Istor teir skrivagnerez rusian sot gant Breizh

Ekaterina Balobanova, Yulia Borisova hag Anna Mouradova a zo bet piket o c’halon gant sevenadur Breizh. Istor an teir maouez-se a orin eus Rusia a vez kontet en teulfilm « Teir flac’h deuet eus ar reter ». E Roazhon e vo skignet evit ar wech kentañ d’ar 26 a viz Mae er sinema an Arvor da 8e15 da noz ha d’an 28 a viz Mae e vo skignet da 10e10 vintin gant Frañs 3 Breizh.

Yulia Borisova zo deuet ur wech da Vreizh evit gwelet he mignoned vrezhonegerien. © GM


N’o deus ket bevet an teir skrivagnerez rusian er memes mare, koulskoude o deus bet ar memes c’hoant da gompren sevenadur Breizh. Istorioù Ekaterina Balobanova, Yulia Borisova hag Anna Mouradova a vez kontet e teulfilm nevez Bruno Déniel-Laurent, Teir flac’h deuet eus ar reter. « Un oberenn lennegel o deus savet gant abegoù disheñvel », eme ar sevener.
En XIXvet kantved e veve Ekaterina Balobanova. Eus ur familh brientined e oa homañ ha beajiñ a blije kalz dezhi. Mont a rae alies-tre da Vro-Dreger. E 2021 e oa bet troet e brezhoneg he danevelloù, Ur Rusianez e Breizh er bloavezhioù 1850, gant Anna Mouradova embannet gant An Alarc’h.


Ul lec’h frankiz
Er bloavezhioù 1990 he doa Anna Mouradova, troerez, kelennerez ha skrivagnerez anezhi, dizoloet ar festoù-noz e Roazhon, en Il-ha-Gwilen. Erruet e oa ar muzik keltiek e Rusia d’ar mare-se. Da 15 vloaz he doa graet he soñj deskiñ yezhoù keltiek, brezhoneg en o zouez. An hini gentañ eo bet o kelenn brezhoneg en he bro.
Yulia Borisova a zo an hini nemeti o kaozeal brezhoneg e Rostov Veliki, e-lec’h m’emañ o chom e-kreiz ar vro. Ne c’hell ket mont er-maez rak klañv eo gant an agorafobiezh. « Ul lec’h frankiz eo ar brezhoneg eviti », a zispleg Bruno Déniel-Laurent. Ur wech eo aet da Vreizh memes tra gant ar c’harr-tan evit gwelet he mignoned. Ar veaj-se a vez heuliet en teulfilm hag o frammañ ur film all diwar he fenn emañ ar sevener.


Reiñ souten da Anna Mouradova
E Roazhon e vo skignet Teir flac’h deuet eus ar reter evit ar wech kentañ d’ar 26 a viz Mae er sinema an Arvor da 8 eur 15 da noz. Da Anna Mouradova e vo roet souten en nozvezh-se rak « abaoe 6 vloaz emañ o chom e Jorjia met a-daol-drumm eo bet nac’het hec’h aotre chom », eme Bruno Déniel-Laurent. « Goulennet ez eus bet diganti mont en-dro da Rusia met n’he deus na familh, na labour, na lojeiz ebet eno. » (s.o pennad Ya!)
D’an 28 a viz Mae e vo skignet da 10 eur 10 vintin gant Frañs 3 Breizh ivez.


Manon Deniau


Ur pennad embannet en niverenn 937, d’an 23 viz Mae 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez