Manifestadegoù bras hag un harz-labour hollek a oa bet e Gres d’ar Gwener 28 a viz C’hwevrer. 325 000 a dud o deus dibunet e straedoù ar vro evit goulenn justis evit ar 57 den a oa marvet en ur gwallzarvoud tren e Tempe e 2023.

E Aten hag e pep lec’h er vro e oa tud er straedoù da-heul ur galv gant Kevredigezh familhoù reuzidi Tempe. Daou vloaz zo, d’ar 1añ a viz Meurzh 2023, o doa stoket daou dren an eil ouzh egile. Ar gwallzarvoud tren gwashañ bet e Gres.
Estreget e Gres e oa manifestadegoù. Er bed a-bezh e oa en em vodet tud dirak ouzhpenn 100 kannati ha koñsuldi : e Berlin, e Londrez, e New York, e Rio de Janeiro, e Sydney…
Ur vodadeg bras-meurbet
Tost da 200 000 a vanifesterien o deus dibunet e Aten. Ur mor a dud a oa war ar blasenn Syntagma ha ne c’helle ket miliadoù a dud all mont warni zoken. Tolpadegoù all zo bet war ar blasenn Omonoia hag er Propyleoù.
Fromus e oa al luganoù a c’helled lenn war ar panelloù evel « Ne’m eus ket oksigen », komzoù diwezhañ ur reuzied. War panelloù all e oa skrivet : « Ar prevesadurioù a lazh » peotramant « Muntrerien ».
Sindikadoù eus ar gennad publik hag eus ar gennad prevez o doa galvet d’un harz-labour hollek. Ehanet e oa ar vro a-bezh eta. Stanket e oa an treuzdougen (kirri-nij, trenioù, tramgirri, busoù…). Martoloded, medisined, kelennerien, alvokaded… zo diskrog diouzh o labour. Ha serr e oa ur bern stalioù hag embregerezhioù, memes ar pretioù hag an tavarnioù. « Biskoazh ne oa bet gwelet kement a dud » a c’helled lenn er gazetenn Efimerida ton Syntakton (Ef Syn).
Gwaskerezh ar polis
Ar gouarnamant en deus klasket stankañ ar manifestadegoù en ur serriñ arsavioù metro hag en ur diblasañ 5000 poliser ouzhpenn da Aten. Gaz daeraouiñ ha greunadennoù bouzarus o deus implijet goude eurvezhioù evit lakaat diwezh d’an tolpadegoù. Harzet ez eus bet meur a vanifester : ar 25 den o doa dispaket ur giton « Drouklazherien » ouzh sez Hellenic Trains, da skouer.
A-enep ar gouarnamant
Hervez ar c’hentañ ministr Kyriakos Mitsotakis n’eo ket kiriek ar gouarnamant eus gwallzarvoud Tempe. Graet en deus anv eus « fazioù tud » pe eus « c’hwitadenn ar Stad » met ar c’homzoù-se o deus iset ar bobl muioc’h c’hoazh. Un danevell ofisiel nevez-embannet a zislavar gerioù ar gouarnamant. Enni e lenner e vefe un trelosk dianav kaoz d’ar voull-tan bras-meurbet a oa bet gant ar stokadenn. Kalz teulioù zo bet kollet, ar pezh a laka kement enklask a zo da vezañ diaesoc’h. « Kollet ez eus bet titouroù sirius rak n’eo ket bet gwarezet mat al lec’h ma oa erruet ar gwallzarvoud » a c’heller lenn en danevell.
Ar gouarnamant a c’hellfe kouezhañ abalamour d’ur mennad-tamall a vez prientet gant strolladoù an tu enep, Syriza hag ar PASOK en o zouez.
Abaoe 2008 ez eus bet harzoù-labour ha manifestadegoù e-leizh a-enep ar strishadurioù e Gres. Met biskoazh ne oa bet ken kreñv al luskad-se betek-henn. Skandal Tempe a c’hellfe dishorellat ar reizhiad politikel.
N. Gourvenneg
Ur pennad embannet en niverenn 1031, d’an 11 a viz Meurzh 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg