Un emglev zo bet sinet etre skol-veur Roazhon ha hini Aberystwyth evit ma vefe eskemmoù etrezo. Emañ pevar c’helenner eus Breizh o paouez kelenn yezh, sevenadur hag istor Breizh e-pad ur sizhunvezh eno.

Ne vez ket mui kelennet hor yezh e skol-veur Aberystwyth evel gwechall pa veze Rita Williams ha Rishiart Hincks en he goude o kelenn brezhoneg eno. Hervez ar mare e cheñch an ezhommoù. Padal n’eo ket bet ankouaet pegen pouezus eo kaout anaoudegezh eus ar yezhoù keltiek all. Ur sizhunvezh a oa bet aozet e dibenn miz Genver evit studierien Rann ar Studioù Keltiek, Yezhoù Modern ha Politikerezh Etrebroadel e skol-veur Aberystwyth. Izili eus ar gevredigezh Cymdeithas Cymry Llydaw (Kevredigezh Kembre Breizh) o devoa kemeret perzh ivez. Daou live yezh a oa bet, unan evit ar studierien na ouient netra eus ar brezhoneg hag un eil live evit ar re a oa aet un tammig war-raok dija. En tu-hont d’ar c’hentelioù yezh e oa bet kentelioù diwar-benn an istor gant Cédric Choplin, ha plas ar merc’hed er c’hanaouennoù poblek gant Myriam Gwilhevig. Tristan Loarer en deus displeget penaos e oa emdroet ar brezhoneg eus ar predeneg d’ar brezhoneg a-vremañ. Istor al lennegezh vrezhonek a voe kenteliet gant Riwanon Kallag.
Laouen o kaout darempredoù etrekeltiek
E penn Rann ar C’hembraeg hag ar Studioù Keltiek e skol-veur Aberystwyth emañ Rhianedd Jewell. « Laouen ken-ha-ken omp o tegemer kenlabourerien eus skol-veur Roazhon 2 », emezi. « Un dra vat eo al liammoù gant broadoù keltiek all. Gant ar weladenn-mañ e vo kreñvaet an darempredoù etrezomp en amzer-da-zont moarvat. » Ouzhpennañ a reas e oa skol-veur Aberystwyth « al lec’h nemetañ ma veze kelennet ar brezhoneg dre hanterouriezh ar c’hembraeg. » Soñjal a rae e kentelioù Riwanon Kallag, dalc’het e kembraeg ganti e-kerzh ar sizhun. Met ivez e Gwenole Korneg a zo oc’h echuiñ e vaster e Aberystwyth, e-ser bezañ lenner war ar brezhoneg. « Un istor hir eo an darempredoù hag an eskemmoù etre skolioù-meur Roazhon ha hini Aberystwyth. Daoust d’ar reuz zo bet da-heul ar C’hovid ha goude ar Brexit e talc’her gant an eskemmoù-se, o tiskouez pegen kreñv eo al liammoù etre Breizh ha Kembre. »
Y. Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 1028, d’an 18 a viz C’hwevrer 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg