Savet eo bet POK (Plijadur o Kanañ) e 2017 evit bountañ war kanerien ar vro da vont gant ar brezhoneg pa vez abadennoù mil-vrudet evel : « Tréteaux chantants ».
Disul e vo kinniget ar POK 5 e Plouzeniel (Sal Brekelien). Paeronet gant kanerien a-feson war al leurenn : Gilles Servat ha Gwennin, Clarisse Lavanant ha Dan Ar Braz, Nolwenn Korbell, Denez Prigent warlene. Er bloaz-mañ e vo ar strollad yaouank Herriwenn e penn ar jeu gant 8 kaner all eus ar vro pedet : Marsel Berrou, Mimi Vigouroux, Georges Bertholom, Anne Bodennec, Yvon Gouez, François Caroff hag ur c’haner brudet bras e bro okitaneg : Jean Bernard Plantevin.
Hemañ a ginnigo ivez, ar memes devezh, ur brezegenn diwar-benn ar yezh ok ha stad ar yezhoù bihan e Bro-C’hall.
POK 5 – 17/09 – 8 e noz – Sal Brekilien – Plouzeniel – 8 euro (digoust – 18)
Prezegenn Plantevin : L’atelier – Lesneven – 17/09- 10 eur – Digoust d’an holl.
Evit gouzout hiroc’h : 06 40 46 96 25, 06 08 24 80 26.