Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Manif « Breizh asambles » e Naoned

Ar re a soñj dezho ne vo kaoz ken eus distro Liger-Atlantel e Breizh, ur vro a rank tapout galloudoù ledanoc’h, zo o faziañ.
Breizhiz ha Breizhadezed o deus ar gwir da zibab petra a vo dazont o bro, he ment hag he barregezhioù.
Ne ra ket ken ar stad-greiz war-dro he c’hefridi da gas a-benn politikerezhioù publik p’az a war-gresk an dizingalderioù sokial ha pa rank ar strollegezhioù kemer e kont ar rusterioù. Erru eo poent adlavarout ez eus ezhomm ur galloud politikel Breizhad, eus Brest betek Klison, gant barregezhioù evit :

  • Un dasparzh reizh deus ar pinvidigezhioù hag an aveadurioù etre ar meurgêrioù hag ar peurrest eus Breizh.
  • Ma vo tu d’an holl daremprediñ servijoù publik ar yec’hed, an treuzdougen hag evit ma vo ul lojeiz a-hed ar bloaz evit an dud zo o chom hag o labourat amañ.


Ar vuhez politikel gall zo saotreet gant tabutoù flaerius diwar-benn an identelezh estrengas : pouezus eo deomp lavarout ez eo Breizh un egor keodedel a-feson evit seveniñ politikerezhioù publik talvoudus d’ar muiañ niver, dreist-holl d’ar re vunud.
An dud zo oberiant e Liger-Atlantel evit sevenadur ar vro e-mesk ar bobl, koulz hag evit lakaat da vevañ ar brezhoneg er skolioù ha tro-dro zo o taliñ ouzh un enebiezh ensavadurel splann. Kuzul Rannvro Broioù al Liger a nac’h yalc’hadiñ ar c’hevredigezhioù oberiant tro-dro da Naoned war dachenn yezh ha sevenadur Breizh.
E Liger-Atlantel ne c’hell ket ar vrezhonegerien en em harpañ war un emglev etre ar Stad hag ur strollegezh lec’hel, evel ma vez graet e Rannvro Breizh, evit aesaat implij ha treuzkas ar yezh. Ezhomm hon eus da gaout peadra da rannañ diazezoù hor sevenadur hag hor yezh en un doare embarzhus gant an dud a ra an dibab d’ober annez amañ.

  • Pobl Breizh zo ar gwir ganti da zibab he dazont eus Brest betek Klison !
  • Evit ma c’hello yezh ha sevenadur Breizh bezañ harpet e Liger-Atlantel evel e Rannvro Breizh.

Diskennomp er straedoù ! Emgav d’an 28 a viz Gwengolo dirak ar Melezour Dour e Naoned da 3 e GM !

Coordination Démocratique de Bretagne

Da lenn

Da lenn ivez