Setu ur sekred-kegin a roio plijadur da gement hini a zo o klask debriñ nebeutoc’h a gig hep koll ar blijadur da zebriñ traoù lipous. Pell ‘zo bremañ on deuet da vezañ un debrer-linad1, ha hir eo bet an hent evit cheñch ma reol-boued2, n’em eus ket cheñchet penn d’ar vazh eus un eil devezh d’egile. Rekipeoù lipous evel hemañ a sikour da lakaat proteinoù glas en asied : tostik-tost e vlaz ouzh hini ar pastez diwar gig met kalz skañvoc’h eo ha kalz yac’husoc’h ivez. Blaz an tofu mogeded a blij kenañ d’an dud peurvuiañ, ha dreist-holl d’ar re a zebr kig alies. Reseverioù santadurel an tañva3 hon eus holl ha diouzh ar pezh a zebrer, ne vezer ket kizidik er memes mod. Ar re a zebr kalz a gig pe kalz a draoù sall a vo plijet gant blazioù kreñv (ar c’hig, ar fourmaj, ar c’hignen…) tra ma vo ar vejetarianed·ezed, dre vras, dedennet kentoc’h gant blazioù skañvoc’h (blaz naturel al legumaj, al louzoù-kegin, an ed…), o reseverioù santadurel n’int ket ken figus. Setu perak ez eus ivez ul labour evit « adstummañ » ar staon4 pa cheñcher reol-boued peogwir hon eus tapet boazioù boued5 ha diaes eo cheñch anezho a-wechoù. N’ho peus ken nemet klask fardañ ar pastez-mañ ha sur e vefet kendrec’het e c’heller kaout dudi en ur zebriñ traoù digustum ha mat evit ar yec’hed. Gwelloc’h eo klask kaout plijadur gant boued yac’h. Bloavezh mat ha yec’hed mat deoc’h holl lennerien·ezed kaezh !
Aozennoù evit 8 den :
* 400 g tofu mogedet
* War-dro ul lur (500 g) tokoù-touseg : pleurotenn, shiitake, Pariz…
* Daou zornad kraoñ
* Daou benn-ognon
* Holen munut ha mat (hini Gwenrann)
* Eoul olivez
Pazennoù :
1 – Peilhit ha troc’hit ar pennoù-ognon a dammoù munut, lakait anezho a-gostez. Broustit ha troc’hit an tokoù-touseg a dammoù bihan, lakait anezho a-gostez. Troc’hit an tofu a bevar zamm ha lakait anezho en ur gastelodenn gant dour yen hag ur meudad holen. Elumit an tan dindani ha leusket e vo da virviñ an tammoù tofu-se e-pad pemp munutenn.
3 – Diglosit kraoñ a-benn kaout daou zornad kraoñ digloset. N’on ket sot gant kraoñ prenet digloset en a-raok, ar blaz n’eo ket kenkoulz hag ar c’hraoñ en o c’hlos.
2 – Lakait eoul olivez en ur billig-lostek, tan elumet dindani, ha lakait an tammoù ognon da heul abalamour dezho da rouzañ e-pad div vunutenn. War-lerc’h ouzhpennit an tokoù-touseg troc’het ha laoskit da boazhañ dousik ken ma vo poazhet mat pep tra (tro 5 munutenn).
3 – Lakait pep tra e-barzh bolenn ur robot-kegin : an tofu mogeded bervet, an ognon hag an tokoù-touseg poazhet, ar c’hraoñ digloset, ur meudad holen hag eoul olivez. Ouzhpennit eoul olivez ma seblant deoc’h ez eo re sec’h ar meskaj, evit kaout stumm ur pastez brav.
4 – Pa vez soupl a-walc’h neuz6 ar pastez hag aes da ledañ war un tamm bara eo prest ho pastez. Taolit evezh da dañva ho pastez meur a wech a-benn gouzout hag-eñ e vank un dra bennak. Ma kav deoc’h n’eo ket kempouezet mat ar blazioù, ouzhpennit un tamm pebr pe holen pe ur bannac’h eoul. A-drugarez d’an eoul e vez gwellaet an holl vlazioù all. Plijadur deoc’h o tañva ar pastez saourus-mañ !
Timothée Messager
1debrer-linad : végétarien·ne
2reol-boued : régime alimentaire
3reseverioù santadurel an tañva : récepteurs gustatifs
4adstummañ ar staon : rééduquer le palais
5boazioù boued : habitudes alimentaires
6neuz : aspect
Ur rekipe gant Timothée Messager embannet en niverenn 866, d’ar 14 a viz Genver 2022.