Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Liseidi Gwened stummet d’an disentidigezh

Pedet e oa bet Ai’ta! d’ar 17 a viz Du da ginnig ur stummadur war an disentidigezh keodedel da liseidi eilvet klas al lise Diwan nevez e Gwened.

Boas eo ar strollad Ai’ta! da stummañ tud yaouank war an doareoù d’ober evit kas ur stourm difeuls da benn. Daoust ma ‘z eo raloc’h bremañ gwelet ar stourmer.ien.ezed orañjez war ar blasenn foran e kendalc’h an doareoù ober-se da vezañ graet ganto evit stourmoù a bep seurt: ekologiezh gant Extinction Rebellion, Bizi pe Greenpeace, feminist gant ar Femen, pe c’hoazh surfourien o vont er mor e-pad ar c’henfinañ.

Memes oad eo al liseidi ha strollad Ai’ta! Talvoudus eo neuze diskouez dezho istor stourm ar brezhoneg. Videoioù oberennoù zo bet skignet. Displeget palioù Ai’ta!, teoriezh an disentidigezh keodedel, doareoù da gas un oberenn da benn, doareoù d’en em wareziñ war tachenn an niverel. Dre ur c’hoari eo bet lakaet war wel n’o deus ket an holl ar memes soñj war ar pezh a zo feuls hag ar pezh n’eo ket. N’eo ket prest an holl da gemer perzh er memes oberennoù kennebeut. Ret eo neuze e c’hellfe pep hini lavaret e soñj, hag e vefe kemeret divizoù gant teknikoù an demokratelezh war-eeun. Evit klozañ ez eus bet pleustret da vat, ha c’hoarzhet zo bet. Rak se eo ivez ar stourm, tremen mareoù plijus!

DK

Lec’hienn Ai’ta : www.aita.bzh

Ur pennad embannet en niverenn 808 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Da lenn ivez