War-lerc’h disoc’hoù ekonomikel ar bloavezh 2023 eo diskennet kevalaoù piaouel1 hor c’hevredigezh, siwazh.
Abalamour da se hon eus ranket diskleriañ ar sifroù hag ar bilañs da Lez-Varn Kemper.
Spi hon eus e vimp lakaet en adreizhadur barnerezhel2. Neuze e c’hellfemp sevel ur raktres “steuñv adsevel” dindan c’hwec’h miz, en ur lakaat e-pleustr kresk ar sifroù gwerzh ha digresk an dispignoù. Da skouer, kinniget e vo ur “crowdfunding” diouzhtu war-lerc’h respont al Lez-Varn.
Kelaouet e viot en hor c’hazetenn diwar ar mod ma troio an traoù.
Gouzout a rit pegen pouezus eo perzh Keit Vimp Bev evit ar vrezhonegerien hag evit dazont hor yezh. Ezhomm hor bo eus skoazell pep hini ac’hanoc’h. Dont a raimp a-benn da genderc’hel, spi ha kalon zo ganeomp asambles ganeoc’h.
Keit Vimp Bev
1kevalaoù piaouel : capitaux propres
2adreizhadur barnerezhel : redressement judiciaire
Ur pennad embannet en niverenn 985, d’an 23 viz Ebrel 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg