentañ e oa just ur boelladenn evit lakaat Jakez Segalen da skrivañ un istor “burzhudus” e brezhoneg, kinniget dezhañ e-kerzh ar stummadur barrekaat war ar brezhoneg, e 2021, e kreizenn stummañ Roudour e Lesneven. Ha setu, lañset e oa ! « E fin ar stummadur ‘noa graet Jakez e soñj da reiñ an istor-se d’e vugale vihan ha bez’ e oa o klask unan bennak evit skeudenniñ an istor-se », eme Chloé Garel-Delval. Stummerez e oa homañ en aozadur stummañ, graet o deus anaoudegezh an eil gant egile d’ar mare-se ha deuet int da vezañ mignoned.
Heuliañ avanturioù Peskennig
Tresañ a blij kalz d’ar stummerez abaoe pell, e-giz-se e veze desket an traoù ganti er skol. Bremañ e ra ar memes tra gant he stajidi·adezed : en he c’hentelioù e lak anezho da gompren ar c’heriaoueg peotramant gerioù resis gant he zresadennoù. Met ar wech kentañ e oa dezhi tresañ un istor da vezañ embannet. « Paper Canson ‘m eus implijet ha krog on da dresañ gant ur c’hreion gris hag ar foñs zo e livaj dour », emezi. « Pep tresadenn zo bet soñjet ganin evel un oberenn disheñvel. Pep hini a c’hell bezañ lakaet ouzh moger kambr ur bugel bennak.” Rak avanturioù Peskennig a vez heuliet dre ar skeudennoù ivez. Er mod-se eo aesoc’h d’ar vugale kompren an istor. Gwelloc’h eo memes tra lenn anezhañ gant tud deuet abalamour eo « uhel al live brezhoneg, gant amzerioù disheñvel ». Moaien zo d’an deraouidi ivez da lenn al levr-se hervez Chloé Garel-Delval.
Peskennig n’eo ket kap da neuial met barrek eo war draoù all hag a sikour ar bagad dourvarc’hed. An istor-se a lak an disheñvelderioù war wel ha brav eo sachañ evezh ar re vihan… hag ar re vras war ar sujed-se !
Manon Deniau
An dourvarc’h na ouie ket neuial, An Alarc’h, 2024
Ur pennad embannet en niverenn 981, d’ar 26 viz Meurzh 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg