Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Lukian Kergoad

Atav en deus stourmet Lukian evit uhelaat plas ar yezh er c’helenn kement hag er gevredigezh.

Gallout a rafec’h displegiñ pehini voe an hent en deus kaset ac’hanoc’h betek penn ar Gevrenn Geltieg ?

Kelenner lise on bet da gentañ, e-pad bloavezhioù, war an istor. Studioù istor am boa graet e Brest hag e Roazhon. Kelenner on bet e Ploermael evit kregiñ, er skolioù prevez. War-lerc’h e oan erruet en Oriant, en ul lise teknikel anvet Sant Jo hag evit echuiñ on bet e Likez Kemper. Met a-benn neuze ne oan ket war ur post klok ken peogwir e oa bet goulennet diganin ober kentelioù er skol-veur ; setu e yaen da Roazhon bep sizhun e penn kentañ ar bloavezhioù 80. Hag e 87 e oan en em gavet e Roazhon, war ur post an taol-mañ, ha n’eo ket war eurioù e-giz ma oan abaoe un dek vloaz bennak. Etretant em boa kinniget ma zezenn doktorelezh war ar c’hrennlavarioù e brezhoneg.

Er skol-veur e oad deuet a-benn da gaout ul lisañs war ar brezhoneg e 1981. D’ar mare-se ne oa al lisañs nemet an trede bloavezh studi skol-veur. Ne oa ket bet tapet kaout an 2 vloaz kentañ ha ret e oa bet gortoz tost 10 vloaz a-raok kaout ar c’hursus klok. E 1987, pa oan erruet er skol-veur, e oamp e-kreiz ar bec’h evit kaout ur c’hursus klok a yafe eus ar bloavezh kentañ betek an doktorelezh hag an dra-se a oamp deuet a-benn da gaout e 1989.

Penaos e oa an aotreegezh er penn kentañ?

Gwelet e oa bet ur bern tud o lakaat o anv en aotreegezh vrezhonek. Betek ma oa deuet ar gevrenn vrezhonek da vezañ unan eus ar brasañ kevrennoù yezh a oa er skol-veur. Ne oa ket kement a dud o studiañ brezhoneg hag a oa o studiañ saozneg, met tost kement hag ar re a rae spagnoleg a oa. N’eus padet an traoù nemet bloaz peogwir e oa deut tud a bep seurt da lakaat o anv evit al lisañs nevez-se, tud a bep oad, eus ar re yaouank bet tapet ar bak ganto un tammig a-raok betek ar re gozh war o leve. Kalz a oa deuet da c’houlenn ur seurt siell digant ar skol-veur, un testeni evit lavaret o doa barregezh war ar brezhoneg, ur ouiziegezh gounezet ganto diwar hir boaniañ o-unan pe en ur heuliañ kentelioù noz pe kampoù . Ur seurt “diplom a-enor” al lisañs-se evit al lodenn vrasañ eus an dud. Dre harp Servij ar Pellgelennerezh e heulie ar pep brasañ eus ar “studierien”-se o studioù, gant kentelioù dre lizher kaset dezho gant ar post : “pellstudierien” e oant en ur mod. Setu goude-se, ur wech tapet o lisañs gant an dud, tud a oa o labourat evit al lodenn vrasañ anezho, ar re-se n’int ket bet gwelet er skol-veur ken. A vloaz da vloaz, er bloavezhioù 80, e veze gwelet ar gont a studierien o vont d’an traoñ : er bloavezh ma oan degouezhet er skol-veur, e 1987, e kinnigen ma c’hentelioù dirak ur strollad daou studier, pa veze klok ar vandennad ! A-wechoù e kentelien d’ur studierez hepken.

Ha penaos e voe p’ho peus kroget gant ho post-gopr ?

Ur mare a vec’h eo bet ar bloavezhioù 80 evit kaout un DEUG brezhoneg ; e-giz-se e oa anvet an 2 vloaz skol-veur kentañ neuze. Ur goulenn krouidigezh diplom a veze kaset d’ar minister bep bloaz ha bep taol e teue ur respont nac’h. Pa veze prouet e ve bet studierien a-walc’h, pa oa bet aze arguzenn nac’h ar bloavezh a-raok, e veze kavet un digarez nevez gant ar minister. Hag e-giz-se betek 1989. Ar re gentañ e oa bet ar Vretoned o kaout ul lisañs e 1981. Ar re diwezhañ e vint o kaout o c’hursus a-bezh. Diwar neuze e voe gwelet ar gont a studierien o kreskiñ en-dro. Ha studierien wir an taol-mañ. Studierien a oa deuet d’ar skol-veur war-lerc’h o bachelouriezh. Betek dont a-benn da gaout un 300 studier bennak er Gevrenn e fin ar bloavezhoù 90, en ur gontañ ar re dre lizher evel-just.

Hag ho tezenn war ar c’hrennlavarioù brezhonek?

Leon Fleuriot a oa ma rener tezenn ha laouen e oa o welet ac’hanon o vont war an hent-se. Plijet e ve bet o welet ac’hanon oc’h adkavout roudoù eus hol lennegezh kozh pe liammoù gant ar pezh a gaver tramor e Kembraeg e-barzh al lennegezh pobl. Adkavout enklotennoù e-barzh ar c’hrennlavarioù brezhonek ? Nebeut-tre a zo e gwirionez, rak hol lennegezh kozh hag a heulie reolennoù strizh a oa ul lennegezh tud desket. Al lennegezh pobl, er c’hontrol, eo yezh ar geizh. Ar c’hrennlavarioù a gaver e brezhoneg a zo par a-walc’h, dre o stumm, d’ar re a c’haller kavout e ruseg, saozneg hag e forzh peseurt yezh all dre ar bed. Dre an temoù a gaver er c’hrennlavarioù an hini eo e c’haller kaout un tamm disheñvelidigezh eus an eil yezh d’eben : “Kant bro, kant kiz…”. Dre forzh notenniñ ha pennaouiñ on en em gavet e-giz-se gant ouzhpenn 30 000 fichenn, un adfurm krennlavar war pep hini anezho. Ganet on un tammig re abred marteze, pa ne oa ket urzhiataerioù c’hoazh : bloaz a zo aet ganin netra ken ‘met evit renkañ ma fichennoù ! Ma soñj a zo, just a-walc’h, adskrivañ anezho holl en ur program urzhiataer evit gallout sevel ur geriadur krennlavarioù brezhonek. (Evit ar re guriusañ, e c’haller kavout lodenn gentañ ar geriadur-se, eus al lizherenn A da F, e levraoueg Skol-Veur Roazhon 2, evel stagadenn da dezenn Lukian Kergoat).

Daoust ha traoù all ho peus graet e-kichen?

Er bloavezhioù 1980 pa oa bet votet al lezennoù war an digreizennañ gant Deferre, e oa bet aotre da skrivañ an anvioù-lec’h en o stumm brezhonek reizh war ar panelloù, e penn ar c’hêrioù hag e kroashentoù zo zoken. E-touez ar c’hêrioù kentañ bet goulennet ganto kaout pannelloù “divyezhek” e oa Kastell-Paol. Klasket e oa bet, e 1975, lakaat ur banell “Kastell-Paol” dindan ar banell “Saint-Pol-de-Léon”. Nac’het ar raktres gant ar prefed war-zigarez e oa perc’henn ar stad war bord an hentoù… Setu gant al lezennoù Deferre e oa deut bord an hentoù da vezañ perc’hentiezh ar c’humunioù, peotramant an departamant. Diwar gement-mañ a oa bet tu da gaout brezhoneg reizh war ar panelloù. Nemet un tamm riskl a oa e vefe bet skrivet forzh penaos ha da gaout fazioù nevez war bord an hentoù. Koñforzh, da skouer, a oa bet skrivet “Confors” da gentañ, dindan ar furm ofisiel “Confort-Meilars”, “peogwir eo e-giz-se e vez lavaret” eme unan bennak a-volontez-vat, nemet diouest war reolennoù ar skrivañ. Neuze e oa poent aliañ mat. Evit skoazellañ an tiez-kêr da gaout ur furm normalizet evit ar panelloù e oa bet savet ganin, e 1986, ar “Greizenn-Enklask war an anvioù-lec’h”. Normalizet eo bet ganti an holl anvioù-lec’h a zo e Breizh. Renet eo bet al labourioù-se ganin betek ar bloavezhioù 90, betek ar mare ma oan deut da vezañ rener ar gevrenn vrezhoneg e Roazhon ha berroc’h ma amzer dibres diwar neuze. Deuet ar Greizenn Enklask da vezañ “Servij ar Brezhoneg” war-lerc’h, ledanaet ma oa an dachenn ma veze goulennet skoazell diganti, Ofis ar Brezhoneg e 1999 hag Ofis Publik ar Bezhoneg bremañ. Setu penaos e oa ganet an OPAB.

War un dachenn all, ha d’ar memes mare, e oa bet lakaet da bal gant Diwan mont pelloc’h gant e rummadoù skolioù ha kas ar stummadur eus ar skolioù-mamm betek ar c’hlas termen. Savet e oa bet bodadoù labour evit en em soñjal war an doare da zigeriñ skolioù eil-derez e Diwan. Prientet eo bet an danvez skol a oa ezhomm gant ar bodadoù-labour-mañ : dornlevrioù a oa da sevel hag ur mell labour terminologiezh a oa da gas da benn ivez. Renet ‘m eus ar c’hrogad labourioù-mañ betek krouidigezh ar skolaj kentañ er Releg e 1989 ha dalc’het ‘m eus da chom tost d’ar raktres dre m’emaon atav e penn Kreizenn ar Geriaouiñ. Normalizañ ar c’heriaoueg skiantel ha teknikel a zo ezhomm evit kelenn an danvezioù skol eo pal ar gevredigezh-mañ abaoe ma oa oa bet savet evit harpañ eil derez Diwan. En em vodañ ra ar strollad ingal, ur wech ar miz da nebeutañ. War ul lec’hienn internet e vez kavet disorc’h hol labour e-stumm un diaz termenoù a ro skouerioù implij. Ur c’hant hanter-kant konnektatur bemdez a vez d’al lec’hienn ha zo he anv Brezhoneg21.

Ar c’hrennlavar bravañ d’ho soñj?

“A bep liv marc’h mat, a bep bro tud vat.” Hemañ ‘m boa implijet e-pad gouel ar Rouedoù Glas e Konk-Kerne. Ur brezegenn a vez goulennet ganin ober eno bep bloaz e-giz ar re a zalc’her da c’houlenn ganin du-mañ du-hont. Diwar-benn an anvioù familh e Breizh e oa ar goulenn warlene. Diskouezet em boa dezho eo an anv Le Gall an hini a vez kavet ar stankañ dre ar vro. Estrañjour a sinifie a-raok ma teufe da dalvezout an den a gomz ur yezh all, ar galleg just a-walc’h. A-viskoazh ez eus bet divroidi o tont betek ar vegenn douar-mañ, setu aze ar pezh a ranker embann pa vez lakaet an divroañ e penn ar c’heleier bremañ. Ha klozet em boa ma fennad kaoz gant ar c’hrennlavar-mañ a lak an traoù en o flas pa glever a bep seurt flemmgomzoù a-dreuz hag a-hed war bouez hemañ-henn a vefe re rouz e groc’hen pe re zu e sell : “… a bep bro tud vat”.

Peseurt levr a gasfec’h ganeoc’h war un enezenn didud?

Kemer a rafen ar bibl da lakaat a-gostez, an aviel, ha dreist-holl an testamant kozh, an dra-mañ a lakafen a-gostez sur. War-lerc’h… e kemerfen Kadastr Napoleon ! An holl anvioù parkeier hag a oa 2 gantved zo a vez kavet renablet e-barzh. Ha n’eo ket dre vilieroù e veze kontet ar pezhiadoù douar d’ar mare-se p’emañ o c’hont tostoc’h ouzh ar milion. Ar roll-mañ a gasfen ganin kement hag abuziñ ma amzer war un enezenn didud ha lakaat ma spered da lammat dreist ar c’hleunioù !

Da beseurt goulenn ho pefe c’hoant respont “Ya!”?

Daoust hag-eñ e ranker kemer an traoù war o zu mat bepred ? Ya ! Daoust hag-eñ e ranker klask atav an tu da gas an traoù war-raok ? Ya ! Ur c’hrennlavar brezhonek a zo hag a veze implijet gant ma zad a-wechoù : “An hini na avantur netra, na koll na gounit ne ra !” Bez’ e ranker kemer intrudu. “Krediñ stourm, krediñ trec’hiñ” a oa lugan Skol an Emsav ar strollad bet savet ganeomp pa oan 20 vloaz, da lavaret eo 50 vloaz zo. Met an dra-mañ a zo un istor all…

  • Un atersadenn embannet en niverenn 766 – d’ar 14 a viz C’hwevrer 2020.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez