« Piv out-te ? »


Pa glasker ober anaoudegezh gant an dud deuet da gemer perzh en ur staj, en un devezh-studi, eo tonket d’an den ober ar goulenn :

– Piv out-te ? Piv oc’h-c’hwi ?

Re alies em eus bet klevet ma c’hendivizer o respont din en ur reiñ e anv-badez hag e anv-familh, tra ken :

– Emmanuel Kant on-me. (lakaomp…)

Daoust ma seblant reizh e-keñver yezhadur, ar respont-se n’en deus netra da welet gant ar pezh a respontfe ar vrezhonegerien. Miz goude ma oan deuet da chom e Bulad, e oan anavezet gant an darn vrasañ eus an dud, nemet e ranken goulenn gant pep hini eus ma c’henvroiz nevez :

– Piv oc’h-c’hwi ? Piv out-te ?

A bep sort a gleven neuze :

– Me zo breur da unan a anavezez mad, sell, Emil deus Krec’h ar Blei…

– O, me zo bet ganet en ti ‘lec’h out é chom bremañ…

– Me zo bet amañ alies é labourat, pa oa ar Fulup kozh é telc’hen ar feurm…

– Me zo ur genitervez da Yvette, goût ‘walc’h ‘rit, an hini…

Bep gwech ur frazenn o komañs gant “me zo”*, o reiñ titour war ar pezh e oant, o micher pe o micher bet, o c’herentiezh tost pe bell, al lec’h ma oant o chom, mes ne roent nag anv bihan nag anv-familh diouzhtu, ha ret mat din alies ober un eil goulenn abenn kaout anezhe :

– Pesort anv ‘peus, neuze ?

Ma ra ho kendivizer ar goulenn “Piv out-te ?” ouzhoc’h, emañ o c’hortoz anv ho parrouz orin, eus pesort kordennad oc’h, pesort micher ho peus, kar ha par da biv oc’h, eus pesort noueañs e teuit, ma ouzoc’h diouti, mes n’emañ ket o c’hortoz hoc’h anv diouzhtu. Hennezh diwezhañ zo ur respont d’ar goulenn :

– Pe anv ‘peus ? Pesort anv ‘peus ?

*Goût ‘walc’h a ran, se zo ober bek d’ar pezh a vez kelennet en holl hentennoù da zeskiñ brezhoneg, mes er mod-se emañ !


Levr Yann Gerven – Yezhadur ! Alioù fur evit ar vrezhonegerien diasur – a c’heller prenañ war lec’hienn Keit Vimp Bev.

Da lenn

Da lenn ivez