Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Liammañ an dud dre ar sevenadurioù hengounel

Abaoe penn-kentañ miz Gouere 2023 eo staliet ar raktres “Ar pezh a chom” e Gwened, ul labour kaset da benn gant ar c’hengevredad Kenleur ha gouel an Arvor. Lakaat a ra war wel al liammoù a zo etre sevenadur hengounel Breizh ha re vroioù all. E-pad gouel an Arvor, etre an 12 hag ar 15 a viz Eost 2023, e vo un diskouezadeg dre soubidigezh e selaouva Karmez e Gwened.

E penn-kentañ miz Gouere 2023 e oa bet peget 9 poltred XXL eus tud a Wened. © Alain Pérus

11 annezad eus kêr Gwened, er Mor-Bihan, o deus kemeret perzh er raktres “Ar pezh a chom”. “Liammañ an dud dre ar sevenadur hengounel” eo ar pal. Bet eo Enora Molac, karget eus ar raktres-se evit Kenleur, hag ar poltredour Alain Pérus oc’h atersiñ, o tennañ poltredoù hag o filmañ tud hag a zo o chom e karterioù “sañsipl” ar gumun, Menemeur ha Kergadoù, e-pad 6 miz.

Eno ez eus tud a bep seurt, Breizhiz peotramant tud diavaez, o tont eus broioù estren. “Kement a draoù zo heñvel”, eme Enora Molac. E Mayotte, da skouer, e vez lakaet ur bochad bleunioù war blev maouezed ar vro : “Broderezh gant livioù a vez lakaet war an dilhad evel ma vez kavet e Bro an Aven. Ur feson eo da ginklañ an dilhad.”

Poltredoù divent ouzh mogerioù

Ouzh mogerioù savadurioù karterioù Menemeur ha Kergadoù e weler Issatou Bah eus ar meuriad peul e Ginea, Bibirahima ha Marie-Tahina eus Mayotte, Viktoriya Ekzarko hag Oleksandra Lysyk eus Ukraina, peotramant Matthieu Bourdin, a-youl vat e gouel an Arvor, o vousc’hoarzhin. 9 poltred bras-divent a oa bet peget du-hont e penn-kentañ ar miz. Atalieroù war dañsoù Breizh hag abadennoù zo bet kinniget ivez.

Dilhad hag ostilhoù degaset gant an 11 annezad a vo diskouezet e selaouva Karmez e-pad gouel an Arvor a vo etre an 12 hag ar 15 a viz Eost. D’ar mare-se e vo moaien da sellet ouzh an atersadennoù filmet gant Enora Molac hag Alain Pérus. “Enoret on gant ar fiziañs roet deomp gant an dud”, emezi. Vad a ra lakaat an dra-se war wel “dreist-holl er mare-mañ”.

Manon Deniau

Gouzout hiroc’h : https://www.festival-arvor.bzh/cequireste/


Ur pennad embannet en niverenn 946, d’ar 25 viz Gouere 2023.

  • Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez