Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Kampionad al lazoù-kanañ

Tostaat a ra Kampionad Breizh al Lazoù-Kanañ (d’ar sul 22 a viz Mae evit an trede hag an eil rummad ha d’ar sul 10 a viz Gouere evit ar c’hentañ rummad). Kampionad Breizh al Lazoù-Kanañ ne c’hell ket bezañ aozet hep sikour tud a-youl-vat. Setu perak e galvomp an dud da reiñ un taol skoazell da vare ar c’hampionad, d’ar sul 22 a viz Mae ha d’ar sul 10 a viz Gouere. O klask un dek bennak a dud emaomp evit staliañ lec’h degemer al lazoù-kanañ a gemero perzh er c’hampionad, ober war-dro ar bilhedoù, ar boued, renkañ ar salioù…

C’hoant ho peus reiñ un taol-sikour ? Leuniit ar goulennaoueg-mañ : https://docs.google.com/…/1cmrIBqQWQGWBE1JenYqb…/prefill

Evit kaout muioc’h a ditouroù : kanompbreizh@kanompbreizh.bzh pe 06 32 29 79 29

Da lenn

Da lenn ivez