Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Keit Vimp Bev he deus ezhomm eus ho souten

Ni eo goprad, gopradezed hag izili kuzul-merañ Keit Vimp Bev ha spi hon eus e vo lakaet hor c’hevredigezh dindan adreizhadur barnerezhel1. D’an 23 a viz Ebrel hor boa fiziet hon doser e lez-varn Kemper. Emgav hor bo eno d’ar 4 a viz Even.

“N’eus ket gwashoc’h eget seurt mareoù, pa vezer etre daou, hep gouzout hag-eñ e vo pig pe vran”, a lavare ur mignon deomp. Ya, gwir eo ez eo hir an amzer er mare-mañ. Setu perak hon eus dibabet reiñ lañs d’ur c’houlzad arc’hantaouiñ a-stroll el lec’hienn HelloAsso. Kalz a dud o deus lavaret deomp ne soñj ket dezho e vo lakaet KVB e dibennfreuzadur barnerezhel2. Lizhiri souten e-leizh hon eus resevet a-berzh an holl aozadurioù brezhonek. Evel-just, ur ranngalon e vefe d’an holl ma’z afe KVB d’ar strad.

Siwazh, merzhet o deus an dud, sur a-walc’h, hon eus ranket paouez gant Toutouig, ar gelaouenn evit ar re vihanañ. Morse n’hon eus gellet kavout trawalc’h a lennerien ha lennerezed.


Prantad skoazell
El lec’hienn HelloAsso hon eus digoret ur bajenn. Gellout a reer kemer perzh dre goumanantiñ d’ur gelaouenn pe da veur a hini. Ar pep pouezusañ eo evidomp-ni. Koumanantiñ a dalvez lenn, selaou, skrivañ, c’hoari, eskemm ha krouiñ e brezhoneg. Se eo pal KVB : ar brezhoneg bev.
Pep hini a c’hell reiñ arc’hant ivez (m’int koumanantet dija da skouer) pe c’hoazh ober an daou evel-just, koumanantiñ ha reiñ ur sammad ouzhpenn.

Trugarez vras d’an holl re a gemero perzh !

Skipailh KVB

1adreizhadur barnerezhel : redressement judiciaire
2dibennfreuzadur barnerezhel : liquidation judiciaire


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez