Diaes eo mont da greiz-kêr Naoned hep gwelet anezhañ, ken bras ha ma‘z eo. Goullo e oa abaoe un nebeud bloavezhioù. Emañ ar stroll Giboire, perc’henn al lodenn vrasañ eus an tour, o paouez kinnig peseurt mod e vo nevesaet. Labourioù bras a vo graet ac’hann da 2029.
Digoret e oa bet ez ofisiel e 1976, er bloavezh ma oa deuet ar film « The towering inferno » er-maez. Eüruzamant n’eus ket bet a wallreuz ken spontus ennañ hag an hini a oa dodenn ar film. Pa oa bet savet ar savadur e tlee bezañ da Naoned ar pezh e oa an an Tour Montparnasse da Bariz. Degas a rae da soñj eus skraberioù-oabl ar Stadoù-Unanet. Savet e oa bet evit degemer burevioù peurgetket. Koshaet e oa ar savadur avat. Diaes-tre da dommañ e oa. A-hend-all e oa amiant ennañ. E 2019 e voe divizet kas holl annezidi er-maez eus an tour — embregerezhioù, melestradurezhioù hag all. Prenet en deus ar stroll Giboire al lodenn vrasañ eus an tour digant ar berc’henned.
Ur pal nevez
E-kerzh an emvod-kelaouiñ ez eus bet gouezet petra e teuio da vezañ hiviziken. Kavet e vo ennañ ul leti peder steredenn, 200 ranndi a bep seurt ment gant pep a loggia evit al lodenn vrasañ anezho. Ne vo ket lojeizoù sokial avat rak « re ger e vije bet abalamour d’ar c’hargoù », eme Johanna Rolland, maerez Naoned. E rez-an-douar hag er solieradurioù kentañ e vo ur preti ha 1500 m2 burevioù ha lec’hioù co-working. Miret ez eus bet plasoù evit stalioù-kenwerzh. Dre m’eo perc’henn Naoned Meurgêr war 17 % eus ar savadur he deus divizet staliañ ennañ ar gevredigezh Ecossolies evit brudañ an ekonomiezh sokial ha kengred. Er greizenn Kejadenn e c’hello an neb a gar kaout titouroù diwar-benn Breizh, he yezh hag he sevenadur. Meret e vo gant an Ajañs Sevenadurel Breizhek.
E live uhelañ an tour e vo ul leur banoramek pintet 107 m a-us plasenn Breizh. « Eus ar 34vet estaj e c’hello Naonediz hag ar weladennerien bamañ gant ar gwel dreistordinal war toennoù kêr. Digoust e vo », eme Johanna Rolland. An 33vet estaj e vo gouestlet pep tra ennañ d’ar sevenadur.
Sklaeraet e vo talbennoù an tour, rak dibabet ez eus bet lakaat un danvez hag a cheñcho liv hervez ar gouloù a vo er-maez. E beg an tour e vo toennoù glasvez hag an dud a c’hello mont da vale dre an takadoù glas.
Ur raktres ekologel
N’he deus ket bet c’hoant an ajañs savouriezh da zistrujañ an tour kozh evit sevel unan nevez en e blas. 14 000 m3 betoñs ha 1600 tonennad dir zo bet espernet evel-se. A-hend-all e vo lamet an hanter eus plasoù ar parklec’h e traoñ an tour.
Ur sapre chanter e vo. Meur a vloaz e pado. Kregiñ a raio ar chanter e 2025 gant dizamiantañ ar savadur. Pa vo digoret ez ofisiel e 2029 e vo bet dispignet 135 milion a euroioù.
Y.Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 1019, d’ar 17 a viz Kerzu 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg